Klask
« c'hlav »
Frazennoù kavet : 18
-
👂 🔗 ya, ya, ya ! arri a ra an amzer da suilhañ tout an traoù, un amzer... un amzer... 'ra ket a c'hlav ma kerez met...
[ja ja ja - ˌɑj ə ɣa ˈnɑ̃mzəꝛ də ˈzyʎə ˈtun ˌtɾɛw - ˈnɑ̃mzəꝛ ˈnɑ̃mzəꝛ - ˌɣɑ kə ˈhlɑw me ˈkeˑɣez mɛ]
oui, oui, oui ! on a un temps à tout brûler [sécheresse], un temps... un temps... il ne pleut pas si tu veux mais...
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ya, ya ! welloc'h eo ur c'houad c'hlav evit ar machin-mañ, ha dour ivez met... hemañ xxx ( ?) partout ar machin-mañ, ha poner da... da respirañ evel e vez lâret kwa, ya, ur vrumenn da-heul kwa
[ja ja ja - ˌwe̞lɔɣ e̞ ə ˌhuˑad ˈhlɑw wid ə maˈʃiˑn mɑ̃ - a ˈduːꝛ ˌiˑe mɛt - ˈhemɑ̃ ? paꝛˈtut maˈʃiˑn mɑ̃ - a ˈpɔ̃ˑnəꝛ də - də ɣɛsˈpiːꝛɑ̃ we̞l ve ˈlɑˑt kwa - ˌjɑ - ə ˈvɹymən də ˌhœˑl kwa]
oui, oui, oui ! il vaut mieux une averse de pluie que ce machin-ci [bruine], et de la pluie forte aussi... ça xxx ( ?) partout ce machin-ci, et lourd à... à respirer comme on dit quoi, oui, avec une brume en plus quoi
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelloc'h e oa dit-te kaout ur c'houad c'hlav, pa 'tije fin, evit kaout ur c'houad c'hlizh, pa vije oc'h ober
['wɛlɔh wa dit:e kɑ: ə ˌhu:aˈhlɑw pe tiʒe fi:n wi kɑ:d ə ˌhu:ad'hli:s pe viʒe ho̞:ɹ]
tu préférais avoir une averse de pluie quand tu avais fini, plutôt qu'une averse de bruine lorsque tu étais en train de faire [moisson du blé sur mauvaise terre]

👂 🔗 met 'teze ket ezhomm da gaout glav pa vezes oc'h ober peotramant e oa fin, neuze e stage evel mastic ha goude ne diwane ket an traoù, gwell eo kaout ur c'houad... ur c'houad c'hlav pa 'teze fin evit kaout ur c'houad c'hlizh pa vezes oc'h ober, se zo kurius hein
[mɛ tiʒe kəd e:m də gɑ:d glɑw pe viʒɛs ho̞:ʁ pe'tɑ̃mɑ̃n wa fi:n 'nœ:e 'stɑ:ge wɛl mastik a 'gu:de diwɑ̃'ne kə tɾɛw wɛl ɛ kɑ: 'hu:at 'hu:ad hlɑw pe tiʒe fi:n wi kɑ: 'hu:ad hli:s pe viʒɛs ho̞:ʁ ze zo 'ky:ʁyz ɛ̃]
mais il ne fallait pas que tu aies de la pluie quand tu le faisais [travailler la terre dure], sinon c'était fini, alors elle [terre dure] collait comme du mastic et après rien ne germait, il vaut mieux avoir une averse... une averse de pluie quand tu avais fini qu'une averse de bruine lorsque tu étais en train de faire, c'est curieux hein
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne ra ket a c'hlav, xxx (?) darc'hañ dour diwarnañ
[ɹa kə hlɑw ? 'dɑɹhə du:ɹ diwaɹnɑ̃]
il n'y a pas de pluie, xxx (?) pleut fort
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne ra ket a c'hlav hañ
[ʁa kə hlɑw ɑ̃]
il ne pleut pas hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ne ra ket a c'hlav
[a ɹa kə hlɑw]
et il ne pleut pas
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 mann nemet ur c'houad avel pe ur c'houad c'hlav o tont alese
[mɑ̃n mɛ 'hu:ad 'ɑwəl pe 'hu:ad hlɑw tɔ̃n 'lese]
rien qu'un coup de vent ou une passage de pluie venant de là
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met 'teze ket ezhomm da gaout glav pa vezes oc'h ober peotramant e oa fin, neuze e stage evel mastic ha goude ne diwane ket an traoù, gwell eo kaout ur c'houad... ur c'houad c'hlav pa 'teze fin evit kaout ur c'houad c'hlizh pa vezes oc'h ober, se zo kurius hein
[mɛ tiʒe kəd e:m də gɑ:d glɑw pe viʒɛs ho̞:ʁ pe'tɑ̃mɑ̃n wa fi:n 'nœ:e 'stɑ:ge wɛl mastik a 'gu:de diwɑ̃'ne kə tɾɛw wɛl ɛ kɑ: 'hu:at 'hu:ad hlɑw pe tiʒe fi:n wi kɑ: 'hu:ad hli:s pe viʒɛs ho̞:ʁ ze zo 'ky:ʁyz ɛ̃]
mais il ne fallait pas que tu aies de la pluie quand tu le faisais [travailler la terre dure], sinon c'était fini, alors elle [terre dure] collait comme du mastic et après rien ne germait, il vaut mieux avoir une averse... une averse de pluie quand tu avais fini qu'une averse de bruine lorsque tu étais en train de faire, c'est curieux hein
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goût deus an amzer e reont kenkoulz hag an dud ivez kwa, pa vez... pa vez ur c'houad c'hlav aze, ma vez ket nemet ur c'houad, hopala ! e welez anezhe o tont da glask lojeiz eu... ha diouzhtu 'nez fin neuze e welez anezhe oc'h advont adarre, ha ma vez stummet d'ober glav e-pad an deiz, e welez e chomont dindan, hopala ! pa welez anezhe o chom dindan aze ne vez ket seblant... dezhañ da... d'achuiñ diouzhtu
[a gu:t təz 'nɑ̃mzəɹ ɹɛŋ kenkulz a ndyd ie kwa pe ve pe ve 'hu:ad hlɑw 'ɑ:he ma ve kə mɛ 'hu:ɑt opə'la 'we̞:le̞z nɛ: tɔ̃n tə glɑs lo'ʒɛjz ə a dy'sty ne fi:n 'nœ:he 'we̞:le̞z nɛ: hadvɔ̃n ɑj a ma ve 'stymət to̞:ɹ glɑw pa:n de: 'we̞:le̞s 'ʃo̞mɛɲ di'nɑ̃:n opə'la pə 'we̞:le̞z nɛ: ʃo̞m di'nɑ̃:n ɑhe ve kə 'ze:blɑ̃n deɑ̃ də da'ʃy:ĩ dy'sty:]
et elles [poules] connaissent le temps aussi bien que les humains aussi quoi, quand il y a... quand il y a une averse de pluie là, s'il n'y a qu'une averse, hop là ! tu les vois venir chercher un abris euh... et aussitôt qu'elle a fini alors tu les vois repartir de nouveau, et si le temps semble parti pour pleuvoir pendant une journée, tu les vois qui restent en dessous, hop là ! quand tu les vois qui restent en dessous là, ce n'est un signe que... qu'elle va... finir tout de suite
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kar peurvuiañ pa 'nije graet ur varrenn-c'hlav, neuze e rae dour goude, n'eo ket glav ken quoi. Dour a-bil a vije lavaret neuze, heñ a vije... heñ ne vije ket o verañ trankil ma kerez, hennezh.
[ka pɛʁ’vyã pa niʒe ’gwɛd ə ˌvaʁən’hlaw – nœhe ʁe̞ ’duːʁ ’guːdə – nɛ kə ’glav ken kwa – duʁ’biːl viʒe ’lɑːt nœhe – hẽ viʒe hẽ viʒe kə ’veʁã tʁãŋkil ma’keəs hẽːs]
Car en général, quand il y avait un arc-en-ciel, il pleuvait à verse après, ce n'est plus de la simple pluie. Alors on disait une pluie battante, c'était... Elle n'était pas en train de couler tranquillement, si tu veux.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah, barrennoù-glav ya. Sell, arru zo ur varrenn-c'hlav. Bremañ-souden e raio dour.
[a baˌʁɛno’glaw ja – sɛl aj zo ə ˌvaʁən’hlaw – bə’zõm ʁɛj ’duːʁ]
Ah, les arcs-en-ciel oui. Regarde, voilà un arc-en-ciel. Il va pleuvoir tout à l'heure.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 « ur barr-c'hlav » a vez lâret
[bɑr'hlɑw ve 'lɑ:rət]
on dit « une averse de pluie »
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 met an douar zo sec'h hañ, amañ n'eus ket bet kalz a c'hlav
[mɛ 'nduar zo zeh ɑ̃ 'ɑ̃mɑ̃ nøs kə gwɛt kalz hlɑw]
mais la terre est sèche hein, ici il n'y a pas eu beaucoup de pluie
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eus ket bet nemeur a c'hlav
[nøs kə be mœ:r glaw]
il n'y a guère eu de pluie, pas beaucoup de pluie
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma ne ra ket a c'hlav
[ma ra kə hlɑw]
s'il ne pleut pas
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'h a an alc'hweder da grec'h, pa ra ket a c'hlav e vez sec'h
[pe ha ne'hwe:dər də kweh pe ra kə hlɑw ve zeh]
quand l'alouette monte, quand il ne pleut pas c'est sec
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi