Klask
« adjudant »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 Peogwir ar soudarded frañse, a deue duzh Frañs, d'okupiñ an Almagn evel... evel e oa an Almanted amañ e-pad ar brezel, gwelet a rez ? Ha... ha 'ma... ha 'ma lâret, « peseurt diferañs, emezon, zo, 'ma lâret d'an adjudant, oc'h ober... oc'h ober ma... ma... servij, emezon, pe ober... bezañ en okupasion ? » « Ah ben... da servij, e vezez ordinal 'ba ar c'hazern kazi, oc'h ober... egzersiz pe un dra bennaket, e-kichen ma vezez en okupasion, e vi en kêr, gant ur vitrailhetenn war... war da jave, oc'h ober... oc'h ober... oc'h ober evel e vije an Almanted amañ, o vale ar ruioù. O vale ar ruioù. » « Ha peseurt diferañs, emezon, zo, xxx ( ?), oc'h ober... oc'h ober ma servij ? ».
Puisque les soldats français, venaient de France, pour occuper l'Allemagne comme... comme les Allemands avaient fait ici pendant la guerre, tu vois ? Et... et j'avais... et j'avais dit, « quelle différence, dis-je, il y a, que j'avais dit à l'adjudant, entre faire... faire mon... mon... service militaire, dis-je, ou faire... être en occupation ? » « ah ben... ton service, tu es presque tout le temps à la caserne, à faire... de l'exercice ou quelque chose, alors que si tu es en occupation, tu es en ville, avec une mitraillette sur... sur ta poitrine, à faire... à faire... à faire comme faisaient les Allemands ici, à parcourir les rues. A parcourir les rues. » « Et quelle différence, dis-je, il y a, xxx ( ?), à faire... à faire mon service ? ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne selaoue ket an adjudant
[ʒilɛ'we kət nad’ʒy:dən]
il n'écoutait pas l'adjudant
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 sec'h (?) kwa met costaud, normal e oa met sec'h (?) e oa dezhañ paotr, ha gwintet... gwintet an adjudant, darc'het anezhañ war-lein e gein
[zɛh kwa mɛ ’kosto nor’mal wa mɛd zeh wa deɑ̃ pot a ’gwintə ’gwintə nad’ʒy:dən ’dɑrhə neɑ̃ warlɛɲ i gɛɲ]
il était sec (?) quoi mais costaud, il était normal mais il était sec mon gars, et culbuté... culbuté l'adjudant, l'étaler sur le dos
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an adjudant evel-just
[a nad'ʒy:dən vɛl'ʒyst]
et l'adjudant bien sûr
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 an adjudant
[nad'ʒy:dən]
l'adjudant
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi