Klask
« a-we »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 kar an houarn, gwelet a rez, a vije ret dilatiñ anezhañ, dilatiñ anezhañ, da lakat anezhañ war... war ar c'hoad, ha... ha... hag ur bern tud, gant intenou... gant intenoueroù, da... da... d'aroziñ anezhañ, bep ma vije laket, kuit da deviñ ar c'hoad, kar aze e vije graet, aze e vije graet un tantad, ha 'ba hennezh e vije laket eu... an houarn da ruziñ, kar eñ a vije ruz hañ ! ha tout an dud 'na... a vije gant... gant... gant peñchoù hir evel-se, ha pep hini 'neva e rod, hag e vije ret mont dousig dousig dousig, sevel anezhañ, lakat anezhañ a-us, ha laket anezhañ (a-we ?), e vije laket war... war des... chevaledoù houarn
[... - ... - ... - ... - gɑ̃n intuˈneˑɣo - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈtɑ̃ntət - ... - ə ˈnuˑən də ˈɣyˑĩ - ... - ... - ... - gɑ̃n ˌpɛ̃ʃo ˈhiˑꝛ ... - ... - ... - ... - ... - ˌʃøvaˌleˑdo ˈhuˑən]
car le fer, vois-tu, on devait le dilater, le dilater, pour le mettre sur... sur le bois, et... et... et [il y avait] beaucoup de gens, avec des entonn... avec des entonnoirs, pour... pour... pour l'arroser, à mesure qu'on le mettait, pour ne pas brûler le bois, car là on faisait, là on faisait un grand feu, et dans celui-là on mettait euh... le fer à rougir, car lui il était rouge hein ! et tout le monde euh... avait... avait de grandes pinces comme ça, et chacun avait une roue, et il fallait aller tout doucement, le lever, le mettre au-dessus, et le mettre (en biais ?), on le mettait sur... sur des... chevalets métalliques
Gant : Jermeñ Jaffre, ganet e 1933 e Pederneg, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 A-we... a-wechoù all e raemp bernioù... ur bern un tamm bihan bihanoc'h. Met pa vije ur bern re vras, tad... tad Pierrot Gwilhou 'na... 'na unan hag a oa o chom... e-kichen lec'h e oa an uzin... an uzin istr aze e Lanvaodez. Aze. Jean Kerleau a oa e anv. Ha hennezh 'na ur vatimant, 'na ur vatimant, ha pa deue ar bern d'ar gêr, e adkompagne ar bern... betek ar c'hostez.
[...]
Par... d'autres fois nous faisions des tas... un tas un peu plus petit. Mais quand c'était un tas trop gros, le père... le père de Pierrot Guillou avait... avait un [ami] qui habitait... à côté de là où était l'usine... l'usine d'huîtres là à Lanvaodez. Là. Jean Kerleau qu'il s'appelait. Et lui avait un bateau, il avait un bateau, et quand on ramenait le tas, il accompagnait le tas... jusque sur le côté.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 oh met egile 'neus tapet ur gastennad aze paotr kaezh 'ba... 'ba ar pleg, ya, oh, just pa oas arri ! abandonet 'neus ? xxx ( ?) penaos e oa aet e c'har a-we, n'onn ket penaos, stoket 'neus deus troad ar barier, ya, re verr ya
[o mɛ e'gi:le nøs 'tɑpə gas'tɛnə ahe po'kɛ:s bah bah ple:k ja o ʒyst pə was ɑj abɑ̃'dɔ̃nɛ nøs ? pə'no:z wa ɛd i hɑ:ɹ wẽ nɔ̃ kə pə'no:z 'stɔkɛ nøz dəz twɑd 'bɑ:ɹjɛɹ ja 'ɹevɛɹ ja]
oh mais l'autre a pris une bûche là mon pauvre dans... dans le virage, oui, just quand tu es arrivé ! il a abandonné ? xxx ( ?) comment sa jambe était allée de travers, je ne sais comment, il a touché le pied de la barrière, oui, trop court oui
???
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh zo a-we
[hẽ̞:s so we:]
il est de travers [cadre photo]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-we... a-wechoù, deus... deus ar plas e strakont aze, kar n'int ket re interesant ivez pa 'h arriont da gouezhal e-kichen kwa
[we 'we:ʒo dəs dəs plɑs 'stɹɑkɛɲ 'ɑ:he kaɹ nɛɲ cə ɹe inte'ɹesən ie pe 'hɑjɛɲ də 'gwe:əl 'kiʃən kwa]
par... parfois, selon... selon l'endroit où ils claquent là, car ils ne sont pas très sympathiques quand ils tombent à côté quoi [foudre]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar penn all zo a-we un tamm
[pɛn ɑl zo we ntɑ̃m]
l'autre bout est de biais un peu
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo a-we un tamm hañ
[hẽ̞:s so we: ntɑ̃m ɑ̃]
celui-là est de guingois un peu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 na lakez ket anezhe a-we peotramant...
['lɑkɛs kə nɛ: we: pə'tɑ̃mɑ̃n]
ne les mets pas de guingois sinon... [crayons dans une boîte]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi