Klask
« biz »
Frazennoù kavet : 37
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 ur biz, bizied, la pince eo « ar bizied », bizi... bizied ar c'hrank, bizied eu... ar gevnidenn, tout !
[ə ˈbis - biˈziˑɛt - ... biˈziˑɛt - ... - ... - ...]
une pince, des pinces, la pince c'est « les pinces », des pinc... les pinces du crabe, les pinces eu... de l'araignée !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze 'h aent... d'ar c'houlz-se e oa ur winojenn dre ar park kwa, ha 'h aent dre ar park deus du-mañ, ha neuze Mari-Terez... e oa nevez-blantet ma dad beterabez pe n'onn ket petra, ha... pe kaol, 'meus ket soñj petra, ha neuze e denne Mari-Terez anezhe, « daon ! 'dennez ket ar re-se 'vat, eme Jeanine ! », ha goude e oa Jeanine a vije o plantañ anezhe gant he biz war-lerc'h !
[wiˈɲoˑʒən]
et alors elles allaient... à cette époque-là il y avait un sentier dans le champ quoi, et elles allaient par le champ de chez moi, et alors Marie-Thérèse... mon père venait de planter des betteraves ou je ne sais quoi, et... ou des choux, je ne me souviens pas de quoi, et alors Marie-Thérèse les enlevait, « dame ! mais ne tire pas ceux-là, disaient Jeanine ! », et après Jeanine les plantait avec le doigt après !
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 hag e vije ordin oc'h esa boutañ un tamm paper, « xxx ( ?), 'ma lâret, me zo o vont da (dihopañ ?) ar paotr bihan-mañ memestra ! emañ o vont da lakeet tan war ma c'hein », hag e oan arriet, xxx ( ?) 'ma graet, 'ma ket graet trouz ha me o voutañ e biz dezhañ da-heul, eñ 'na aretet sell da voutañ paper 'ba... 'ba... 'ba... 'ba an toull-se !
[a ˌviˑʒe ɔꝛˌdiˑn ˈhɛsa ˈbutɑ̃ tɑ̃m ˈpɑpəꝛ - ? ma ˌlɑˑꝛ - ˌme zo ˌhɔ̃n diˈhopɑ̃ po̞d ˈbiˑən mɑ̃ mo̞sˈtɣɑˑ - mɑ̃ ˌɔ̃n də laˈkeˑɛ ˈtɑ̃ˑn waꝛ ma ˈhɛɲ - a wɑ̃n aˌɣiˑɛt - ? ma ˌgwe̞t - ˌma kə ˌgwe̞ ˈtɣuˑz a ˌme ˈvutɑ̃ i ˈbiˑz ˌdeˑɑ̃ də ˈhœˑl - ˈhẽ na aˈɣɛtət sɛl də ˈvutɑ̃ ˈpɑpəꝛ bæ bæ bæ bæ ˈtul ze sɛl]
et il essayait tout le temps de fourrer un bout de papier [dans le feu], « xxx ( ?), que j'avais dit, moi je vais (gronder ?) ce petit gars-là quand même ! il va me mettre le feu dans le dos », et j'étais arrivée, xxx ( ?) j'avais fait, je n'avais pas fait de bruit et moi de pousser son doigt à la suite [du bout de papier], il avait arrêté tiens de fourrer du papier dans... dans... dans... dans ce trou-là !
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Louiz Gwajou, ganet e 1932 e Lanvezeeg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e ar Vinic'hi / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze 'ma ur gamaradez met eu... en ospital emañ bremañ ivez, troc'het he gar dezhi, troc'het he gar dezhi ya, soixante quinze ans, quantre-vingts, ah ! me 'oaran ket 'vat ! pell zo e oa klañv biz he zroad, moarvat 'h eo... 'h eo deut war-grec'h
[ˈɑhe ma gɑ̃məˈʁɑːdəz mɛd ə - nosˈpitəl mɑ̃ ˈbo̞mɑ̃ ˈie - ˈtʁɔhəd i ˈgɑːʁ dɛj - ˈtʁɔhəd i ˈgɑːʁ dɛj ja - ... - a me waˈʁɑ̃ kə ha - pɛl zo wa ˈklɑ̃ː biz i ˈzwɑt - maˈhɑt he̞ he̞ dœ waʁˈgweχ]
là j'avais une copine mais euh... elle est à l'hôpital maintenant aussi, sa jambe lui a été coupée, sa jambe lui a été coupée oui, soixante quinze ans, quantre-vingts, ah ! mais moi je ne sais pas ! son doigt de pied était malade depuis longtemps, sans doute que c'est... c'est remonté
Gant : Genevière Jean, o chom e Louergad, tud bet ganet e Normandi / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kement 'da aon 'mije lâret... 'ma ket mann ebet 'ba ar skol, me 'lâre mann ebet, kar a-wechoù darn kat da gaozeal ha me 'raen ket hañ, ah nann nann nann ! na pa oant aze e-fas din, 'ma ket lâret ur (mout ?) memes pa 'da goullet din « Madame... », 'ma laket ma biz evel-se, 'ma ket kaozeet
[ˈkemən da ˈo̞wən ˌmiʒə ˌlɑˑɹ - ˌma kə ˈmɑ̃n bet bah ˈskoːl - me ˌlɑˑɹe̞ ˈmɑ̃n bet - kaɹ ˌweˑʒo ˈdɑɹn ˌkɑt tə go̞ˈzeˑəl a me ˌɹɛŋ kəd ɑ̃ - a nɑ̃nɑ̃nɑ̃n - na pe wɑ̃ɲ ˌɑhe̞ ˌvɑs tĩ ˌma kə ˌlɑˑɹ ə ˈmut ˌmɛməs pe da ˌgulət ˌtĩn - maˌdam - ma ˌlɑkə mə ˈbiːs vəˈse̞ - ˌma kə ko̞ˈzeˑət]
ils avaient tellement peur que je dise... je n'avais rien à l'école, je ne disais rien, car parfois certains étaient capables de parler et moi je ne faisais pas hein, ah non non non ! même s'ils étaient en face de moi, je n'avais même pas dit (un mot ?) quand ils m'avaient demandé « Madame... », 'j'avais mis mon doigt comme ça, je n'avais pas parlé
???
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bon, intañvez eo, met daon 'vat ! pa 'da... pa 'da plaset he bugale, e oa div... e oa divorset deus he den, han-se 'teus ket 'met gwelet 'oa ket ken aes, koulskoude a-benn 'da graet pevar sur a-walc'h e oa... 'da ket graet anezhe gant he biz sur a-walc'h !
[bɔ̃ - inˈtɑ̃ːvəz e̞ - mɛ ˌdɑ̃w hat - pe da - pe da ˌplɑsəd i byˈgɑːle - wa di wa diˈvɔɹzət tœz i ˈdeːn - ɑ̃ˌse ˈtøs kə ˌmɛ ˈgwe̞ːlə ˌwa kə ken ˈɛːz - kusˈkuːde be̞n da ˌgwɛt ˈpɛwaɹ zyɹˌwɑx wa - ˌdɑ kə ˌgwɛ ˈne̞ gɑ̃n i ˈbiːz ˌiˑe zyɹˌwɑx]
bon, elle est veuve, mais dame ! quand elle avait... quand elle avait placé ses enfants, elle avait div... avait divorcé d'avec son mari, donc tu n'as qu'à voir que ça n'était pas aussi facile, pourtant pour en avoir fait quatre sans doute c'était... elle ne les avait sûrement pas fait avec son doigt !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, hoñ 'da daouzek biz
[ja hɔ̃: da ˈdɔwzəg ˌbis]
oui, elle avait douze doigts [fourche de cantonnier]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dam du-mañ emezi zo ur biz-lêr, lak ar biz-lêr warnañ da brotejañ anezhañ
[dɑ̃m 'dymɑ̃ mɛj zo biz'le̞:ʁ lɑg ə biz'le̞:ʁ waʁnɑ̃ də bɾo'te:ʒə neɑ̃]
dame, chez moi dit-elle il y a un doigt de cuir, mets le doigt de cuir dessus pour le protéger [doigt blessé]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 honnezh 'h ae gant he biz d'ar plad
[hɔ̃:s hɛ gɑ̃n i biz də blɑ:t]
celle-là se servait allègrement [litt. elle allait avec son doigt au plat ; nourriture et argent]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 keit ha ma biz-meud
[kɛjt a mə biz'mœt]
aussi long que mon pouce
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... 'to ur foñsad gant ma forc'h pemp biz
[to ə 'vɔ̃səd gɑ̃n mə vɔrh pɛm bi:s]
... tu auras une fessée avec ma main [litt. « ma fourche à cinq doigts »]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 treuz ar biz kwa
[tɾœz'bi:z ja]
la largeur d'un doigt quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Goret eo ma biz.
Goureut è me bis.
[guʁət ɛ mə bis]
Mon doigt est infecté.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 biz bihan
biz bieun
[biz bi:ən]
auriculaire [petit doigt]
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 biz ar walenn
biz waleu-n
[biz walən]
annulaire
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 biz kabiten
biz kapiteun
[biz kapitən]
majeur [doigt capitaine]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 biz-yod
biz yod
[biz jod]
index [doigt à bouillie]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 biz-meud
biz moet
[biz mœt]
pouce
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 biz e droad
viz i dwat
[viz i dwat]
le doigt de pied
Gant : Mariannick ar Bihan, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 biz
biz
[biz]
doigt
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
Pajennoù : 1 2