Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 99 frazenn.
12345

me zo... ganet e Komanant Koado, hag ec'h aen d'ar skol, war ma zreid, da Geraodi

[... - ... ˌko̞mɑ̃n ˈkwɑˑdo - ... - ... - də ge̞ˈɹo̞ːdi]

Plouared / Plouilio
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Anna ar Briker, 1939, Plouared (dastumet gant Tangi)

ya, gwelet a ran Melin Vruilheg, ha pelec'h emañ, ya, me a basee dre eno, dre eno a-dreuz... pa 'h aen da laerezh per da François, e baseen bu eno, Melin Vruilheg

[ja - ... ˌmɛˑlin ˈvɣyʎək – ja - ... - ... - ... - ... - ˌmɛˑlin ˈvɣyʎək]

Plounerin
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Rozali Herve, 1932, Tremel (dastumet gant Tangi)

Kergroaz ? ac'hanta met ya, Kergroaz a anavezan, eno gwechall e oa... e vije laket tout al loustoni e Kergroaz eno, eñ a oa ur garierenn, Kergroaz ya, pas pell deus ar bourk, pa 'h aen d'ar skol, gwechall, a dremenen dre... a-rez Kergroaz

[ke̞ꝛˈgɾwɑˑs - ... - ke̞ꝛˈgɾwɑˑz ... - ... - ... ke̞ꝛˈgɾwɑˑz ... - ... - ke̞ꝛˈgɾwɑˑz ja - ... - ... - ... - ... ke̞ꝛˈgɾwɑˑs]

Plouilio
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Noel Fomel, 1943, Ploulec'h (dastumet gant Tangi)

e oa ur park a-hont pa oan bihan ha 'h aen da vaesa, da vaesa ma saout xxx ( ?), just e-barzh ar Baradoz, e-barzh ar park lec'h e vije lakeet ar reoù 'na chañs da vevañ c'hoazh

[... - ... - ... baˈɣɑˑdus - ... - ...]

Lanvaodez
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Fañch Gwilhou, 1942, Lanvaodez (dastumet gant Tangi)

Toull Enez, aze... dre aze... 'h aen da droc'hañ, n'eo ket gomon, bezhin gwechall, bezhin traezh, bezhin ya ! e vez lâret... bremañ e vez lâret gomon, gomon troc'h, hag a-hent-all, pa vez... gomon kostez an aod, eo gomon torr, gomon torr

[ˌtuˈleˑnəs - ... - ... - ... - ...]

Toull Enez, là... par là... j'allais couper, ce n'est pas du goémon, des algues autrefois, des algues de sable, des algues oui ! on dit... maintenant on dit du goémon, du goémon de coupe, et autrement, quand on... du goémon du côté de la côte, c'est du goémon cassé, du goémon cassé

Pleuvihan
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Pierrot Gwilhou, 1931, Lanvaodez (dastumet gant Tangi)

ha me... me 'h ae... un tamm mat... un tamm mat a-raok, a-wejoù e vijen tri c'hard-eur, un eur, o c'hortoz, ken e arrie otokarr Bégard, gant rederien Bégard, hag e dapent ac'hanon, hag e laosken ma bisikled, e Lezardrev, duzh ar bistro, hag ec'h aen 'ba an otokarr ha goude an otokarr a degase ac'hanon betek Lezardrev, betek lec'h e vije ma bisikled aze, da dont d'ar gêr

[... - ... - ... - ... - gɑ̃n ɣeˈdɛˑɣjɛn ... - ... - ˌlezaꝛˈdɣẽˑɔ̃ - ... - ... ˌlezaꝛˈdɣẽˑɔ̃ - ... - ...]


Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Jañ Jelard, 1928, Lanvaodez (dastumet gant Tangi)

Kerlinad 'meus soñj pa 'h aen da... 'h aen da vaesa ar saout aze, Kerli... Kerlinad ! Kerlinad

[ke̞ꝛˈliˑnəd ... - ... - ... - ke̞ꝛˈliˑnət - ke̞ꝛˈliˑnət]

Trezeni
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Andre ar Pommeleg, 1934, Trezeni (dastumet gant Tangi)

met Kerrio, me a anaveze anezhañ ervat peogwir... pa 'h aen da Rospez war ma zreid

[... ke̞ˈɣiˑo - ... - ... - ... ˈɹɔspəz ...]

Rospez
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Janig Bodiou, 1938, Bulien (dastumet gant Tangi)

deus Kawan da Gaouenneg 'h aen a-dreuz aze

[... ˈkɑwən ... go̞ˈwɛnɛg ...]

Michela Rouzaod, 1946, Trogeri (dastumet gant Tangi)

deus... deus Keravel-se sell ! peogwir e oamp 'ba ar skol e Sant-Laorañs, hag eu... 'h aemp da gerc'hat bara da Drezelan, ha ma dad 'na graet ur c'harr bihan dimp, gant div rod bisiklet, kar c'hwec'h e oamp te ! hag e oa... e vije ezhomm un tamm mat bara, ha 'h aen neuze... div wech ar sizhun da gerc'hat da Drezelan amañ, d'ar c'houlz-se e vije torjoù dek lur, n'eo ket an tammoù machinoù bihan a vez bremañ !

[... - ... ke̞ˈɣɑwəl ze ... - ... zɑ̃ˈlo̞ˑɹɑ̃s - ... - ... dɣeˈzeˑlɑ̃n - ... - ... - ... - ... ˈtɔꝛʒo ˈdeg lyꝛ]

de... de ce Keravel tiens ! puisque nous étions à l'école de Sant-Laorañs, et euh... nous allions chercher du pain à Trezelan, et mon père nous avait fait une petite charrette, avec deux roues de bicyclettes, car nous étions six pardi ! et il y avait... il fallait une grosse quantité de pain, et j'allais alors... deux fois par semaine à Trezelan ici, à cette époque-là il y avait des miches de dix livres, ce n'était pas les petits machins qu'on a maitenant

St-Laorañs

Mari ar Gag, 1932, Bear (Lanneven) (dastumet gant Tangi)

me 'mije... gwechall 'h aen da neizhiata paotr kaezh ! e vijen o neizhiata partout aze, war an drez partout, ar mengleuzioù ha tout, hag ar re-se... ar voualc'h, ordin, a rae... a rae he neizh 'ba... kazi er memes plas hañ ! hag ar milvig, eñ a vije 'ba ar wezenn derv, 'ba... 'ba... 'ba ar beg kwa just

[me miʒe - gweˈʒɑl hɛn də neˈʒɑta po̞tˈkɛːs - viʒɛn neˈʒɑta paɹˌtud ˈɑe - waɹ ˈdɹeːs paɹˈtut - mɛŋˈglœːɹjo a tut - a ɹeze - ˈvwɛlx - ɔɹˈdin - ɹe ɹe i ˈheːz bah - ˈkɑːhe mɔ̃sˈplɑs ɑ̃ - a ˈmilwiɟ - hẽ viʒe bah ˌweˑən ˈdɛɹw - bah bah - bah ˈbek kwa ʒyst]

moi j'avais... autrefois j'allais chercher les nids mon gars ! je cherchais les nids partout là, dans les ronces partout, les carrières et tout, et ceux-là... le merle, toujours, faisait... faisait son nid dans... presque à la même place hein ! et la grive mauvis, elle était dans le chêne, au... au... au sommet quoi juste

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

met bezañ e oa... bezañ e oa bet gwesped aze hag eu... unan... 'oaren ket pa 'h aen da gerc'hat... pa 'h aen da gerc'hant ma saout, met eñ moarvat a oa ur broc'h, e oa ur broc'h, hag e debre tout an neijadoù gwesped deu... deus ar c'hleuz, 'na gallet kaout anezhe, me a lâr dit ! eñ a oa ka... eñ a oa kalet ! hag e oa ur broc'h pe... pe ur gaerell

[mɛ ˈbe wa - ˈbe wa ˌbe ˈgwespəd ˌɑhe ag ə - ˈyˑn - waˌɣɛŋ kə pa ˌhe̞n də ˈgɛhɛ - pa ˌhe̞n də ˈgɛhɛ ma ˈzɔwt - mɛ ˈhẽ maˌhɑd wa ˈbɾɔx - wa ˈbɾɔx - ag ə ˈdɛˑbe̞ ˈtud ə neˌʒɑˑdo ˈgwespəd de des ˈhlœ̃ˑ - na ˌgɑlət ˌkɑˑd ˈne̞ - ˈme laꝛ ˈdit - ˈhẽ wa ˈkɑ - ˈhẽ wa ˈkɑˑlət - a wa ˈbɾɔx pe pe ˈgɛꝛl]

mais il y avait... il y avait eu des guêpes là et euh... un... je ne savais pas quand j'allais chercher... quand j'allais chercher mes vaches, mais sans doute que c'était un blaireau, c'était un blaireau, et il mangeait tous les nids de guêpes du... du talus, il avait réussi à les avoir, moi je te le dis ! il était co... il était costaud ! et c'était un blaireau ou... ou une belette

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

soñj 'meus un devezh e oamp bet... 'ba un traction avant, daoñ ! e oan... e oan a-raok gant eu... gant eu... ar chofer tal-kichen, hag ur vitrailhetenn dindan ma revr, eu... hag ar batrioted all a oa a-drek, me a oa laket a-raok evit lâret d' egile 'bu pelec'h mont ha... daou pe dri groashent a oa aze evit... a-raok arriout 'ba ar prad-se, hag eu... me ac'h ouveze peogwir 'h aen bemdez eno da... da vesa ar saout, hag eu... e oan bet o kas anezhe eno

[ˈʒɔ̃ːʒ mɔz ən ˈdewəz wɑ̃m bet - ban ... - dɑ̃w wɑ̃n wɑ̃n ˈɹo̞ːg gɑ̃n ə gɑ̃n ə - ə ˈʃo̞fəɹ talˈkiʃən - a ˌvitɾaˈjɛtən diˈnɑ̃ːn mə ˈɹɛːɹ - ə - ag ə batɾiˌotəd ˈɑl wa dɾek - me oa laˈkeˑə ˈɹo̞ːg wid ˈlɑːɹəd deˈgiːle by ple̞x mɔ̃n a - ˈdo̞w pe dɾi ˈgɹwɑsɑ̃n wa ˈɑhe wid - ˌɹo̞ːg aˈɹiˑud bah ˈpɹɑːt se - ag ə - me huˈveːɛ pyˈgyːɹ hɛn ˈbo̞mde ˈeːno də - də ˈvɛsa ˈzo̞wt - ag ə - wɑ̃n be ˈkɑz ne̞ ˈeːno]

je me souviens qu'une journée nous avions été... dans une traction avant, dame ! j'étais... j'étais devant avec euh... avec euh... le chauffeur à côté, et une mitraillette sous le cul, euh... et les autres patriotes étaient derrière, moi j'avais été mis devant pour dire à l'autre par où paller et... il y avait là deux ou trois carrefours pour... avant d'arriver à ce pré-là, et euh... moi je savais puisque j'y allais tous les jours pour... pour surveiller les vaches, et euh... je les y avais accompagnés

Pier Gotie, 1938, Plûned (dastumet gant Tangi)

pa oa arri se ganin, eu... 'h aen 'ba eu... surtout pa vije ret stasioniñ, peotramant e skoen 'ba un oto ha 'ba unan all ha 'meus... 'meus drailhet... daou aksidant 'meus renket deklariñ han-se, hag en em eskuziñ c'hoazh, 'ma graet ma genaouegez

[pe wa aj ˌze gəˌnĩ - ə - hɛn bah ə - syɹˌtut pe ˌviʒe ˌɹɛt staˈsjo̞ːnĩ - pəˌtɑ̃m ˈskoˑɛn bah ˈnoto a bah ˈnɑl a møs - møz ˈdɹɑjət - do̞w akˈsiːdɑ̃n møz ˈɹɛŋkə deˈklɑˑɹĩ ɑ̃ˌse - a nɔ̃n ɛsˈkyːzĩ ˌhwɑs - ma ˌgɛd mə geno̞ˈweːgəs]

quand ça m'était arrivé, euh... j'allais à euh... surtout quand il fallait stationner, ou sinon je heurtais une voiture ou une autre et j'ai... j'ai abîmé... j'ai dû déclarer deux accidents par conséquent, et s'excuser encore, j'avais fait ma niaise

Frañsoaz Kallag, 1936, Pederneg (dastumet gant Tangi)

e-skeud ec'h aen da gas kolioù evel-se, da reoù oajet, zo bet degouezhet din mont da...

[ˌskœˑd hen ... - ... - ...]

comme j'allais amener des colis comme ça, aux personnes âgées, il m'est arrivée...


Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Janed ar Bever, 1938, Langoad (dastumet gant Tangi)

aze 'meus derc'het soñj, pa 'h aen da gerc'hat anezhi, ur wech e oan bet gant erc'h, 'oan ket kat da dont d'ar gêr, daon ! ha bepred xxx ( ?) derc'hen da vont, arriet 'ba Bulad du-hont paotr kaezh ! o tont d'ar gêr en-dro da... arri kazi ur metr erc'h, 'oan ket kat da sevel ar c'hra, gant ur c'hatrel e oan d'ar c'houlz-se, menaj ebet neblec'h ebet ha fidedoue amañ bepred xxx ( ?), « 'h an da gousket 'ba an oto evit an noz sur a-walc'h, oh la la la la ! », xxx ( ?) pe teir pe ar bedervet gwech 'ma gallet dont... sevel ar c'hra, ouf !

[ˌɑhe møz ˈdɛɹhɛd ˈʒɔ̃ˑʃ - pe hɛn də ˈgɛɹhəd ˌne̞j - ˈweʒ wɑ̃n bed gɑ̃n ˈɛɹx - ˌwɑ̃n kə ˌkɑd dɔ̃n ˈge̞ːɹ - dɑ̃w a ˌbopə ? ˌdɛɹhɛn də ˌvɔ̃n - ˌɑjəd bah ˈbyːlad ˌdyˑɔ̃n po̞tˈkɛːs - ˌtɔ̃n də ˈge̞ˑɹ ˌdɹo də - ˈɑj ˌkɑhe ˈmɛd ɛɹx - ˌwɑ̃ kə ˌkɑt tə ˈzeːvəl ˈhɹɑˑ - gɑ̃n haˌtɹɛl wɑ̃n də ˈhulsˑe - ˈmeːnəʒ ˌbe niˈble̞x eˌbe a fidəˈduˑe ˌɑ̃mɑ̃ ˈbopət ? - hɑ̃ də ˈguskət bah ˈnoto wi ˈnõˑs syɹˈwɑx - o la la la la - ? pe ˈtɛˑɹ pe ˌbedɛɹˈvet kweʃ ma ˌgɑlə ˌdɔ̃n - ˈzeːvəl ˈhɹɑˑ - uf]

là je me souviens, quand j'allais la chercher, une fois j'étais allé sous la neige, je ne pouvais pas rentrer à la maison, damnation ! et toujours xxx ( ?) continuer d'avancer, arrivés à Bulad là-bas mon gars, revenant à la maison... il y avait presque un mètre de neige de tombé, j'étais incapable de monter la côte, j'avais une quatre-ailes à cette époque-là, aucune ferme nulle part et bon sang ! ici toujours xxx ( ?), « je vais dormir dans la voiture cette nuit sans doute, oh là là là là ! », xxx ( ?) ou la troisième ou la quatrième fois j'avais pu venir... monter la côte, ouf !

Remond ar Bras, 1934, Louergad (Sant Eler) (dastumet gant Tangi)

ne greden ket refus dezhañ kwa, ha 'h aen betek kreistez, hag e lâre din « 'to ket keuz, gwelet a ri, emezañ » a lâre din, alors, krog e oa... re hardi diouzhin, gwelet a rez, ha 'na kaset ac'hanon da Lokarn da repariñ ur c'harlaj war-lerc'h unan all

[gɹe'dɛŋkə 'ɹœfyz deɑ̃ kwa a hɛn 'bekə kɹɛjs'te: a 'lɑ:ɹe dĩ to kə kœ̃: gwe̞:l ə ɹi meɑ̃ 'lɑ:ɹe dĩ alɔɹ 'gu:de 'nœ:he kɾɔg wa ɹe 'hɑɹdi də'wĩ gwe̞s a na 'kɑsəd ɑ̃w də 'lokaɹn də re'pɑ:ɹĩ haɹˈlaʒ waɹ'lɛɹχ nɑl]

je n'osais pas lui refuser quoi [au patron], et j'allais jusqu'à midi, et il me disait « tu ne le regretteras pas, tu verras, disait-il », qu'il disait, alors, il commençait... trop à l'aise avec moi, tu vois, et il m'avait envoyé à Lokarn pour réparer un carrelage derrière un autre

Michel Bonno, 1939, Bear (dastumet gant Tangi)

ha 'oa ket eu... 'oa ket deuet d'ar gêr bev, just e oan arri da gerc'hat bara evel-se peogwir 'h aen div wech ar sizhun en bisikled da gerc'hat bara, ha lâret da Nikol Gwilhou « daon ! n'eus ket mann nevez ebet amañ ? 'ba en Plûned ? » « ah, geo 'vat ! emezi ; ah ! arriet eo... aze zo arri ur maleur adarre emezi ! al Lagadeg emezi, Iv al Lagadeg deus Kraou ar Moc'h zo devet ! » « daonet e vo ma ene ! daon, n'eo ket posupl 'vat ! » « geo ! »

[a ˌwɑ kəd ə - ˌwɑ kə ˌdœ də ˌge̞ˑꝛ ˈbew - ˌʒyz wɑ̃n ˌɑj də ˈgɛhə ˈbɑˑɣa viˌse pu ˌhe̞n ˈdiw weʒ ˈzyˑn ɛn bisiˈklɛd də ˈgɛhə ˈbɑˑɣa - a ˈlɑˑɣəd də nikɔl ˈgwiju - ˈdɑ̃w ˌnøs kə mɑ̃n ˈnɛwe ˌbed ˈɑ̃mɑ̃ - ma ɛn ˈplyˑnət - a ˈge̞w ha ˌme̞j ˈge̞w - aˑ ˈɑjəd e̞ - ˌɑˑe zo ˌɑj ə ˈmɑˑlœꝛ ˌdɑj ˈme̞j - laˈgɑˑdəg ˌme̞j - ˌiv laˈgɑˑdəg des ˌkɣɔw ˈmoɣ zo ˈdɛwət - ˈdɑ̃wnə vo ma ˈiˑne - ˈdɑ̃w ˌne̞ kə ˈposyp a - ˈge̞w]

et il n'était pas euh... il n'était pas revenu chez lui vivant, juste quand j'étais revenu d'avoir été chercher le pain comme ça puisque j'allais deux fois par semaine en bicyclette pour chercher du pain, et [j'avais] dit à Nicole Guillou « dame ! il n'y a rien de neuf ici ? à Plûned ? » « ah, mais si ! dit-elle ; ah ! il est arrivé... là il y a de nouveau un malheur d'arrivé ! Le Lagadec dit-elle, Yves Le Lagadec de Kraou ar Moc'h est brûlé ! » « damné soit mon âme ! dame, mais ce n'est pas possible ! » « si ! »

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

1. pa vez klevet komz deus ar Bailh la Solaye Kervorc'h, ha me 'meus ket... me 'meus ket eu... anavezet anezhañ met... klevet pa 'h aen... klevet komz deus hennezh, eno e oa... eno e oa traoù kwa 2. ah ya ! 1. met debret int tout ! 2. ya ! oh ya ! eu... muioc'h evit trist ivez, met eu... ur breur da Frañsoa, peogwir e oa o chom 'ba Lanngwerad, hag e oa ar Bailh, eñ 'na lâret eu... « oh ! a-benn an amzer zo da dont, emezañ, tout an douar a vo d'ar memes reoù ! » 1. a vo da... ah ya ! 2. ya, hag If, breur Frañsoa xxx ( ?) 1. ya 2. « ha... ha... ha ni neuze ? » « ben eu... e labourfet evite ! »

1. [pe ve ˌklɛwə ˈkɔ̃mz dœz ˌbɑj lasoˌlɛ kɛɹˈvɔɹx - a ˌme møs kət - ˌme møs kəd ə - hɑ̃nˌveˑəd ˌneˑɑ̃ mɛ - ˌklɛwɛt pe hɛn - ˌklɛwət ˈkɔ̃mz dœz ˌhẽˑz - ˌeˑno wa - ˌeˑno wa ˈtɹɛw kwa] 2. [a ˌjɑ] 1. [mɛ ˈdɛːb iɲ ˈtut] 2. [ˌjɑ - o ˌjɑ ə - ˌmyˑɔx wit ˈtɹist ˌiˑe - mɛd ə - ˈbɹœːɹ də ˈfɹɑ̃swa - pyˌgyˑɹ wa ˌʃo̞m bah lɑ̃nˈgwɛːɹat - a wa ˈbɑj - ˌhẽˑ na ˌlɑˑd ə - o be̞n ˈnɑ̃mzəɹ zo də ˌdɔ̃nt ˈmeˑɑ̃ - ˌtunˈduˑaɹ vo də ˌmɔ̃məz ˈɹew] 1. [vo də - a ˌjɑ] 2. [ˌjɑ - a ˈif - ˌbɹœˑɹ ˈfɹɑ̃swa ?] 1. [ˌjɑ] 2. [a a a ˈnim ˌnœhe - bɛ̃ ə - laˈbuɹfəd ˌwite̞]

1. quand on entend parler de Le Bail de la Solaye en Kervorc'h, et moi je n'ai pas... moi je ne l'ai pas euh... connu mais... entendu quand j'allais... entendu parler de lui, là-bas il y avait... là-bas il y avait des biens quoi 2. ah oui ! 1. mais tout a été dilapidé ! 2. oui ! oh oui ! euh... plus que triste aussi, mais euh... un frère à François, puisqu'il habitait à Lanngwerad, et il y avait Le Bail, il avait dit euh... « oh ! dans le futur, dit-il, toutes les terres seront à la même famille ! » 1. et elles seront à... ah oui ! 2. oui, et Yves, le frère de François xxx ( ?) 1. oui 2. « et... et... et nous alors ? » « ben euh... vous travaillerez pour eux ! »

1. Daniel Yekel, 1957, Sant Laorañs
2. Solañj Gilhard, 1930, Sant Laorañs
(dastumet gant Tangi)

1. pa oan bihan, pa 'h aen d'ar skol, 'oaren ket nemet brezhoneg, hag e vije ezhomm mont da... hag e vije ezhomm mont d'ar gabined, penaos e lârent se ? 'fa ket droed da gaozeal brezhoneg, ha 'oares ket ger gallek 2. nann ! e vije... vije skoet warne

1. [pa wɑ̃n ˈbiˑən - pa ˌhɛn də ˈskoːl - waˌɹɛŋ kə mɛ bɹe̞ˈzɔ̃ːnək - a viʒe ˌem ˈmɔ̃n tə - a viʒe ˌem ˈmɔ̃n tə gaˈbiːnət - pəˌnɔ̃ˑz ˈlɑːɹɛɲ ˌze - ˌfa kə ˈdɹwɛd də goˈzeˑəl bɹe̞ˈzɔ̃ːnək - a waˌɹes kə giɹ ˈgɑlək] 2. [nɑ̃n - viʒe viʒe ˈskoˑə waɹne̞]

1. quand j'étais petite, quand j'allais à l'école, je ne savais que le breton, et il fallait aller aux... et il fallait aller aux toilettes, comment ils disaient ça ? tu n'avais pas le droit de parler français, et tu ne savais pas un mot de français 2. non ! on... on les frappait

1. Mari ar Gov, 1928, Sant Laorañs
2. Daniel Yekel, 1957, Sant Laorañs
(dastumet gant Tangi)

Kavet zo bet 99 frazenn.
12345