Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ma zi bihan

Kanaouenn dastumet e C'hwevrer 2024 digant Jozef ar Rouz (Tonkedeg). Goût hiroc'h diwar-benn ar ganaouenn

A-bep a tu am eus redet,
Da glask an evurusted,
Da glask labour da c’honit ma bara.
Ha d’ar gêr pa zistroan,
Ma c’halon a tañvan,
Ar blijadur hag al levenez vrasañ.
Pa deu an avel da c’hwezhañ,
Hag ar mor da eonennañ,
Pa ziroll an holl a drougoù er goañv,
O ma zi benniget, da vousc’hoarzh zo entanet,
Oh ! Lakat a ra da dridal a ra ma spered.

Ha me ‘ma gan ha ti hom zadoù.
Muioc’h evit an holl teñzorioù.
Karget laouen, a sklaerijenn,
Ti kozh, te zo evel ur baradoz !

Ro degemer d’ar bugel,
Dizroet d’e gavell,
Ro dezhañ nerzh, deus da flourañ e galon,
Me a wel aze damkuzhet,
Ma c’hadorig vourret,
He divvrec’h astennet war-zu ennon,
An orolaj o seniñ,
A sko evel kaniri,
Hag a laka ma gwad-holl da verviñ,
O ma zi benniget, da vousc’hoarzh zo entanet,
Oh ! Lakat a ra da dridal a ra ma spered.