Klask
« bad »
Frazennoù kavet : 13
-
👂 🔗 traoù solut hañ ! ar re-se 'nant graet traoù da bad hañ !
[tɣɛw ˈsoˑlyd ɑ̃ - ˌɣeˑe nœɲ ˌge̞t ˈtɣɛw də ˈbɑˑd ɑ̃]
des choses solides hein ! ceux-là avaient fait des choses pour durer hein !
Gant : Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-kreiz e veze tennet patatez 'dije graet o eur, ma vane tout ar patatez er-maez en noz, ma veze skorn, tant pis, den ebet na serre anezhe, met se ne oa ket a voaien da bad
[ɛn kʁɛyz viʒe ’tɛnə pa’tɑtəs diʒe gwɛd o œ:ʁ ma ’vɑ̃:ne tut pa’tɑ:s me̞:s nɔ̃:s ma viʒe skɔʁn tɑ̃pi den’be ’zɛʁe nɛ: mɛ ze wa kə ’vojən də bɑ:t]
en plein milieu de tirer les patates ils avaient fait leurs heures, si les patates restaient toutes dehors la nuit, s'il y avait du gel, tant pis, personne ne les ramassait, mais ça ça ne pouvait pas durer
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 an oferenn a bad un eur.
Novèrn baat noer.
[novɛʁn ba:t nœʁ]
La messe dure une heure
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 hag e bad ur pennad mat ar pil
[a bɑ:t ˌpɛnə’mɑt pi:l]
et la pile dure un bon bout de temps
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 re bell e bad ar c'hafe gante
[re bɛl bɑ:d ’hɑfe gɑ̃ntɛ]
le café dure trop longtemps avec elle ["café" au sens de rendez hebdomadaire]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne bad ket pell met e-pad ur pennad e vez...
[bɑ:t kə pɛl mɛd ə pɑd ’pɛnə ve]
ça ne dure pas longtemps mais pendant un moment quand elle est...
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. n'on ket pegeit e bado aze 2. marteze e bad... e chomo pell, marteze, añfin !
1. [nõ kə pe'gɛjd 'bɑ:do ‘ahe] 2. [ma'te:he bad ʃo̞'mokə pɛl ma'te:e ɑ̃'fin]
1. je ne sais combien de temps il tiendra là 2. peut-être qu'il tiendr... qu'il restera longtemps, peut-être, enfin !
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ zo kalet paotr, eñ a bad pell 'ba 'n tan
[hẽ̞: zo ’kɑ:lət pot hẽ̞: bɑ:t pɛl ban tɑ̃:n]
il est dur mon gars, il dure longtemps dans le feu [bois]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 nav bloaz e bad 'ba 'n douar
[nɑw blɑ bɑ:d ban ’duar]
il dure neuf ans dans la terre [maërl]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne vez ket a voaien da bad 'ba 'r porzh
[ve kə ’vojən də bɑ:d bar pɔrs]
il n'est pas possible de tenir dans la cour [supporter l'odeur du lisier]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koñsomiñ ya, met petra ? tout se ? 'goñsomont ket met kalz ne... nebeu... keroc'h int da brenañ deja, pelloc'h e bad met... n'eo kat memes d'alum, na da lakat anezhe gant ar frajil int, alors ! peotramant e bad evel e bad an amann alors ! et c'est mis en petits machins kua, tout an dud 'welont ket se war ar journal hañ !
[kɔ̃ˈso̞mĩ ja mɛ pʁa tut se - gɔ̃soˈmɛɲ cəd mɛ kɑlz nœ nœˈbœ - ˈkeːʁɔχ hiɲ də ˈbʁeːnɑ̃ deˈʒɑ - ˈpɛlɔχ bɑːd mɛ - ne̞ kad ˈmo̞məz ˈdɑlym na də ˈlɑkə ne̞ gɑ̃n ˈfʁɑːʒil iɲ - aˈlɔʁ - pəˈtɑ̃mɑ̃n bɑːd we̞l bɑːd naˈmɑ̃n aˈlɔʁ - ... ˈkya - tunˈdyt we̞ˈlɔ̃ŋ kə ze waʁ ˈʒuʁnal ɑ̃]
consommer oui, mais quoi ? tout ça ? elles [ampoules] ne consomment pas beaucoup m... moin... déjà elles sont plus chères à acheter, ça dure plus longtemps mais... elle ne peut même pas s'allumer, ni de les mettre tellement elles sont fragiles, alors ! sinon ça dure comme dure le beurre alors ! et c'est mis en petits machins quoi, tous les gens ne voient pas çà dans le journal hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oare a-walc'h, ne oa ket a voaien dezhañ da bad hañ
[me ’wɑ:rɛ wɑh ɑ̃ wa kə ’vojən deɑ̃ də bɑ:d ɑ̃]
je savais très bien, il ne pouvait pas durer hein [excès alimentaires]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 mont war-grec'h evel-se a bad hir, e vez pell pep kilometr
[mɔ̃n war’gweh vise bɑ:d hi:r ve pɛl pop kilo’mɛd ɑ̃]
monter comme ça ça dure longtemps, chaque kilomètre est long [à parcourir]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi