Klask
« blegañ »
Frazennoù kavet : 13
-
🔗 Ret eo din mont da blegañ.
Rèt è di mon-n de plégan.
[ʁɛt ɛ di mõn də plegã]
Il faut que j'aille aux toilettes.
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
🔗 mont da blegañ
mon-n de plégan
[mõn də plegã]
aller chier
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
🔗 en em blegañ
non-n blégan
[nõn blegã]
se baisser
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 gant un u, ma vez laket un u warne, neuze 'h out kat da blegañ anezhe ha kat da lakat leun a draoù warne ha.. ha... ça marche
[gɑ̃n ˈnyː - ma ve ˈlɑkə ˈnyː ˈwɑʁne̞ - ˈnœːhe hut kat tə ˈbleːgə ne̞ a kat tə ˈlɑkə lœːn ˈdʁɛw ˈwɑʁne̞ a]
avec un oeuf, si tu mets un œuf dessus, alors tu peux les plier et tu peux mettre plein de choses dessus et... et... ça marche [crêpes]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e oan oblijet da blegañ d'ober evel-se
[wɑ̃n o'bli:ʒət tə 'ble:gɑ̃ do̞:ʁ vi'se]
j'étais obligée de céder pour faire comme ça [prendre le rendez-vous ce jour-là]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 N'eo ket brav mont da blegañ war da lerc'h !
Nè keu braw mon-n de blégan war teu lèc'h !
[nɛ kø bʁaw mõn də blegã waʁ tə lɛx]
ça n'est pas agréable d'aller faire ses besoins [dans le talus] après toi !
MA : Façon de dire que le travail n'a pas été bien fait, que ça n'a pas été bien coupé. Du chêne au roseau Yoran embanner / Daniel Giraudon (P.336) : "C'était la même chose quand on coupait les ajoncs, si on laissait des morceaux dépasser au-dessus du
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ah e vanko dezhi... e vo... 'do ezhomm da blegañ hañ
[a: 'vɑ̃ŋko dɛj vo do e:m də 'ble:gɑ̃ ɑ̃]
ah il faudra qu'elle... elle devra plier hein [se conformer à son futur emploi]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha pa vez laket un u da gentañ 'h int aezetoc'h da blegañ, 'teus ket bet remarket ? 'teus ket bet laket ? laket... ma vez un u warnañ, war ar grampouezhenn ya, an u da gentañ ha lakat eu... eu... tomat ha jambon ha traoù, e vez pleget un tamm mat aezetoc'h, neuze e vez tev, neuze 'h int tevoc'h dija, dija 'da lâret din, pa vez graet krampouezh sall evel-se e gav aezet, 'h eo ret ober bas tevoc'h un tamm mat, tevoc'h dam dezhe nompas... da... dam dezhe da blegañ, met neuze 'vezont ket ken poazh
[a pa ve ˈlɑkə ˈnyː də ˈgentɑ̃ hiɲ e̞ˈze̞tɔχ də ˈbleːgɑ̃ - tøs kə be ʁœˈmɑʁkət - tøs kə be ˈlɑkət - ˈlɑkət - ma ve ˌnyˑ ˈwaʁnɑ̃ - waʁ gʁɑ̃mˈpwɛn ja - ˈnyː də ˈgentɑ̃ a ˈlɑkəd ə ə - toˈmɑt a ˈʒɑ̃mbɔ̃n a tʁɛw - ve ˈpleːgət tɑ̃ˈmɑd e̞ˈze̞tɔχ - ˈnœːhe ve tʲew - nœː hiɲ ˈtʲewɔχ deˈʒa - deˈʒa da lɑʁt tĩ - pa ve gwe̞t ˌkʁɑ̃mpuzˈzɑl viˈse̞ gav ˈe̞ːze̞t - he̞ ʁe̞d ˈo̞ːbəʁ bɑs ˈtʲewɔχ tɑ̃ˈmɑt - ˈtʲewɔχ dɑ̃m de̞ ˈnɔ̃mpas də - dɑ̃m de̞ də ˈbleːgɑ̃ - mɛ ˈnœːhe ve̞ɲ cə ˈken pwɑχ]
et quand on met un œuf d'abord elles sont plus faciles à plier, tu n'as pas remarqué ? tu n'as pas mis ? mis... s'il y a un oeuf dessus, sur la crêpe oui, l'oeuf en premier et mettre euh... euh... des tomates et du jambon et tout, elle se plie plus facilement, alors elle est épaisse, alors elles sont plus épaisses déjà, elle m'avait dit déjà, quand on fait des crêpes salées comme ça elle trouve facile, il faut faire une pâte bien plus épaisse, plus épaisse afin qu'elles ne... que... pour qu'elles plient, mais alors elles ne sont pas aussi cuites
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eu... eu... me 'meus soñjet eu... eu... ober... lakat eu... tri u evel-se evel ober un omeletenn gant tri u evel-se, battañ anezhañ, ha neuze lakat un tamm 'ba pep hini evel-se evit garnisañ xxx ( ?) d'ober, met neuze e vijent eu... souploc'h, hag aezetoc'h da blegañ, ret e vo din esae
[ə ə - me møz ˈʒɔ̃ːʒəd ə ə - ˈo̞ːbəʁ ˈlɑkəd ə ˈtʁi y viˈse̞ we̞l ˈo̞ːbəʁ no̞mˈlɛtən gɑ̃n ˈtʁi y viˈse̞ - ˈbɑtːə ˈneɑ̃ - a ˈnœːhe̞ ˈlɑkə tɑ̃m ba poˈpiːni viˈse̞ wid gaʁˈnisə ? ˈdo̞ːbəʁ - mɛd ˈnœːhe ˈviʃɛɲ ə - ˈsuplɔχ - a e̞ˈze̞tɔχ də ˈbleːgɑ̃ - ʁɛ vo dĩ ˈe̞se̞]
euh... euh... j'ai pensé euh... euh... faire... mettre trois oeufs comme ça comme pour faire une omelette avec trois oeufs comme ça, le battre, et alors mettre un peu dans chaque comme ça pour garnir xxx ( ?) à faire, mais alors elles seraient euh... plus souples, et plus faciles à plier, il faudra que j'essaye
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tapet un tamm koad a oa aes da blegañ
['tɑpə ntɑ̃m kwɑd a wa ɛ:s tə 'ble:gɑ̃]
attrapé un bout de bois qui était facile à plier [liens]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'vez ket laket re a draoù warne hañ ! sell aze petra 'da lâret din eu... eu... eu... Floriane, 'vez ket laket... 'vez ket laket re a garniture 'ba ar c'hrampouezh, peotramant ac'hanta e vezont distremp, ha 'vez ket moaien da blegañ anezhe goude, hag e drailhont, sell 'da espliket peogwir 'deus bet labouret 'ba eu... crêperie, 'da espliket se din, 'vez ket laket kalz, dam dezhe da vezañ... plegañ anezhe ha nompas bezañ distrempet, ma vez re a garniture, n'int ket aezet da...
[ˈvekə ˈlɑkə ˈʁe dʁɛw waʁne̞ ɑ̃ - sɛl ˈahe pʁa da lɑːʁəd dĩ ə ə ə - flo̞ʁˈjan - ˈvekə ˈlɑkət - ˈvekə ˈlɑkə ʁe gaʁniˈtyʁ bah ˈhʁɑ̃mpus - pəˈtɑ̃mɑ̃n ˈhɑ̃nta vɛɲ ˈdistʁɛm - a ˈvekə ˈmo̞jən də ˈbleːgə ne̞ ˈguːde - a ˈdʁɑjɛɲc - sɛl da e̞sˈplik pu døz be laˈbuːʁəd bah ə - ... - da e̞sˈplikət se dĩ - ˈvekə ˈlɑkə kɑls - dɑ̃m de̞ də ˈveːɑ̃ - ˈpleːgə ne̞ a nɔ̃mpas ˈbeːɑ̃ disˈtʁɛmpət - ma ve ʁe gaʁniˈtyʁ - niɲ cəd ˈe̞ːzəd də]
on ne met pas trop de choses dessus hein ! voilà ce que euh... euh... euh... Floriane m'avait dit, on ne met pas trop de garniture dans les crêpes, sinon eh bien elles sont détrempées, et il n'y a pas moyen de les plier après, et elles se défont, voilà ce qu'elle m'avait expliqué puisqu'elle a travaillé en... crêperie, elle m'avais expliqué ça, on ne met pas beaucoup, pour qu'elles soient... les plier et ne pas qu'elles soient détrempées, s'il y a trop de garniture, elles ne sont pas faciles à...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a oa evit derc'hen troad war an dud, lakat anezhe da... da blegañ
[ze wa wid 'dɛrhɛn trwɑd warn dyt 'lɑkə nɛ: də də 'ble:gɑ̃]
ça c'était pour garder un pied sur les gens [les dominer, par la religion], les soumettre
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ... da blegañ dezhañ
[də 'ble:gɑ̃ deɑ̃]
... [je suis obligée] de me plier à lui
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi