Klask
« dantist »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 breur hoñ a oa dantist 'ba 'r Pempoull
[brœr hɔ̃: wa dɑ̃’tist bah ’pɛmpul]
le frère de celle-ci était dentiste à Pempoull
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. e wreg a oa dantist c'hoazh hañ ? 2. xxx ( ?), hoñ zo marv pell zo, hoñ 'da kollet he fenn ivez 1. met 'oant ket asambles ken kwa ? 'gredan ket ? 2. nann nann 1. 'oaran ket pe 'na... bugale 'na ? 2. div... teir blac'h, unan dioute zo marv abaoe, pa 'meus gwelet, 'da ket nemet eizh vloaz ha hanter-kant ivez 1. ah ya ! marv yaouank neuze c'hoazh 2. ah ! n'eus oad ebet paotr-kaezh !
1. [i ˈwɹeg wa ˈdɑ̃tis hwas ɑ̃] 2. [? - hɔ̃ zo ˈmɑɹw pɛl zo - hɔ̃ da ˈko̞ləd i ˈvɛn ˌiˑe] 1. [mɛ ˌwɑ̃ɲ cə ˈsɑ̃məs ken kwa - gɹeˈdɑ̃ kət] 2. [nɑ̃nɑ̃n] 1. [waˈɹɑ̃ kə pe na - byˈgɑːle na] 2. [ˈdiw - ˈtɛɹ blax - yn ˌdjɔ̃te̞ zo ˈmɑɹw bwe pe møz ˌgwe̞ˑlət - da kə mɛ ˌɛjs la ˌɑ̃təˈkɑ̃n ˌiˑe] 1. [a ja - ˌmɑɹw ˈjo̞wɑ̃ŋ ˌnœˑe hwas] 2. [a nøs ˈnwɑːd bet po̞tˌkɛˑs]
1. sa femme était dentiste aussi hein ? 2. xxx ( ?), elle est morte depuis longtemps, elle avait perdu la tête aussi 1. mais ils n'étaient plus ensemble quoi ? je ne crois pas ? 2. non non 1. je ne sais pas si... il avait des enfants ? 2. deux... trois filles, l'une d'elles est morte depuis, puisque j'ai vu, elle n'avait que cinquante-huit ans aussi 1. ah oui ! morte jeune alors aussi 2. ah ! il n'y a pas d'âge mon pauvre !
Gant :
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, oh ma Doue ya, ha 'ba ar salioù ivez euh... 'ba ti an dantist e welan zo laket pas darc'hañ ur chewing-gum kuit peotramant... abalamour da, abalamour d'an hini a vez oc'h ober menaj
[ja o ma ’due ja a bah ’zɑ:ljo ie ə bɑh ti dɑ̃’tist wɛ:lɑ̃ zo ’lɑkət pɑz ’dɑrhɑ̃ ʃwiŋ’gɔm kwit pe’tɑ̃m bɑ̃m tə bɑ̃m tə n:i ve ho:r ’menɑʃ]
oui oh mon Dieu oui, et dans les salles aussi euh... chez le dentiste je vois que c'est mis de ne pas balancer son chewing-gum sinon... à cause de, à cause celle qui fait le ménage
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. eñ... eñ a oa kriz a-walc'h, kriz a-walc'h e oa bepred 2. met me 'meus ket da glemm dioutañ 1. a-hend-all e oa un dantist mat ya, met kriz a-walc'h, me 'meus soñj pa oan bihan pa 'h aen eno e oa... e vije gant e rouletenn aze, « pa 'to poan 'to ket nemet serriñ gant da dorn », ha pa serren ma dorn, neuze e waske muioc'h c'hoazh, ha goude... goude e lâre « ah c'est bien ! tu as été courageux, emezañ », ha neuze e roe ur sukrenn din da vont d'ar gêr, da lakat ma dent da vreinañ adarre kwa
1. [ˌhẽ ˌhẽ wa ˈkɹiː əˈwɑx - ˈkɹiː əˈwɑx wa ˈbopə] 2. [ˌme møs kə be də ˈglɛm ˌdɔ̃tɑ̃] 1. [hɛnˌdɑl wa ˌˈndɑ̃ntis ˈmɑːd ja - mɛ ˈkɹiː əˈwɑx - me møz ˌʒɔ̃ˑ pə wɑ̃n ˈbiːən pe hɛn ˈeːno wa - viʒe gɑ̃n i ɹuˈlɛtən ˌɑˑe - pe to ˈpwɑ̃ːn to kə mɛ ˌzɛˑĩ gɑ̃n te ˈdɔɹn - a pe ˈzɛɹɛn mə ˈdɔɹn ˌnœˑe ˈwɑske ˈmyˑɔx hwas - a ˈguːde - ˈguːde ˈlɑːɹe ... ˌmeˑɑ̃ - a ˌnœˑe ˌɹoˑe ˈsykən dĩ dɔ̃n də ˈge̞ːɹ - da ˈlɑkə mə ˈdɛn də ˈvɹɛɲɑ̃ ˌɑˑe kwa]
1. il... il était assez cruel, toujours est-il qu'il était assez cruel 2. mais moi je n'ai pas à me plaindre de lui 1. autrement c'était un bon dentiste oui, mais assez cruel, moi je me souviens quand j'étais petit quand j'y allais il était... il était avec sa roulette là, « quand tu auras mal tu n'auras qu'à fermer avec le poing », et quand je fermais le poing, alors il appuyait encore plus, et après... après il me disait « ah c'est bien ! tu as été courageux, disait-il » et alors il me donnait un bonbon pour rentrer à la maison, pour me faire pourrir les dents de nouveau quoi
Gant :
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se ne oa ket a dantist
[də 'huls:e wa kə dɑ̃'tis]
à cette époque-là il n'y avait pas de dentiste
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket moaien da vont d'an dantist
[wa kə 'vojən dɔ̃n dən dɑ̃'tist]
il n'y avait pas moyen [ce n'était pas possible] d'aller chez le dentiste
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi