29/11 : Beilhadeg Trezelan / Veillée de Trezelan

29/11 : Beilhadeg Trezelan / Veillée de Trezelan

BEAR : Beilhadeg Trezelan

An deirvet gwech eo d’ar gevredigezh Hent Don da bropoziñ ur veilhadeg en Trezelan (Bear), d’ar gwener 29 a viz du an hini e vo an dro-mañ. Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann, hag evit ar bloaz e vo klevet kanerien ha konterien nevez, holl deus ar gevredigezh, kement ha degas un nerzh nevez d’ar brezhoneg en nozvezh. Evel kustum e c’hallo an nen kaout plijadur o klevet sonerien ha kanerien deus ar c’hentañ (Jil Lehart, Padrig Lefebvre ha Mari-Kler ar C’horr, Bear Men, Ifig ha Nanda Troadeg, Yannig Dabo…), ha brezhoneg yac’h Bro-Dreger gant ar gonterien Roje Buzulier, Olier ar Bivig, Remi Gallou… Digor eo al leurenn da gement hini a fell dezhañ kanañ, kontañ pe son !

D’ar gwener 29 a viz du, adalek 20h30, e sal gouelioù Trezelan. Priz libr ha digor d’an holl.

BEAR (BEGARD) : Veillée bretonne à Trézélan

Pour la troisième fois, l’association Hent Don organise la veillée bretonne de Trezelan (Bear), le vendredi 29 novembre. Ce sera l’occasion de découvrir quelques nouveaux conteurs et chanteurs, tous issus de l’association, et qui viendront apporter un vent de fraîcheur à la langue bretonne. Comme d’habitude, on pourra entendre d’excellents musiciens et chanteurs (Jil Lehart, Patrick Lefebvre et Marie-Claire Le Corre, les Bear Men, Ifig et Nanda Troadeg, Yannig Dabo…), ainsi que le breton trégorrois savoureux des conteurs Roger Buzulier, Olier ar Bivig, Remi Gallou… La scène est ouverte pour quiconque voudrait chanter, conter ou jouer d’un instrument !

Le vendredi 29 novembre à partir de 20h30 à la salle des fêtes de Trézélan (Bégard). Prix libre et ouvert à tous.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *