Klask
« chimik »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 1. ya, gwelet a rez, e oa chomet da direvrvañ gwez, xxx ( ?), hag e oa poultr ha traoù gantañ 'ba e... 'ba e borpant, gwelet a rez, hag a greiz-tout evel-se, hag e oa chimik e-barzh ivez, 'ba e c'hodell ivez, hag e oa kroget an tan en ennañ 2. ya ! 1. ya 'vat ! ken... 2. e vije klevet o krial deus n'onn ket pelec'h 1. ya ! devet e votchoù warnañ
1. [ja - ˈgwe̞ˑl ə ɣes - wa ˌʃo̞m diˈɣɛꝛvə ˈgwẽˑ - ? - a wa ˈpul a ˈtɣɛw ˌgɑ̃tɑ̃ bah i - bah i ˈbɔꝛpən - ˈgwe̞ˑl ə ɣes - a gɣɛjsˈtud vəˌse - a wa ʃiˈmig ˌbɑꝛz ˈiˑe - bah i ˈhoˑl ˌiˑe - a wa ˈkɣo̞ˑgə ˈtɑ̃ˑn ˌnenɑ̃] 2. [ja] 1. [ja ha - ken] 2. [ˌviˑʒe ˈklɛwə ˈkɣiˑəl dœz ˌnɔ̃ kə ˈple̞x] 1. [ja - ˈdɛwɛd i ˈvɔtʃo ˌwaꝛnɑ̃]
1. oui, tu vois, il était resté défoncer des souches d'arbres, xxx ( ?), et il avait de la poudre et tout sur lui dans son... dans son manteau, tu vois, et soudainement comme ça, et il y avait des allumettes aussi dedans, dans sa poche aussi, et le feu avait pris sur lui 2. oui ! 1. mais oui ! tellement que... 2. on l'entendait crier de je ne sais où 1. oui ! ses bottes ayant brûlé sur lui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If Kariou, ganet e 1930 e Peurid, o chom e Peurid, marvet e 2025, tud bet ganet e Kervorc'h / Tredarzeg.
– Janin Tremael, ganet e 1933 e Mantallod, o chom e Peurid, tud bet ganet e Kemperven / kemperven.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eo poultr... « minorga », da saotiñ revrioù gwez, eñ a oa petra ? « minorga » a vije graet dioutañ met... petra a vije graet deus ar machin-se ? eñ... eñ a oa ur machin da deviñ louzoù, ar poultr-se, ha xxx ( ?), gwelet a rez eu... hag e lakes ur vechenn e-barzh ha... e stardes... e raes un toull 'ba ar wezenn, hag e stardes anezhañ e-barzh, ha... hag ur voestad chimik gantañ aze evel-se hag e oa kroget an tan 'ba ar poultr
[he̞ ˈpul - miˈnɔɹga - də ˈsotĩ ˌɣɛꝛvo ˈgwẽˑ - ˈhẽ wa ˌpɣɑ - miˈnɔɹga ˌviˑʒe ˌgwe̞ ˈdjɔ̃tɑ̃ mɛ - ˈpɣɑ ˌviˑʒe ˌgwe̞d dœz ˈmɑʃin ze - ˈhẽ ˈhẽ wa ˈmɑ ˈmɑʃin də ˈdɛwĩ ˈluˑzu - ə ˈpul ze - a ? - ˈgwe̞ˑld ə ɣez ə - a ˈlɑke̞z ˈveʃən ˈbɑꝛz a - ˈstɑꝛde̞z ɣe̞z ən ˈtul bah ˈweˑən - a ˈstɑꝛde̞z ˌneˑɑ̃ ˈbɑɹs - a a ˌwestat ʃiˈmik ˈkɑ̃tɑ̃ ˌɑhe vəˌse a wa ˈkɣo̞ˑgə ˈntɑ̃ˑn bah ˈpult]
c'est de la poudre... « minorga », pour sauter (la souche ?) d'arbre, ça c'était quoi ? « minorga » qu'on appelait ça mais... qu'est-ce qu'on faisait de ce machin-là ? ça... ça c'était un machin pour brûler les mauvaises herbes, cette poudre-là, et xxx ( ?), tu vois euh... et tu mettais une mèche dedans et... tu serrais... tu faisais un trou dans l'arbre, et tu le serrais dedans, et... et il avait une boite d'allumettes sur lui et le feu avait pris dans la poudre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Kariou, ganet e 1930 e Peurid, o chom e Peurid, marvet e 2025, tud bet ganet e Kervorc'h / Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
🔗 ur chimik
['ʃimik]
une allumette
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur voestad chimik a vez lâret
['westə ʃi'mik ve 'lɑ:ɹət]
une boîte d'allumettes qu'on dit
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 chimik ya
[ʃi'mik ja]
des allumettes oui
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. 'tije d'ober lakat ar gwin da dommañ, pa verv, e lakez chimik 'vat paotr, flamm ! an alkol... 2. a vije devet 1. eñ... eñ zo... eñ a grog... eñ a grog an tan ennañ pa vez tomm, ha memes pa vije graet eu... serten pladoù, serten... e vije la... e vije... servijet dit gant... gant alkol ha tan e-barzh
1. [tiʒe ˌdo̞ɹ ˈlɑkə ˈgwiːn də ˈdo̞mɑ̃ - pe vɛɹw - ˈlɑke̞s ʃiˈmik ha po̞t ˈvlɑ̃m - nalˈkɔl] 2. [viʒe ˈdɛwət] 1. [ˈhẽ ˈhẽ zo - hẽ ˈgɾɔːg - hẽ ˌgɾɔˑg ˈtɑ̃ːn nenɑ̃ pe ve to̞m - a ˈmɛməs pe viʒe gwɛt ə - ˈsɛɹtən ˈplɑːʒo ˈsɛɹtən - viʒe la viʒe - ʒɛɹˈviːʒə tit gɑ̃n - gɑ̃n alˈkɔl a ˈtɑ̃ːn baɹs]
1. tu devais mettre le vin à chauffer, quand il boue, tu mets une allumette mon gars, de la flamme ! l'alcool... 2. était brûlé 1. il... il est... il prend... le feu prend dedans quand il est chaud, et même quand on faisait euh... certains plats, certains... on met... on... te servait avec... avec de l'alcool et du feu dedans [flambé]
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi