Klask
« begañ »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 me 'ma c'hoant... me 'ma c'hoant da begañ warnañ, lâret 'ma... deus ar micher e oan ha tout, me a wele... kat d'ober bern traoù aze kwa hag eu... me a lâre dit « geo, oh geo, me 'h a da vont e-barzh »
[me ma hwɑ̃n me ma hwɑ̃n də 'be:gə waɹnɑ̃ lɑ:ʁ ma dəs 'miʃəʁ wɑ̃n a tut me 'we:le kat do̞:ʁ bɛʁn tʁɛw 'ɑhe kwa ag ə me 'lɑ:ʁe dit ge̞ o ge̞ me hɑ də vɔ̃n bɑʁs]
je voulais... je voulais m'y coller, j'avais dit... j'étais du métier et tout, je voyais... capable de faire plein de choses là quoi et euh... je te disais « si, oh si, je vais m'y mettre » [rénovation]
Gant : Michel Bonno, ganet e 1939 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Prad / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha an tammoù amann-se a derc'he da en em begañ ma kerez an eil deus egile.
[... 'nɛʎ døz e'giːle]
Et ces morceaux de beurre continuaient à se coller l'un à l'autre [= s'agglutiner].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 begañ anezhe a veze lâret pa veze d'ober adober ar pioch pe un dra bennak, adbegañ anezhañ
['be:gɑ̃ nɛ: viʒe lɑ:r pe viʒe do:r ha'do:bər 'piɔʃ pe ndra bə'nɑ:g had'be:gɑ̃ neɑ̃]
on disait « faire la pointe » quand il fallait refaire une pioche ou quelque chose, refaire la pointe
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur marichal a oa ivez, eñ a veze o vegañ... begañ ar gizell
[ə ma'riʃəl wa 'ije hẽ̞: viʒe 've:gɑ̃ 'be:gɑ̃ 'gi:zəl]
il y avait un maréchal-ferrant aussi, il appointait... appointer le ciseau [burin]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 n'arrua ket krampouezh da begañ neuze ?
['nɑja kə 'krɑ̃mpuz də 'be:gɑ̃ 'nœhe]
ça n'arrive pas que les crêpes collent alors ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 begañ soc'hioù
[’be:gɑ̃ ’zohjo]
appointer des socs
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi