Klask
« buro »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 Hag e oa aet ti ar boucher, ha 'na lâret d'ar boucher : « Ret e vo lakat un tamm kig soubenn din hag... un tamm chaosis ha... un tamm patez ivez, met 'h an da vont da... betek ar bourk aze da gerc'hat ma damm butun kwa ». Hag eñ oc'h arriout 'ba... an ostaleri ma vije gwerzhet butun ha tout, ur buro-butun. Hag eñ... dek eur beure apeupre e oa kwa, ha kemeret ur chopinad jistr, gant eu... gant an ostiz kwa.
[...]
Et il était allé chez le boucher, et il avait dit au boucher : « Il faudra me mettre un peu de viande à soupe et... un peu de saucisse et... un peu de pâté aussi, mais je vais aller au... jusqu'au bourg là pour aller chercher ma dose de tabac quoi ». Et il arriva à... au bar où l'on vendait le tabac et tout, un bureau de tabac. Et il... il était dix heures du matin à peu près quoi, et il avait pris un coup de cidre, avec euh... avec le tenancier.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 teir gwezh ar bloaz 'ba... 'ba ar buro kwa hein, ur wech ar miz 'ba ar gêr
[tɛ:ʁ gweʒ blɑ bah bah 'by:ʁo kwa ɛ̃ ə weʒ mi:z bah ge̞:ʁ]
trois fois par an au... au bureau quoi hein, une fois par mois à la maison
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, me 'meu... me a ra krampouezh ha me a ra far, me 'meus graet ur far dezhe aze, debret eo... aet eo ar peurrest gante, ya, aet eo gante ar peurrest da debriñ, xxx ( ?) kaset ar peurrest gante da zebriñ du-hont, 'ba o foyer... 'ba o buro ! 'ba o buro !
[ɛd ɛ pɛ'rɛst gɑ̃ntɛ - ɛd ɛ gɑ̃ntɛ pɛ'rɛst də 'di:bi - 'kɑsɛt pɛ'rɛst kɑ̃ntɛ də 'zi:bi 'dyən - ... - ... - ]
oui, moi j'ai... moi je fais des crêpes et moi je fais du far, moi je leur ai fait un far là, il a été mangé... elles ont emporté le reste, oui, elles ont emporté le reste pour le manger, xxx ( ?) … emporté le reste pour le manger là-bas, dans leur foyer... dans leur bureau ! dans leur bureau !
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi (2012-10-17)
-
👂 🔗 n'eo ket mat eu... eu... la lampe de chevet, n'eo ket mat bezañ o lenn gant... (T. : gant reoù a sort-se) nann ! ha neuze n'eo... n'eo ket mat la lampe de chevet, n'eo ket mat eu... war... war ar buro
[ne̞ kə mɑːd ə ə - ... - ne̞ kə mɑːd ˈbeːɑ̃ le̞n gɑ̃n - nɑ̃n - a ˈnœːhe̞ ne̞ ne̞ kə mɑːd ... - ne̞ kə mɑːd ə waʁ waʁ byˈʁo]
ce n'est pas bon euh... euh... la lampe de chevet, ce n'est pas bon d'être à lire avec... (T. : avec ces choses-là) non ! et alors ce n'est... la lampe de chevet ce n'est pas bon, ce n'est pas bon euh... sur... sur le bureau
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar buro butun
[ə 'by:ro 'bytyn]
le bureau de tabac
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi