Beilhadeg en Trezelan / Veillée à Trezelan
BEAR : Beilhadeg Trezelan
E Trezelan (Bear, 22) e vo degemeret d’ar 1añ a viz kerdu kentañ beilhadeg troiad Dastum Bro-Dreger. Adlañset an traoù gant div gevredigezh : Hent Don ha komite animasionoù Trezelan. Eno e c’hallo an nen gwelet ha klevet yezh ha sevenadur ar vro en o splannañ. Konterien, kanerien ha sonerien deus Bro-dreger a deuio da lakat an dud da gaout plijadur en noz-se. War ar program : Marsel Gwilhouz, Remi Gallou, Roje Buzulier, Ifig ha Nanda Troadeg, Padrig Gwernioù, Patrick Lefebvre ha Marie-Claire Le Corre, Jil Lehart…
D’ar gwener 1añ a viz kerdu, adalek 20h30, e sal gouelioù Trezelan. Digor d’an holl hag evit mann.