Klask
« aretet »
Frazennoù kavet : 42
-
👂 🔗 ma vreur 'na lâret se, d'ur jañdarm, peogwir... e oa bet deus Bear amañ, ha eñ 'na ket e bermi na mann ebet, hag e oa aet war... war e solex, 'na ket nemet ur solex, hag e oa bet aretet eu... gant ar jañdarmed neuze, da sellet hag-eñ e oa e solex en regl e oa an traoù, met kavet 'neuint ur bern traoù 'vat ! met eu... memestra 'oa ket roet koñtravañsion ebet dezhañ, met eu... ha 'na lâret, « feiz... » met ar jañdarmed 'na kuriu... o c'houll gantañ pelec'h e oa o chom ha... penaos neuze, ha 'neuint lâret dezhañ e oa poent dezhañ lesken ar solex a-gostez, « neuze 'vat ! emezañ, kar al lapin garenne, emezañ, zo start da dennañ deus e doull, emezañ, met me zo evel-se ivez emezañ ! », gwelet a rez !
[... - ... - ... - ... - də ˈzɛlɛd iˌgẽ wa i soˌlɛks ˈɣɛgl wan ˈtɾɛw - ... - ... - ... - ... ˈlɛskən soˈlɛks eˈgo̞ste - ... - ... - ...]
mon frère avait dit ça, à un gendarme, puisque... il était venu de Bear jusqu'ici, et il n'avait pas son permis ni rien, et il était allé sur... sur son solex, il n'avait qu'un solex, et il avait été arrêté par... par les gendarmes alors, pour voir si son solex était en règle et tout, mais ils avaient trouvé plein de choses ! mais euh... quand même on ne lui avait donné aucune contravention, mais euh... et il avait dit, « ma foi... », mais les gendarmes l'avaient questio... lui avaient demandé où il habitait et... comment alors, et ils lui avaient dit qu'il était temps de laisser le solex de côté, « alors ! dit-il, car le lapin de garenne, dit-il, est difficile à sortir de son trou, dit-il, mais moi je suis comme ça aussi, dit-il ! », tu vois !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude 'da graet ur plas evit... evit ar motoioù da... da... da... c'hoari las ! met... met... aretet eo ivez xxx ( ?), n'onn ket petra a reont aze bremañ ? gwelet 'ma war ar journal met 'meus ket bet soñj... 'meus ket soñj 'te ! 'meus ket derc'het soñj, a lârin ervat !
[...]
après ils avaient fait un endroit pour... pour les motos pour... pour... pour... qu'elles s'amusent ! mais... mais... ça s'est arrêté aussi xxx ( ?), je ne sais pas ce qu'ils font là maintenant ? j'avais vu sur le journal mais je ne me souviens... je ne me souviens pas pardi ! je n'ai pas retenu, plus exactement !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma mab amañ, an hini emañ e di war... 'ba ma bark amañ, amañ, a oa bet aretet, gant ur skoter, 'ba Pleu... 'ba bourk Pleuvihan, 'ba bourk Pleuvihan, ha eo bet... seitek gwech, e Sant-Brieg eu... 'ba eu... an tribunal, evit... evit... evit bezañ bet aretet... gant... tomm dezhañ, un tamm, met... ha 'na graet aksidant ebet na... na mann ebet
[ˈskote̞ʁ - plœˈviˑən - plœˈviˑən - zɑ̃mˈbʁiˑe̞k]
mon fils ici, celui qui a sa maison sur... sur mon terrain ici, ici, il avait été arrêté, à scooter, à Pleu... dans le bourg de Pleuvihan, dans le bourg de Pleuvihan, et il a été... dix-sept fois, à Sant-Brieg euh... au euh... tribunal, pour... pour... pour avoir été arrêté... en raison... étant éméché, un peu, mais... et il n'avait fait aucun accident ni... ni rien
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 « seizh vloaz 'meus-me, a-benn seizh vloaz all amañ, emezi, 'mo pevarzek vloaz, ha ma derc'hit da bilat ac'hanon, me a bilo ac'hanoc'h ivez ! », neuze 'da aretet, met he c'hoar, betek e oa marv, 'da ket anduret anezhi
[...]
« sept ans que j'ai moi, d'ici sept autres années, dit-elle, j'aurai quatorze ans, et si vous continuez de me battre, moi je vous battrai aussi ! », alors elles avaient arrêté, mais sa soeur, jusqu'à ce qu'elle meure, ne l'avait pas supportée
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 deus he bermi, met aretet 'deva da gonduiñ, pa 'neva cheñchet he fried a oto, ha feiz bremañ eo kerse ganti !
[... - ... - ... ˈkeꝛse ˈgɑ̃ti]
elle a son permis, mais elle avait arrêté de conduire, quand son mari avait changé de voiture, et ma foi maintenant elle trouve dur !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Monik ar Sant, ganet e 1934 e Kervaria, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Kervaria / Ploulec'h.
gwreg Bernard an NiDastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e vije ordin oc'h esa boutañ un tamm paper, « xxx ( ?), 'ma lâret, me zo o vont da (dihopañ ?) ar paotr bihan-mañ memestra ! emañ o vont da lakeet tan war ma c'hein », hag e oan arriet, xxx ( ?) 'ma graet, 'ma ket graet trouz ha me o voutañ e biz dezhañ da-heul, eñ 'na aretet sell da voutañ paper 'ba... 'ba... 'ba... 'ba an toull-se !
[a ˌviˑʒe ɔꝛˌdiˑn ˈhɛsa ˈbutɑ̃ tɑ̃m ˈpɑpəꝛ - ? ma ˌlɑˑꝛ - ˌme zo ˌhɔ̃n diˈhopɑ̃ po̞d ˈbiˑən mɑ̃ mo̞sˈtɣɑˑ - mɑ̃ ˌɔ̃n də laˈkeˑɛ ˈtɑ̃ˑn waꝛ ma ˈhɛɲ - a wɑ̃n aˌɣiˑɛt - ? ma ˌgwe̞t - ˌma kə ˌgwe̞ ˈtɣuˑz a ˌme ˈvutɑ̃ i ˈbiˑz ˌdeˑɑ̃ də ˈhœˑl - ˈhẽ na aˈɣɛtət sɛl də ˈvutɑ̃ ˈpɑpəꝛ bæ bæ bæ bæ ˈtul ze sɛl]
et il essayait tout le temps de fourrer un bout de papier [dans le feu], « xxx ( ?), que j'avais dit, moi je vais (gronder ?) ce petit gars-là quand même ! il va me mettre le feu dans le dos », et j'étais arrivée, xxx ( ?) j'avais fait, je n'avais pas fait de bruit et moi de pousser son doigt à la suite [du bout de papier], il avait arrêté tiens de fourrer du papier dans... dans... dans... dans ce trou-là !
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Louiz Gwajou, ganet e 1932 e Lanvezeeg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e ar Vinic'hi / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'meus aretet labourat, n'eo ket a-walc'h prenañ tiez, trakteurien ha traoù, ha divioù, hag asurañchoù, n'eus ket nemet labourat d'ober hag e baeo he zi !
[ˈme møz aˈꝛɛtə laˈbuːɹat - ˌne̞ kə ˌwɑx ˈpɣeːnɑ̃ ˈtiˑe - tɾakˈtœːꝛjən a ˈtɾɛw - a diˈviˑo - a asyˈꝛɑ̃ʃo - ˌnøs kə ˌmɛ laˈbuːɾad ˈdo̞ˑbəɹ a ˈbe̞ˑo i ˈziˑ]
moi j'ai arrêté de travailler, ce n'est pas le tout d'acheter des maisons, des tracteurs et tout, et des devis, et des assurances, il ne faut faire que travailler et elle paiera sa maison !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evit an noz 'meus bet un tamm problem gantañ met eu... ezhomm 'meus da lâret dezhe dont da welet anezhañ, eu... ur sosiete zo hag a dremen eu... ur wech-an-amzer aze da... da welet hag-eñ 'h a mat, eu... an interrupteur warnañ zo arri skuizh, hag eu... goude 'ma lakeet anezhañ e oa aretet, ha pa on dihunet, a-benn neuze e oa... e oan... e oan branchet gantañ, met 'rae mann ebet ken, ha me a oa o voutañ, gwelet a rez ? ha tout an aer a dremene dre hennezh, 'oan ket kat da gompren petra a c'hoarie din, me a oa sec'h ma genoù paotr-kaezh ha... ha 'oa ket mat ar jeu, nann nann, « hemañ, emezon-me, zo oc'h ober e c'henaoueg amañ »
[wi ˈnɔ̃ːz møz be tɑ̃m pɹoˌblɛm ˈgɑ̃tɑ mɛd ə - ˈem møz də lɑˑɹ ˈde̞ də ˈdɔ̃n də ˈwe̞ːl ˈneːɑ̃ - ə - sosjete zo a ˈdɹemen ə ˌweʒənˈɑ̃mzəɹ ˌɑe də - də ˈwe̞ːl aˈgẽ ha mɑːt - ə ... ˈwaɹnɑ̃ zo ɑj ˈskwiːs - ag ə - ˈguːde ma laˈkeˑə ˈneˑɑ̃ wa aˈɹetət - a pə ɔ̃ diˈvyːnət - be̞n ˈnœhe wa - wɑ̃n wɑ̃n ˈbɹɑ̃ʃə ˈgɑ̃tɑ̃ - mɛ ɾɛ ˈmɑ̃n be ken - a ˈme wa ˈvutɑ̃ - gweːz - a tud ˈnɛːɹ dɹeˈmeːnɛ dɹe ˈhẽːz - ˌwɑ̃ŋ kə ˈkɑd də ˈgɔ̃mpɹən pɹa ˈhwɑjɛ dĩ - me wa zex me ˈgeːno po̞tˈkɛːz a - a ˌwa kə ˌmɑˑd ˈʒœː - nɑ̃nɑ̃n - ˌhem ˈmɔ̃me̞ zo ˈoˑɹ i heˈno̞ːg ˌɑ̃mɑ̃]
cette nuit j'ai eu un petit problème [respirateur] avec mais euh... il faut que je leur dise de venir le voir, euh... il y a une société qui passe euh... une fois le temps pour... pour voir si ça va bien, eu... l'interrupteur dessus est usé, et euh... après que je l'avais mis il s'était arrêté, et quand je me suis réveillé, pour alors il était... j'étais... j'étais branché dessus, mais il ne faisait plus rien, et moi de pousser, tu vois ? et tout l'air passait per celui-là, je ne pouvais pas comprendre ce qu'il m'arrivait, j'avais la bouche sèche mon pauvre et... et ça n'allait pas, non non, « celui-ci, dis-je, est en train de faire son imbécile ici »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Aze e oa darn ha a oa nec'het gant... « Ha daoust ha petra a sinifi se ? » Ha neuze aze e oa manet ur voull... evel ur voull dan ma kerez, e oa... ha honnezh a vije gwelet mont war-raok, ha feiz a-benn ar fin e oa aretet tu bennak quoi. Ha honnezh a oa en em distribuet eno. Heñ a oa... moged moarvat war-lerc'h an avion à réaction, moarvat, sur a-walc'h. Met bezañ a oa darn : « Daoust ha petra a sinifi se ? Daoust ha petra zo d'arriet ? Ha daoust... » Met ar re-se a vane, reoù... teir gwech, prest a-walc'h, tevoc'h evit an hini zo aze bremañ, ar varrenn zo aze quoi, ha e vijent div# oh ya, div wech teir gwech a-wechoù e vijent, ur varr# ken tev se quoi. Bep e dremene an avion feiz e vane ur varrenn war-lerc'h.
Il y en avait qui s'inquiétait à cause de... « Qu'est-ce que ça peut bien signifier ? » Et alors il restait une boule... comme une boule de feu, si tu veux... et on la voyait avancer, et à la fin elle s'arrêtait à un endroit. Et là elle se répartissait [= se dissipait]. C'était... de la fumée, probablement, après l'avion à réaction. Mais il y en avait [qui disait] : « Qu'est-ce que ça peut bien signifier ? Qu'est-ce qui va bien pouvoir se passer ? Qu'est-ce que... » Mais elles restaient, presque trois fois plus larges que celle qui est là maintenant, la traînée qui est là, et elles étaient deux... oh oui, parfois deux ou trois fois aussi large. À mesure que passait l'avion, il laissait une traînée derrière lui.
À propos des premiers avions qui passaient dans le ciel.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 disac'het, se a diskwel penaos kwa 'teus savet eu... 'teus aretet anezhi deus he gomz kwa, a-wechoù e klevez emaint oc'h ober goap diouzhit kwa (T. : neuze e tisac'hez warni ?) ya, e savez da vouezh war e hini, aretiñ anezhi kwa
[di’zɑ:həd ze ’diskwɛl pə’nɔ̃:z kwa tøs ’sɑ:vəd ə tøz a’ɹetəd nɛj dəz i gɔ̃ms kwa ’we:ʒo ’glɛwez mɛɲ ho̞:ɹ gwɑp tiwit kwa ja ’zɑwes tə vwe:s waɹ i ’hi:ni kwa a’ɹɛtĩ nɛj kwa]
déballé [fig.], ça montre comment quoi tu as élevé euh... tu l'as stoppée dans son monologue quoi, parfois tu les entends se moquer de toi quoi (T. : alors tu déballes sur elle) oui, tu élèves la voix, tu la stoppes quoi
Le Dû 2012 (p.210) : me ma dizouhed war hõz je m'étais rebiffée contre elle
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 (T. : ha labouret e-pad da vuhez) ya, abaoe ya, pa 'teus aretet, sul ouel pemdez evel e vez lâret
[ja bwe ja pa tøz a’ʁetət zy:l wel ’pɑ̃wde wɛl ve lɑ:t]
(T. : et tu as travaillé toute ta vie ?) oui, depuis oui, quand tu as arrêté, tous les jours de l'année comme on dit
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze, ar yeotenn n'onn ket penaos aze e gomzent, hag an hini ac'h arri da gerzhal warni, ac'hanta ! bepred 'h it d'ober goap, ur wech e oan du-hont 'ba Ploueg, aet d'ober ur barti chase, ha ma mab ganin, ha koulskoude e oan... ne oan ket 'ba... 'ba ul lec'h ha n'anavezen ket kwa, hag e oan bet ur momed na oan ket kat da realizañ pelec'h e oan, derc'hen a raen da soñjal « dam se zo drol 'vat ! » hag e oan bet ur pennad hag e oan aet war ar penn kontrefed hag e oan aretet, a-benn ur pennad goude e oan arriet ervat kwa, se a oa drol a-walc'h kwa
[a ’nœ:he ə jɛ’wetən nɔ̃ kə pə’nɔ̃:z ’ɑ:he ’gɔ̃mzɛɲ a n:i hɑj də ’gɛʁzəl waʁni ’hɑ̃nta ’bopət het to̞:ʁ gwap ə weʃ wɑ̃n ’dy:ən bah ’plu:ək ɛ:d do̞:ʁ ’bɑɾti ’ʃɑse a mə vɑ:b kə’nĩ a kus’ku:de wɑ̃n ’wɑ̃ŋkə bah bah le̞h ˌnɑ̃nve’e̞nkət kwa ag ə wɑ̃n bed ’momət na wɑ̃n kɑt tə ˌʁea’li:zɑ̃ ple̞h wɑ̃n dɛʁh ʁe̞n də ’ʒɔ̃:ʒəl dɑ̃m ze zo dɾo:l ha mɔ̃mɛ a wɑ̃n be ’pɛnət a wɑ̃n ɛt waʁ pɛn kɔ̃ntʁəˈfɛt a wɑ̃n a’ʁetət bɛn ’pɛnəd ’gu:de wɑ̃n ’ɑjəd vɑ:t kwa ze wa dɾo:l ə’wɑh kwa]
et alors, l'herbe je ne sais plus comment là qu'ils disaient, et celui à qui il arrive de marcher dessus, eh bien ! toujours est-il que vous allez vous moquer, une fois j'étais là-bas à Ploueg, allé faire une partie de chasse, et mon fils avec moi, et pourtant j'étais... je n'étais pas... dans un lieu que je ne connaissais pas quoi, et j'avais été un moment sans réaliser où j'étais, je continuais de réfléchir « dame, c'est bizarre quand même ! » et j'avais été un moment et j'étais allé dans la direction inverse et je m'étais arrêté, au bout d'un moment je m'en étais sorti quoi, c'était assez bizarre quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze e oa aretet da vutunat
[a ’nøhe wa a’retət tə də vy’ty:nət]
et alors il s'était arrêté [de travailler] pour fumer
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa didonet deus e boeson... e oa aretet ar moteur
[pe wa di’dɔ̃:nəd dəz i ’bwɛsɔ̃n wa a’ɹetə ’motəɹ]
quand il avait été sevré de son alcool... le moteur s'était arrêté [décès]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha da dad 'na aretet da vutunat
[a də dɑ:d na a’retəd də vy’ty:nət]
et ton père avait arrêté de fumer
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha pase an deiz-se, tad Klaod 'na lâret « ah me ne vutunin ket ken » hag e oa aretet da vutunat
[a ’pɑse ’ndese - tɑ:t klo:d na lɑ:t - a me vyty’nĩŋ kə ken - a wa a’retəd də vy’ty:nət]
et passé ce jour-là, le père de Claude avait dit « ah moi je ne fumerai plus » et il s'était arrêté de fumer
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude gwelet a rez 'na derc'het, treuz e benn warnon, me a oa aretet primoc'h, me a derc'he da vont a-vuzur kwa
[a ’gu:de gwe̞:z na ’dɛɹhɛt tɾœ:z i bɛn waɹnɔ̃n me wa a’ɹetət ’pɹymɔh me ’dɛɹhe də vɔ̃n ’vy:zyɹ kwa]
et après vois-tu il avait continué [de grandir], une tête de plus que moi, moi j'avais arrêté plus vite, moi je continuais d'aller à mesure quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir egile 'na aretet ar volotenn gant e dorn
[py’gy:ɹ e’gi:le na a’ɹetəd vo’lotən gɑ̃n i dɔɹn]
puisque l'autre avait arrêté la balle avec la main
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kar me, e oan aretet e bord an hent, 'ma tapet ur bod linad
[kar me wɑ̃n a'rɛtət bɔrd nɛn ma 'tɑpə bu:d 'li:nət]
car moi je m'étais arrêtée au bord de la route, j'avais attrapé une ortie
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma vije bet ur viketenn 'na aretet abretoc'h, han-se eo fentus hein
[ma viʒe bed vi’kɛtən na a’ɹetəd a’bɹetɔh ɑ̃’se e̞ ’fɛntyz ɛ̃]
si ça avait été une biquette [chevreuil femelle], il aurait arrêté plus tôt, par conséquent c'est curieux hein
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi