Klask
« bediñ »
Frazennoù kavet : 11
-
👂 🔗 « Oh, ya ! met pa arri se ganin, a savan, ha neuze 'h an da bediñ deus ar groaz kwa ! Ha pa vez tremenet se din, e deuan da gousket c'hoazh kwa. » « Ya met... ar vatezh neuze ? » « Ah, ya ! Pa arri se ganti, hi 'h a d'ar groaz neuze ivez. Ha neuze pa... pa vez tremenet se dezhi e deu da gousket kwa. » « Ya met... memes tra... memes tra... ya met... ma arri se ganac'h ho-taou war-un-dro neuze ? » « Oh ! Ha neuze eo ar c'hi 'h a ar d'ar groaz ! »
[...]
« Oh, oui ! mais quand ça m'arrive, je me lève, et alors je vais prier à la croix quoi ! Et une fois que ça m'est passé, je viens dormir de nouveau quoi. » « Oui mais... la bonne alors ? » « Ah, oui ! Quand ça lui arrive, elle va à la croix aussi. Et alors quand... quand ça lui a passé elle vient dormir quoi. » « Oui mais... quand même... quand même... oui mais... si ça vous arrive à tous les deux en même temps alors ? » « Oh ! Et alors c'est le chien qui va à la croix ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 neuze eo ar c'hi 'h a d'ar groaz ! ar c'hi 'h a da bediñ d'ar groaz kwa, hag i a rae o stal neuze, met se 'vez ket lâret 'ba... d'an dud da gompren kwa !
[...]
alors c'est le chien qui va à la croix ! le chien va prier à la croix, et eux faisaient leur affaire [sexuelle] alors, mais ça on ne le dit pas dans... pour que les gens comprennent quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 met a-raok zo... zo... zo tud hag a deu da bediñ, ha da... d'ober... da lâret ar chapeled, e vez... vez tud deus lec'h all, memes deus ar parroujoù all e deuont, da lâret ar chapeled, kar n'eus ket oferenn lec'h all nemet amañ neuze hidiv, ha hidiv eo... ur wech ar miz seulamant, merc'her diwezhañ ar miz
[...]
mais avant il y a... il y a... il y a des gens qui viennent prier, et... pour faire... pour réciter le chapelet, il y a... il y a des gens de l'extérieur, ils viennent même des autres communes, pour réciter le chapelet, car il n'y a pas de messe ailleurs sauf ici alors aujourd'hui, et aujourd'hui c'est... une fois par mois seulement, le dernier mercredi du mois
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, Porzh Even... ha peseurt anv ? Perroz Hamon ! zo a-raok, ur chapel c'hoazh en Plaeraneg, honnezh zo ur chapel hag ec'h ae martoloded... da bediñ gwechall ivez a-raok mont a-raok, a-raok mont da... Perroz Hamon
[ja - ˌpɔʁˈzeˑvən - ... ˌpe̞ʁoˈsãmɔ̃n - ... - ... ˈpla͡ɛʁãnək - ... - ... - ˌpe̞ʁoˈsãmɔ̃n]
Plaeraneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2024-05-29)
-
👂 🔗 ha goude emañ ar chapel all, Chapel Kelou Mat, ya, zo 'ba kostez an aod, ha honnezh eu... eo... ar plac'hed a oa dimezet da navigateurien ha tout, 'h aent, pa 'dijent ket keloù gant o... gant o den, 'h aent d'ober... da bediñ... evit... evit... 'dijent keloù, peogwir emaint xxx ( ?), penaos a lârfen dit ? 'dijent keloùioù douzh o den bepred kwa hein !
[... - ˌʃɑpəl ˌke̞ˑlo ˈmɑˑt - ja - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
et après il y a une autre chapelle, Chapel Kelou Mat, oui, qui est du côté de la côte, et celle-là euh... c'est... les femmes qui étaient mariées à des navigateurs et tout, elles allaient, quand elles n'avaient pas de nouvelle de leur... de leur mari, elles allaient faire... prier... pour... pour... pour avoir des nouvelles, puisqu'elles étaient xxx ( ?), comment te dirais-je ? afin d'avoir des nouvelles de leur mari quoi hein !
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag amañ, e oa arri un devezh amañ e oa... arriet reoù deus Gwerliskin da chom, 'ba Penn Pluskoad aze e oant d'ar c'houlz-se, añfin, marv int o-daou bremañ ivez, hag eu... goude e oant arri aze, e oant arriet da bediñ ac'hanomp da vont eu... d'hom merenn e-barzh, ha fidamdoulle ivez ! ha hi da lâret din-me evel-se neuze « eu... me zo deut da lâret... da bediñ ac'hanoc'h da dont d'ho lein neuze a-benn... a-benn disul, met me 'ouien ket petra a oa lein ! ha 'ma ket kredet goull ganti te ! 'ma ket kredet goull ganti ! ha goude e oamp hom-daou o soñjal « met petra eo lein ? pe eo merenn pe eo koan ? »
[ag ˌɑ̃mɑ̃ - wa ˌɑj ˈndewəz ˌɑ̃mɑ̃ wa - ˌhɑjə ˈɹew dœz gwɛɹˈliskin də ˌʃo̞m - bah pe̞n ˈplyskwad ˌɑhe̞ wɑ̃ɲ də ˈhuls se - ɑ̃ˌfin ˈmɑɹw iɲ oˌdo̞w ˈbɹœmɑ̃ ˌiˑe - ag ə - ˌguˑde wɑ̃ɲ ˌɑj ˌɑhe̞ wɑ̃ɲ ˌɑjəd də ˈbeːdĩ ˈɑ̃ːnɔ̃m də ˈvɔ̃n ə - dɔ̃m ˈmɛɹn ˌbɑɹs - a fidəmˈdule̞ ˌiˑe a ˌhiˑ də ˌlɑˑɹəd ˈtĩme vəˌse ˌnœhe - ə me zo ˌdœt tə ˌlɑˑɹət - də ˈbeːdĩ ˌɑ̃ˑnɔx də ˌdɔ̃n do ˈlɛɲ ˌnœhe be̞n be̞n deˈsyːl - mɛ ˌme wiˌe̞ŋ kə ˌpɹɑ wa ˈlɛɲ - a ˌma kə ˈkɹeːdə ˈgul ˈgɑ̃nti te - ˌma kə ˈkɹeːdə ˈgul ˈgɑ̃nti - a ˌguˑde wɑ̃m ɔ̃mˌdo̞w ˈʃɔ̃ˑʒəl mɛ ˌpɹɑ he̞ ˈlɛɲ - ˌpe he̞ ˈmɛɹn ˌpe he̞ ˈkwɑ̃ːn]
et ici, un jour était arrivé ici, étaient... venus habiter des gens de Gwerliskin, à Penn Pluskoad là qu'ils étaient à cette époque-là, enfin, ils sont morts tous les deux maintenant, et euh... après ils étaient venus là, ils étaient venus nous inviter à venir euh... déjeuner chez eux, et bon sang aussi ! et elle de me dire à moi comme ça alors « euh... je suis venue vous dire... vous inviter à déjeuner alors pour... pour dimanche, mais moi je ne savais pas ce que c'était « le déjeuner » ! et je n'avais pas osé lui demander pardi ! je n'avais pas osé lui demander ! et après nous étions tous les deux à réfléchir « mais c'est quoi le déjeuner ? c'est le déjeuner ou le dîner ? »
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da bediñ an Aotrou Doue
[də ˈbeːdĩ ˈno̞tʁo̞ ˈduːe]
pour prier le bon Dieu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn bremañ 'dije bet pedet ac'hanon ma vije bet e-sell da... da bediñ ac'hanon da vont
[bɛn 'bœmɑ̃ diʃe bet 'pe:dəd ɑ̃w ma viʃe be zɛl də də 'be:dĩ ɑ̃w də vɔ̃n]
pour maintenant elle m'aurait invitée si elle avait eu l'intention de... de m'inviter à aller
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da bediñ doue
[də 'be:dĩ 'due]
pour prier dieu
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da bediñ doue
[də 'be:dĩ 'due]
pour prier dieu
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha ma dud a oa bet e-barzh un toullad mat a euredoù a-raok. Ha evel se 'daint ur bern tud da bediñ.
A me dud oa bé bah toullet mat euréjo rok. A vesé daint bèrn tut de bidiñ.
Et mes parents étaient allés à beaucoup de mariages avant. Et donc ils avaient beaucoup de monde à inviter.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal