Klask
« dape »
Frazennoù kavet : 27
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 ha ma zad 'na laket eu... un añvelop belo, n'eo ket ! ya, un añvelop eu... un añvelop belo gant un tamm krog, hag un tamm ogejoù war-lerc'h, hag eu... Mignonne en drot, aze e lede pataz 'vat paotr ! hag eu... 'vije ket drailhet pataz hañ ! eñ a dape ar bonchenn eeun hañ ! « hu ! hu ! », hag e vije d'ober ul lao... (ul laouenn ?) amañ, hag (ul laouenn ?) du-hont, e vije brav ar pataz goude da dastum, hag e vijemp kazi... tremen eizhtez, o c'hoari warni hañ ! met tennet e vije loustoni diwarne, laket e vije naet
[... - nɑ̃vəˌlɔb ˈbeˑlo - ... - nɑ̃vəˌlɔb ˈbeˑlo ... - ... - miˈɲɔn in ˈdɾɔt - ... - ... - ˌhẽ ˈdɑpe̞ ˈbɔ̃ʃən ˈɛwn ɑ̃ - ... - ... - ə ˈlɔwən ˈɑ̃mɑ̃ - a ˈlɔwən ˈdyˑɔ̃n - ... - ... - ˈhwɑj ˌwaʁni ɑ̃]
et mon père avait mis euh... un cadre de vélo, non ! oui, un cadre euh... un cadre de vélo avec un petit crochet, et une petite herse après, et euh... Mignonne au trot, là ça étalait les patates mon vieux ! et euh... les patates n'étaient pas abîmées hein ! il prenait le haut du sillon bien droit hein ! « hu ! hu ! », et il fallait faire... xxx ( ?) ici, et xxx ( ?) là-bas, les patates étaient faciles à ramasser après, et nous étions presque... plus de huit jours, à travailler là-dessus hein ! mais on enlevait les saletés, on mettait propre
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e oa en em gavet an aotrou Klec'h, eñ a oa un sacré champion, eñ a oa ur c'hwil, eñ a dape xxx ( ?), ar Gouent Bear a vote-tout evit hennezh, met... 'refuze mann ebet dezhe james !
[...]
et après monsieur Le Clec'h était arrivé [à la mairie], lui c'était un sacré champion, lui c'était une vedette, il réussissait xxx ( ?), ar Gouent Bear votait totalement pour lui, mais... il ne leur refusait jamais rien !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 ah, ar C'hoadig ? koulskoude me a dape an hent da droc'hañ melchon ruz du-hont... 'ba Koadig, 'ba park Koadig
[a - ˈhwɑˑdik - ... - ... ˈkwɑˑdik - ... ˈkwɑˑdik]
Kemper-Gwezhenneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jean-Claude Tomaz, ganet e 1935 e Kemper-Gwezenneg, o chom e Kemper-Gwezenneg, tud bet ganet e Kemper-Gwezenneg / Kemper-Gwezenneg.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 aze zo tri pe bevar di aze ivez, 'ba vilajenn Traou an Dour aze, Traou an Dour a vije lâret met... ya, Hent ar Prad a lerez hañ ? ouai, gwelet a ran pelec'h emañ an hent hañ ! peogwir an hent-se a dape prajoù, ben aze e oa prajoù, un toullad prajoù, gleb memes, gleb-kaer, hag an hent da vont dezhe, ben, a vije graet Hent ar Prad doutañ
[... - ... ˌtɹɔwˈnduːɹ ... - ˌtɹɔwənˈduːɹ ... - ja - he̞n ˈpɹɑˑd ... - ... - ja - ... - ... - ... he̞n ˈpɹɑˑd ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Toull ar C'hwidoned aze... aze e oa un hent a dape an aod ivez sur a-walc'h !
[ˌtul hwiˈdɔ̃ˑnəd ... - ...]
Planiel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. e gemerez an dro-gorn aze 2. ya ! 1. aze e oa un ti 2. ah, ya ! te a lâr (Luoch Julo ?) 1. aze e oa un ti 2. ah, ya ! met eñ 'neus ket hennezh 1. nann 2. hennezo zo... eñ emañ e bignon en e sav bepred 1. ah, ya ! ya ! ya ! hennezh zo aze bepred 2. 'ba Kervengi libr ! 1. ya, pa 'h ez d'an Ifern ma kerez 2. daou Gervengi zo e Pleuzal 1. pa deuez deus kroashent ar Chimikenn 2. unan zo e-kichen Kerleo, hag unan all zo du-hont... unan all zo du-hont eu... ti (Luoch Julo ?) eo 1. ya, ya ! ya, ya ! n'onn ket piv a oa aze o chom 2. hag ar pignon zo bepred 1. xxx ( ?) mpa dad-kozh ha... 2. ya, ya, ya ! kreiztre an Ifern ha... 1. me a dape gedon 2. kreiztre an Ifern ha Kervarker... ha... kaoc'h... n'eo ket K... 1. an Ifern, an Ifern hag ar Fod 2. an Ifern ha Kervengi, kreiztre an Ifern ha Kervengi, dindan... dindan Koad Izour 1. aze e oa un ti 'ba an dro-gorn 2. aze e oa un ti ya !
1. [...] 2. [ja] 1. [...] 2. [a ja - ... ˌlyˑo ˈʃyˑlo] 1. [...] 2. [...] 1. [...] 2. [... - ...] 1. [... - ...] 2. [ba ke̞ꝛˈvɛŋgi ...] 1. [ja - ... ˈniˑvɛꝛn ...] 2. [... ke̞ꝛˈvɛ̃ˑgi zo plœˈzɑˑl] 1. [... ʃiˈmikən] 2. [... ke̞ꝛˈlɛw - ... - ... - ti ˌlyˑɔˈʃyˑlo ...] 1. [ja ja - ja ja - ...] 2. [ja ja ja - ... ˈniˑvɛꝛn a] 1. [...] 2. [... ˈniˑvɛꝛn a ke̞ꝛˈvɑꝛkəɹ - aː - ... - ...] 1. [ˈniˑvɛꝛn - ˈniˑvɛꝛn a ˈfoˑt kwa] 2. [ˈniˑvɛꝛn a ke̞ꝛˈvɛ̃ˑgi - ... ˈniˑvɛꝛn a ke̞ꝛˈvɛ̃ˑgi - ... - ... kwaˈdiˑzuɹ] 1. [...] 2. [...]
Pleuzal
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Kristian Boverje, ganet e 1954 e Pleuzal, o chom e Pleuzal, tud bet ganet e Pleuzal.
– Ujen Boverje, ganet e 1930 e Hengoad, o chom e Pleuzal, marvet e 2023.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwerrouz ? ya sur ! peogwir e oa bet ha... e oa koñseilher ha pa 'h ae... feiz, d'ar c'hoñseilh evel 'h a ar reoù all bremañ ivez, 'h aent d'ar c'houlz-se ivez, ma n'ae ket an traoù deus e gostez, e dape e asied soub, diwar an daol ha 'h ae er-maez da debriñ
[ˈgwɛꝛuz ˌjɑ ˈzyˑꝛ - py wa ˌbed a - wa kɔ̃ˈsɛjəꝛ a pe ˌhe - ˌfe də ˈhɔ̃sɛj we̞l ha ˌɹewˈɑl ˌbo̞mɑ̃ ˌiˑe - he̞ɲ də ˈhulsˑe ˌiˑe - ma ˌne ˈntɾɛw dœs i ˈgo̞ste - ˈdɑpe i aˌsiˑɛt ˈsup - ˈdiwaꝛ ˈndoːl a he ˌme̞ˑs tə ˈdiːbĩ]
grincheux ? oui assurément ! puisqu'il avait été... il était conseiller et quand il allait... ma foi, au conseil comme font les autres maintenant aussi, ils allaient à cette époque-là aussi, si ça ne tournait pas dans son sens, il prenait son assiette de soupe, de sur la table et il allait dehors manger
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha da gentañ a oa monte-pailles, ha neuze e vije Louis ar Bourr ha Fañch Koatantieg, oh ! ni... ni a rae pezhioù tournioù, oh la la la ! ni a vije o tornañ paotr, c'hoariet e vije las e-pad teir sizhun, labourat a raemp, non de diou ! kazi... graet e vije... ni a dape tomm hañ !
[a ˌɹewˈgentɑ̃ wa ... - a ˈnœhe wa lwi ˈbuɹ a vɛ̃ʃ ˌkwatɑ̃nˈtiːək - o ˈnim - ˈnim ɹe ˌpeːʒo tuɹˈniˑo - o la la la - nim viʒe ˈtɔɹnɑ̃ po̞t - ˈhwɑj viʒe ˈlɑs pad tɛɹ ˈzyːn - laˈbuˑɹ ə ɹɛm - ... - ˈkahe gwɛd viʒe - nim ˌdɑpɛ to̞m ɑ̃]
et les premiers c'étaient des monte-pailles, et aussi il y avait Louis Le Bour et François Coatantiec, oh ! nous... nous faisions de grosses tournées, oh la la la ! nous battions mon gars ! on faisait la fête pendant trois semaines, nous travaillions, nom de dieu ! presque... on faisait... nous attrapions chaud hein !
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a dape korveoù war-lerc'h ar saout-se
[me 'zɑ:ve kɔʁ've:o waʁ'lɛʁh zo̞wtse]
moi je me tapais des corvées avec ces vaches-là
Gant : Jañ Briand, ganet e 1924 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar merc'hed a vije oc'h ober stamm aze hag eu... un tamm lutig war... hag ar reoù all a vije pozet war an daol ha neuze pep hini a dape e hini hag a dorre... dorre an troad, darn anezhe a oa hir kwa, hag aze goude neuze, ar re-se a vije kaset da di ar c'hordenner d'ober... d'ober... d'ober kerden
['mɛɹhɛd viʒe ho̞:ɹ stɑ̃m 'ɑ:he ag ə gɑ̃n tɑ̃m 'lutiɟ waɹ a ɹe al viʒe 'po:zəd waɹ do:l a 'nœ:he po'pi:ni 'dɑpe i 'hi:ni a 'doɹe 'doɹe twɑ:t dɑɹn nɛ: wa hi:ɹ kwa ag 'ɑ:he 'gu:de 'nœ:he ɹee viʒe 'kɑsəd di hɔɹ'dɛnəɹ do̞:ɹ do̞:ɹ do̞:ɹ 'kɛɹdən]
les femmes faisaient du tricot là et euh... une petite lumière sur... et les autres étaient posés sur la table et alors chacun prenait le sien et cassait... cassait le pied [de chanvre], certains d'entre eux étaient long quoi, et là après alors, ceux-là on les acheminaient chez le cordelier pour faire... faire... faire des cordes
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze emañ bepred ar feunteun, e-tal ar chapel e oa ur feunteun hag a oa evit an daoulagad, ha 'meus soñj memes pa oan... pa oan bihan ma kerez, me 'meus soñj da welet tud, merc'hed kozh, o tont, o tont amañ da... da welet ma mamm, da gerc'hat dour da... peogwir e gomañsent kaout teñval-gweled e deuent aze da welet eu... hag e vije roet ur voutailhad dour dezhe da vont d'ar gêr, ar re-seoù a deu d'evañ kafe gant ma mamm hag e vijent o tiskutiñ ha tout ha me a vije lâret din mont da gerc'hat dour d'ar feunteun, ar feunteun zo uheloc'h evit an dro-gorn diouzhtu aze, me n'aen ket ordin da gerc'hat dour d'ar feunteun, me a dape dour a deue deus lec'h all hag a rae memes efed
[’ɑ:he mɑ̃ ’bopəd ə ’vœntən tal ’ʃɑpəl wa ’vœntən ag ə wa win do̞w’lɑ:gət a mœz ʒɔ̃:s ’mɔ̃məs pwɑ̃n pə wɑ̃n ’bi:ən ma ’ke:ʁes me mœz ʒɔ̃:s də ’we̞:lət tyt ’mɛʁhɛt ko:s dɔ̃n dɔ̃n ’ɑ̃mɑ̃ də də we̞:l mə mɑ̃m də ’gɛʁhəd du:ʁ də pu ko’mɑ̃sɛɲ kɑ:t ’tẽ:vəl ’gwe̞:lət dɛɲ ’ɑ:he də ’we̞:ləd ə a viʃe ’ɹo:əd ə vu’tɑjə du:ɹ dɛ: də vɔ̃n də ge̞:ɹ zew dɛ ’ɑ:he ’de:və ’kɑfe gɑ̃n mə mɑ̃m a viʃe tis’kytĩ a tut a me viʃe lɑ:d dĩ mɔ̃n də ’gɛʁhə du:ɹ də ’vœntən ə ’vœntən zo y’ɛlɔx win dʁo’gɔɹn dys’ty ’ɑ:he me nɛŋ kəd ɔɹ’din də ’gɛʁhə du:ɹ də ’vœntən me ’dɑpɛ du:ɹ dɛ dəz le̞h al a ʁɛ ’mɔ̃məz ’efət]
la fontaine est toujours là, à côté de la chapelle il y avait une fontaine pour les yeux, et je me souviens même quand j'étais... quand j'étais petit si tu veux, je me souviens de voir des gens, de vieilles femmes, venir... venir ici pour voir ma mère, pour aller chercher de l'eau pour... puisqu'elles commençaient à mal voir elles venaient là pour voir euh... et on leur donnait une bouteille d'eau pour chez elle, celles-là venaient boire le café avec ma mère et elles discutaient et tout et moi on me disait d'aller chercher de l'eau à la fontaine, la fontaine qui est plus haut que le virage totu de suite là, moi je n'allais pas tout le temps chercher de l'eau à la fontaine, moi je prenais de l'eau qui arrivait d'ailleurs et qui faisait le même effet
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar c'hantonerien, ar re-seoù a dape o skas, pa vije 'ba Plûned e vije o tekrial reoù Donkedeg, goude ha Tonkedeg...
[hɑ̃to'ɲɛ:ʁjɛn zew 'dɑpe o skɑs pe viʒe ban 'ply:nəd viʒe te'kʁi:əl ʁew dɔ̃ŋ'ke:dɛk 'gu:de a tɔ̃ŋ'ke:dɛk]
les cantonniers, ceux-là en prenaient pour leur grade, quand il était à Plûned il critiquait ceux de Tonkedeg et après Tonkedeg...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 outre-se ar person, pas ar person, ar skolaer neuze, eñ deus ar beure, pa gomañse ar skol, kentañ hini a dape o kaozeal brezhoneg a roe ar simbol dezhañ, ar simbol a rae deus eu... ar simbol a oa ur c'hapuchenn diwar... diwar ur stilo aze, hag e roe hennezh dezhañ hag eu... ma 'nije roet dit-te, feiz, te 'ta d'ober reiñ anezhañ d'unan all ha 'tije tapet o kaozeal brezhoneg
['utɾe ze 'pɛʁsɔ̃n pas 'pɛʁsɔ̃n sko'lɛ:ʁ 'nœ:he ẽ̞: dœz 'bœ:ʁe pə go'mɑ̃se sko:l 'kentɑ̃ 'hi:ni 'dɑpe ko'ze:əl bʁɛ'zɔ̃:nək 'ro:e sɛ̃'bɔl deɑ̃ sɛ̃'bɔl ʁɛ dœz ə ə sɛ̃'bɔl wa ha'pyʃən diwaʁ diwaʁ ə 'sti:lo 'ɑ:he ag ə 'ʁo:ɛ hẽ̞:z deɑ̃ ag ə ma tiʒe 'ʁo:ət tite fe: te ta do̞:ʁ ʁɛĩ neɑ̃ də nɑl a tiʒe 'tɑpət te ko'ze:əl bʁɛ'zɔ̃:nək]
en plus de ça le curé, pas le curé, l'instituteur alors, lui le matin, quand l'école commençait, le premier qu'il attrapait à parler breton, il lui donnait le symbole, il appelait symbole euh... le symbole c'était un capuchon de... de stylo, et il lui donnait celui-là, et euh... s'il te l'avait donné, ma foi, tu devais le donner à un autre que tu avais attrapé à parler breton
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an hini a dape mont e-barzh 'h ae just-ha-just ivez kwa, dre... dre serten pasajoù
[n:i 'dɑpe mɔ̃n bɑɹs he ˌʒysta'ʒyst ie kwa dɾe dɾe 'sɛɹtən pa'sɑ:ʒo]
celui qui arrivait à aller dedans passait tout juste aussi quoi par... par certains passages [galerie dans la roche]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 rouspetiñ, derc'hen da werrouzat, hag an hini a oa evel-se a vije... a dape... dape plañ ordinal kwa
[ɹus'pɛtĩ 'dɛɹhɛn də wɛ'ɹu:zət a n:i wa və'se viʒe 'tɑpe 'tɑpe plɑ̃: ɔɹ'di:nal kwa]
rouspéter, continuer de ronchonner, et celui qui était comme ça était... prenait... prenait (le dessus ?) tout le temps
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... a dape a-dreuz ordin
['dɑpe dɾœ:z ɔɹ'di:n]
... prenaient toujours à travers
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an Arabed a dape anezhe e-skeud da debriñ
[na’ɹɑ:bəd ’dɑpe nɛ: skœ:d də ’di:bĩ]
les Arabes les attrapaient sous prétexte de les manger [hirondelles]
Vallée 2014 p. 212. « E-skeud-ze = grâce à cela, par suite. […] Je l’ai entendue employée dans le sens de sous prétexte. »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-kerzh an eost kwa, pa dape ober... kaout un eost mat 'tije un tamm bennak
[kɛɹz nɛst kwa pe 'dɑpe o̞:ɹ kɑ:d nɛst mɑ:d tiʒe tɑ̃m mə'nɑ:k]
pendant la récolte quoi, quand on arrivait à faire... avoir une bonne récolte tu avais un peu [d'argent]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ya, pa dape diwan ervat pa... pa veze laket d'ar c'houlz-se gant kezeg brav an douar aze, war-lerc'h potaj pe un tamm bennak aze e veze muioc'h blod an douar kwa, aze e (frize ?) kwa, ma tapes lakat anezhañ en etat aze
[a ja pe ’dɑpe ’diwɑ̃n vɑ:t pe pe viʒe ’lɑkə də ’huls:e gɑ̃n ’ke:zɛk bɹɑw ’ndu:aʁ ’ɑ:he waʁ’lɛʁh ’potaʃ pe dɑ̃m mə’nɑ:g ˌɑ:he viʒe ’my:ɔh blœ:d n’du:aʁ kwa ’ɑ:e ’vɹi:ze kwa ma ’dɑpɛz ’lɑkə neɑ̃ ’netɑd ’ɑ:he]
ah oui, quand il arrivait à germer parfaitement quand... quand on préparait parfaitement la terre à cette époque-là avec des chevaux là, après des betteraves ou autre chose là, la terre était plus molle quoi, là elle (fraisait ?) quoi, si tu arrivais à la préparer parfaitement
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwezhall e veze penalizet an hini a dape chom war-lerc'h un oto
[gwe'ʒal 'viʒe pena'li:zət 'nini 'dapɛ ʃom war'lɛrh 'noto]
autrefois on pénalisait celui qui réussissait à rester derrière les voitures
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2