Klask
« berr-ha-berr »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 hag un devezh e oamp... e oamp o vont da... da... d'ar bal, tu bennak, Louis ar Meur, an hini a oa o chom ar Prajo Meur amañ, amañ, ha... ha duzh en vont d'ar bal, war hom zreidoù, 'namp ket bisikled ebet na mann, 'h aemp war hom zreidoù d'ar bal « gortoz 'ta ! eme Louis ar Meur, 'h eomp d'evañ ur bannac'h er Groaz Wenn da gentañ », o vont... o vont... o vont d'ar bal da Bla... da Blaniel pe tu bennak, ha 'h aemp berr-ha-berr dre... dre... dre... dre... dre... dre Pleuveur aze
[ˌpxaʒoˈmœˑꝛ - ˌgwazˈwe̞n - blɑ̃ˈniˑəl - plœˈvœˑꝛ]
et un jour nous étions... nous allions à... à... au bal, quelque part, Louis Le Meur, celui qui habitait à ar Prajo Meur ici, ici, et... en allant au bal, à pied, nous n'avions aucune bicyclette ni rien, nous allions à pied au bal « attends donc ! dit Louis Le Meur, nous allons boire un coup à ar Groaz Wenn d'abord », allant... allant... allant au bal à Pla... à Planiel ou quelque part, et nous allions au plus court par... par... par... par... par... par Pleuveur là
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 da gentañ e vo berr-ha-berr met bep ma 'h ey...
[də ’gentɑ̃ vo bɛɹa’bɛɾ mɛ bop tə hɛj]
au début c'est très court mais au fur et à mesure que ça va... [les gens ajoutent quelque chose au récit de départ]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 berr-ha-berr
[ˌbɛra'bɛr]
furtivement [apparition d'un ancien à un repas de famille]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 troc'hañ berr-ha-berr kwa
['trɔhɑ̃ ˌbɛrɑ'bɛr kwa]
couper au plus court quoi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ 'h a berr-ha-berr, hemañ 'h a prim kwa
[ˈhemɑ̃ ha ˌbɛɹaˈbɛɹ - ˈhemɑ̃ ha ˈpɹym kwa]
il va au plus court, il va vite quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi