Klask
« chiminal »
Frazennoù kavet : 14
-
👂 🔗 ha du-mañ, ur bloavezh aze, d'abardaez aze, e oa... e oa un toull, 'ba... ar min... ar min-korn, 'ba krec'h 'ba ar chiminal, ha 'oarez ket petra a oa graet ? laket ur berchenn koad, ha gant ur sac'h nylon, ha tout 'h aent e-barzh ! tout ! al logodennoù-dall 'h ae e-barzh, oh ma... ma doue ! ha koulskoude ! oh ! lazhet e oa ! lazhet e oa !
[... - ... - ... - ... - ... ˌlo̞go̞ˌdeno ˈdɑl - ... - ...]
et chez moi, une année là, en soirée là, il y avait... il y avait un trou, dans... la pierre... la pierre d'angle, en haut dans la cheminée, et tu ne sais pas ce qu'on avait fait ? [on avait] mis une perche en bois, et avec un sac en nylon, et elles allaient toutes dedans ! toutes ! les chauves-souris allaient dedans, oh mon... mon dieu ! et pourtant ! oh ! il y en avait eu de tuées ! il y en avait eu de tuées !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Ko... Koman... Komanant Fourniez... Vonez 2. ah, ya ! Komanant Fournier 1. ya met hennezh zo bet diskar... an ti zo bet diskaret, sell ! ar vantell chiminal aze zo... 2. ar mogerioù zo e-barzh bepred
1. [... - ˌko̞mɑ̃n ˈfuꝛɲəs ... - ˈvɔ̃ːnəs] 2. [a ja - ko̞ˌmɑ̃ˑnɑ̃ ˈfuꝛɲe] 1. [... - ... - ...] 2. [...]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Arsen Konan, ganet e 1931 e Plouilio, o chom e Plouilio, marvet e 2023, tud bet ganet e Plouilio / Ploulec'h.
– Jermen Raoul (Konan), ganet e 1931 e Plouared, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. oh, non ! non ! non ! ha neuze arabat eo lakat re domm ivez, kua ? gwechall 'vije ket kement-se tommder 'ba an tier, hañ ! non 2. pa vije graet tan war an oaled 1. ya, ya, e vije graet tan, hag ar c'hafe o tommañ, 'ba ar pod-kafe ya, 'ba ar pod-kafe, war... nann ! 'ba al ludu, un tamm bihan bord eu... e bord ar chiminal
1. [... - a ˌnœhe ˈɹɑːbəd ˈlɑkəd ˈɹe do̞m ˌiˑə - ˌkyˑa - gweˈʒɑl viˌʒe keˌmese ˈto̞mdəɹ ban ˈtiˑəɹ - ɑ̃ - ...] 2. [pe ˌviʒe ˌgɛ ˈtɑ̃ːn waɹ ˈnwɑːlət] 1. [ˌjɑ - ˌjɑ viʒe ˌgwɛ ˈtɑ̃ːn - ag ə ˈhɑfe ˈto̞mɑ̃ - ba ˌputˈkɑfe ˌjɑ - ba ˌputˈkɑfe - waɹ - ˌnɑ̃n - bah ˈlyːdy - tɑ̃m ˈbiˑən ˌbɔɹd ə - ˌbɔɹd ə ʃiˈmiːnal]
1. oh, non ! non ! non ! et alors il ne faut pas mettre trop chaud non plus, n'est-ce pas ? autrefois il n'y avait pas autant de chaleur, hein ! non 2. quand on faisait du feu sur le foyer 1. oui, oui, on faisait du feu, et le café en train de chauffer, dans le pot à café oui, dans le pot à café, sur... non ! dans la cendre, un peu au bord euh... au bord de la cheminée
Gant :
– Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
– Frañsoa Briand, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. oh ! met daon ! me pa oan bihan, n'onn ket piv 'nea graet an taol 2. homañ eo Tara, homañ eo an hini diwezhañ 1. me a oa arri... me a oa arri un taol digourdi ganin, e oan kouezhet 'ba an tan, d'ar c'houlz-se e vije graet tan 'ba... 'ba ar chiminal te ! e oan kouezhet war ma benn 'ba an tan, hag an hini 'nea gwelet a oa karzhet da lâret « eh ! kouezhet eo 'ba an tan ! » e-lec'h bezañ tennet ac'hanon er-maez e oa aet da lâret e oan kouezhet 'ba an tan, bet 'meus merket... e-pad ur pennad-mat e oa merket ma benn, 'ma ket blev war korn ma benn, oh ! me 'meus bet chañs paotr-kaezh !
1. [o mɛ dɑ̃w ˌme pe wɑ̃n ˈbiˑən - ˌnɔ̃ kə ˈpiw nea ˌgwɛ ˈntoːl] 2. [ˌhomɑ̃ he̞ taɹa - ˌhomɑ̃ he̞ nˑi diˈweˑɑ̃] 1. [ˌme wa ˌɑj - ˌme wa ˌɑj tol diˈguɹdi gəˌnĩ - wɑ̃n ˈkwed ban ˈtɑ̃ːn - də ˈhuls se viʒe gwɛ ˈtɑ̃ːn bah - bah ʃiˈmiːnəl te - wɑ̃n ˈkwed waɹ mə ˈbe̞n ban ˈtɑ̃ːn - a ˌnˑi nea ˈgwe̞ˑld wa ˈkɑɹzəd də ˈlɑˑɹ - ɛ ˈkwed e̞ ban ˈtɑ̃ːn - ˌle̞x ˌbeˑɑ̃ ˈtɛnəd ˌɑ̃w ˈme̞ːs - wa ˌɛt tə ˈlɑˑɹ wɑ̃n ˈkwed ban ˈtɑ̃ːn - ˌbed møs ˈmɛɹkət - pad ˌpe̞nəˈmɑd wa ˈmɛɹkə mə ˈbe̞n - ˌma kə ˈblɛw waɹ ˌkɔɹn mə ˈbe̞n - o me møz be ˈʃɑ̃ˑs po̞tˈkɛːs]
1. oh ! mais dame ! moi quand j'étais petit, je ne sais pas qui avait fait le coup 2. elle c'est Tara, elle c'est la dernière 1. moi il m'était... moi il m'était arrivé un drôle de coup, j'étais tombé dans le feu, à cette époque-là on faisait du feu dans... dans la cheminée pardi ! j'étais tombé sur la tête dans le feu, et celui qui avait vu avait filé pour aller dire « eh ! il est tombé dans le feu ! » au lieu de me tirer de là il était allé dire que j'étais tombé dans le feu, j'ai eu des marques... ma tête a été marquée pendant un bon moment, je n'avais pas de cheveux sur le coin de ma tête, oh ! moi j'ai eu de la chance mon gars !
Gant :
– Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
– Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze emañ bepred ar vogerenn, ha neuze ar chiminal, ha neuze e vez gwelet... al loñjerenn 'neuint restoret aze, emañ ar mein... ar mein o tont er-maez aze, donc e oa unan all, ur batimant all, an ti a oa stag deus hennezh hag e deue betek an hent
[ˌɑhe mɑ̃ ˌbo̞pəd voˈgeːɹən a ˌnœhe ʃiˈmiːnəl - a ˌnœhe ve ˈgwe̞ːlət - lɔ̃ˈʒɛːɹən nœɲ ɹɛsˈtoːɹəd ˌɑhe - mɑ̃ ˈmɛɲ - ˈmɛɲ tɔ̃n ˈme̞ːz ˌɑhe - dɔ̃ŋg wa ˈnɑl - baˌtimən ˈɑl - ən ˈtiˑ wa ˈstɑˑg dœs ˈhẽˑs a ˌde ˈbetɛg ˈnɛn]
le mur est toujours là, et la cheminée aussi, et alors on voit... la longère qu'ils ont restaurée là, les pierres... les pierres qui sortent là, donc il y en avait une autre, un autre bâtiment, la maison jouxtait celle-là et elle venait jusqu'à la route
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar vugale vihan... ar reoù all 'neuint ket (T. : advugale vihan 'peus ket ?) nann ! 'neus ket laket an oustilhoù en rout c'hoazh, ret eo... ret eo tommañ ar chiminal a-raok, ya, ya ! evel a lâre Bouilhon, « vous aurez mais il faudra une votez, emezañ ! »
[vyˌgɑˑle ˈviˑən - ꝛew ˈɑl ˌnœɲ cəd la - ˌnɑ̃n - ˌnøs kə ˈlɑkə nusˈtijo ˈꝛut ˌhwɑs - ꝛɛd e̞ ꝛɛd e̞ ˈto̞mɑ̃ ʃiˈminal əˌꝛo̞ˑk - ˌjɑ ja - we̞l ˈlɑːꝛe ˈbujən - ... ˈvotəs ˌmeˑɑ̃]
les petits enfants... les autres n'ont pas (T. : vous avez des arrières-petits-enfants ?) non ! ils n'ont pas encore mis les outils en route, il faut... il faut chauffer la cheminée avant, oui, oui ! comme disait Bouillon, « vous aurez mais il faudra une chaussure, disait-il ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jak Nikol, ganet e 1932 e St-Laorañs, o chom e Skiñvieg, marvet e 2025, tud bet ganet e Skiñvieg / Skiñvieg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « ti ma pikou pika, hemañ 'neus daou siminal, ya ! pikou pika, hemañ 'neus daou chiminal »
[ti ma piˈcu piˈca - ˈhemə nøz ˈdɔw ʃiˈmiɲəl - ˌjɑ - piˈcu piˈca - ˈhemə nøz ˈdɔw ʃiˈmiɲəl]
« maison si picou pica, elle a deux cheminées, oui ! picou pica, elle a deux cheminées »
??? devinette ?
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn neuze ni 'mamp gallet aretiñ an tan a-rez ar chiminal peogwir eu... e oant en ur rengenn-tout, ne oa ket kraou ebet izelloc'h en ur rengenn, ma vije bet kroget an tan eno a-greiz an noz e oa devet an tout e dammoù traoù da hemañ hag evel-se ne oa ket devet nemet ar c'hreñj
[bɛn 'nœ:he mym mɔ̃m 'gɑləd a'ʁɛtĩ ntɑ̃:n ʁɛs ʃi'mi:nəl pə'gu:ʁ ə wɑ̃ɲ nœʁ 'ɾɛŋgən tut wa kə hɾo̞w bed i'zɛlɔx nœʁ 'ɾɛŋgən ma viʃe be 'kʁɔ:gə tɑ̃:n 'e:no gɾɛjs nɔ̃:s wa 'dɛwət tud i 'dɑ̃mo tɾɛw də 'hemɑ̃ a və'se wa kə 'dɛwəd mɛ hɾɛ̃:ʃ]
pour alors nous avions pu arrêter le feu au ras de la cheminée puisque euh... ils étaient tous [logis] dans une rangée, il n'y avait pas de crèche plus bas dans la rangée, si le feu avait pris dedans dans la nuit, toutes ses affaires à lui auraient été brûlées et comme ça seule la grande a brûlé
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 ur vantell chiminal
[ə 'vɑ̃ntəl ʃi'mi:nəl]
un manteau de cheminée
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an andouilhoù a vije laket 'ba... 'ba ar chiminal
[ə nɑ̃n'duju viʒe 'lɑkə bah bah ʃi'mi:nəl]
les andouilles on les mettait dans... dans la cheminée
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Aze fas d'ar chiminaloù aze, aze zo evel ur varrenn wenn, eeun neuze evel n'onn ket petra. Ne welez ket anezhi ? O tont deus an torkad all, ha neuze ec'h a eeun eeun betek a-us... betek heu... fas da... chiminal ar presbital karje.
[ahe vastə ˌʃiminaːlo ahe – ahe zo vɛl ˌvaʁən’wɛn ’ɛ̃ːvən nœhe vɛl ’nõŋ kə ’pʁaː – we’lɛskə ’nɛj – ’tõn døz ən ’toʁkad’al – a nœhe ha ’ɛ̃ːvən ’ɛ̃ːvən bete ’hys – beteg ø – ’vastə ʃi’miːnal pʁes'pitoɹ kaʁʒe]
Là, en face des cheminées, il y a comme une barre blanche [nuage], droite comme je ne sais pas quoi [= vraiment très droite]. Tu ne la vois pas ? Qui vient de l'autre amas, et qui va tout droit jusqu'au-dessus... jusqu'à heu... presque en face de la cheminée du presbytère.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 eno oa tan 'ba 'r chiminal, 'ma sec'het ma droad ma chaoson du-hont
['e:no wa tɑ̃n bah ʃi'mi:nəl ma 'zehɛd mə drwɑd mə 'ʃowsɔ̃n 'dyɔ̃n]
là il y avait du feu dans la cheminée, j'avais séché mon pied, mon chausson là-bas
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pothouarn en-pign 'ba 'r chiminal
[pu'tuarn ɛn piɲ bar ʃi'mi:nal]
la marmite en pendant dans la cheminée
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Geo, e-barzh ar chiminal evel Maman a rae.
Gè, bah chiminel vèl Maman rê.
Si, dans la cheminée comme faisait Maman.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal