Klask
« dastumet »
Frazennoù kavet : 28
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 1. amañ an deiz all gant ar pardon, a-hervez 'neuint drailhet traoù, 'ba... reoù... trizek pevarzek vloaz, memestra ! o zud zo sañset da c'hoût... 2. frioù brein kwa ! 1. pelec'h emañ ar re-seoù en noz ivez hañ ! 2. frioù brein ! 1. frioù lous ya ! 2. ha goude... o zud, o zud a vez wazh deusonte, kua ! o zud zo wazh deusonte 1. ur vandennad en em dastumet evel-se ! oc'h ober la fête, goude e oant aet da drailhañ traoù
[...]
1. ici l'autre jour à l'occasion du pardon, à ce qu'il parait ils sont détérioré des choses, à... des [ados de]... treize quatorze ans, quand même ! leurs parents sont sensés savoir... 2. des branleurs quoi ! 1. où sont ceux-là la nuit aussi hein ! 2. des branleurs ! 1. des petits cons oui ! 2. et après... leurs parents, meurs parents en pâtissent, quoi ! leurs parents en pâtissent 1. une bande qui se rassemble comme ça ! faisant la fête, après ils étaient allés détériorer des choses
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha neuze pa vije fin ar vapeur, a vije dastumet, 'ba ul loch, ar plouz 2. ar plouz 1. hag ar pell-se 2. hag ar pell 1. ha goude neuze 2. e vije neuze boullet anezañ 1. ya, hag e oa graet ur c'harre evel-se, ha neuze e oa laket ur grilhaj fin 'ba ar foñs 2. ya 1. ha neuze e oa (à cheval dindan ?) 2. ya 1. ha div rod vihan, ha hi a vije o hejañ 2. hejañ ha tennañ al loustoni deusonte, da voullañ ar pell kwa ! 1. da voullañ ar pell, ha neuze pa 'deue ket ken ar boull deusontañ, e vije laket 'ba ar c'holc'hed 2. ar c'holc'hed 1. kar a-hend-all 'vije ket poultr ha tout
[...]
1. et alors quand le battage était fini, on ramassait, dans une cabane, la paille 2. la paille 1. et cette balle-là 2. et la balle 1. et après alors 2. on le criblait alors 1. oui, et on avait fait un carré comme ça, et alors il y avait un grillage fin au fond 2. oui 1. et alors elle était (à cheval dessous ?) 2. oui 1. et deux petites roues, et elle secouait 2. secouer et en retirer les impuretés, pour cribler la balle quoi ! 1. pour cribler la balle, et alors quand il n'en venait plus d'impureté, on mettait dans la couette 2. la couette 1. car sinon il y avait de la poussière et tout
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. soñj 'meus gwelet Bihan eu... o tastum gant e gazeg, o tastum an ordur evel-se 'ba ar bourk aze, 'vije ket dastumet nemet 'ba ar bourk hañ ! war ar c'hampagn n'aent ket tamm ebet hañ ! gant e gazeg e rae 2. an nen a gase 'ba ar Finveo 1. ya, e ar Finveo e oa un toull ivez ya
1. [... - ˈtɛstym ... - ... - ... - ... - ...] 2. [... finˈve̞w ...] 1. [ja - finˈve̞w ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Paol Kariou, ganet e 1934 e Planiel, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
– Gwilhom Kariou, ganet e 1936 e Planiel, o chom e Lezardrev, marvet e 2025, tud bet ganet e Planiel / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha Kerspagnez ya, aze 'meus dastumet mein
[a ke̞ꝛˈspɑ̃ɲəz ja - ... dɛsˈtymə ...]
Kerborzh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Glaod Meudal, ganet e 1946 e Pleuvihan, o chom e Kerborzh.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri a... arri a ra amzer fall ! ya, da suilhañ tout an traoù, ac'hanta ya ! se... sec'het ha tammoù fleur, amañ e oa plantet fleur hag an deiz all 'ma dastumet ma ognon, ognon, les oignons, j'avais tiré... 'ma dastumet anezhe ha... 'dalv ket ar boan leskel anezhe da boazhañ, 'ba an heol, paotr kaezh ! ha da suilhat, ah ya ! arri a ra an devezh fall ! ya, arri... arri... arri... eu... an avel ha heol
[ˌɑj ə - ˌɑj ə ɣa ˌɑ̃mzəɹ ˈvɑl - ˌja - də ˈzyʎə ˈtun ˌtɾɛw - ˌhɑ̃nta ja - ˈze ˈzehɛd a ˌtɑ̃mo ˈflœˑꝛ - ˌɑ̃mɑ̃ ma ˈplɑ̃ntə ˈflœˑꝛ a ˈdjɑl ma dasˈtyməd ma ˈoɲɔ̃n - ˈoɲɔ̃n ... - ma dasˈtymə ˈne̞ a - ˌdɑl kə ˌbwɑ̃ˑn ˈlɛskə ˈne̞ də ˈbwɑhɑ̃ - ma ˈnɛwɔl - ˌpo̞t ˈkɛˑs - a də ˈzyʎəd - a ˌjɑ - ˌɑj ə ɣa ˌdewəz ˈvɑl - ja ˌɑj ˌɑj ˌɑj - ə - ˈnɑwəl a ˈhɛwɔl]
on a... on a une météo mauvaise [sécheresse] ! oui, à tout brûler, eh bien oui ! [tout est] dess... desséché et de petites fleurs, ici on avait planté des fleurs et l'autre jour j'avais ramassé mes oignons, des oignons, les oignons, j'avais tiré... je les avais ramassé et... ce n'est pas la peine de les laisser cuire, au soleil, mon pauvre ! et à brûler, ah oui ! on a une mauvaise journée ! oui, on... on... on... euh... le vent et du soleil
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelet a rez, me 'meus bet eu... dastumet laezh, hein ! ha pa arrien... war bord ar mor... e vije... gortoz ! « mare beure », « mare noz », hein ! amañ e vije... « goro beure », « goro noz », ha pa arrien 'ba en Kallag, e vije « pred beure » ha « pred noz », evit lâret ar memes tra, ya, hag amañ eo « goro beure », « goro noz »
[ˌgwe̞ˑz - ˈme møz ˌbed ə - dasˈtymə ˈle̞ːs - hɛ̃ - a pe ˈhɑjɛn - waɹ bɔʁd ˈmoːʁ - ˌviʒe - ˈgo̞to̞ - ˌmɑˑʁe ˈbœːʁe ˌmɑˑʁe ˈnɔ̃ːs - ɛ̃ - ˈɑ̃mɑ̃ ˌviʒe - ˌgoˑʁo ˈbœːʁe ˌgoˑʁo ˈnɔ̃ːs - a pe ˈhɑjɛn ban ˈkɑlak - ˌviʒe ˌpʁed ˈbœːʁe a ˌpʁed ˈnɔ̃ːs - vid ˈlɑːʁə mɔ̃sˈtʁɑˑ - ˌjɑ - a ˈɑ̃mɑ̃ he̞ ˌgoˑʁo ˈbœːʁe ˌgoˑʁo ˈnɔ̃ːs]
tu vois, moi j'ai euh... fait la collecte de lait, hein ! et quand j'arrivais... en bord de mer... c'était... attends ! « la traite du matin », « la traite du soir », hein ! ici c'était... « la traite du matin », « la traite du soir », et quand j'arrivais à Kallag, c'était « la traite du matin » et « la traite du soir », pour dire la même chose, oui, et ici c'est « traite du matin », « traite du soir »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michel Merdi, ganet e 1935 e Gras, o chom e Plouizi, tud bet ganet e Plouizi / Plouizi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evit ar sizhun emezañ 'meus dastumet emezañ diwar ar c'hozhennoù, ne oarez ket petra ? emezañ, ur baner... eu nann, ur remorkellad.... ur remorkellad champignoned
[a wid zy:n meɑ̃ mœz das'tymət meɑ̃ diwaʁ ho'zeno wa'ɾeskə pɾɑ: meɑ̃ bɑ̃'ne:ʁ ə nɑ̃n ɾemɔɾ'kelət ə ɾemɔɾ'kelət ʃɑ̃pi'ɲɔ̃:nət]
cette semaine dit-il j'ai ramassé dit-il sur des jachères, tu ne sais pas quoi ? dit-il, un panie... euh non, une remorque... une remorque de champignons
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha bremañ TVA e vez dastumet miliarioù
[a 'bœmɑ̃ tevea ve das'tymə mi'ljɑ:ʁjo]
et maintenant [avec] la TVA on ramasse des milliards
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh te 'teus dastumet traoù !
[o te tœz dɛs'tymət tɹɛw]
oh tu en as ramassé des choses !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha honnezh zo ur blantenn, ur fleurenn eo ma kerez, hag a vout... evel-se euh... aze e vez d'ober troc'hañ ar yeot a-rez, ha neuze... neuze e vez dastumet tout ar yeot kuit da laoskel ar yeot da vreinañ war ar plas, hag ar blantenn-se a deu... a vout goude neuze, bremañ 'h a da voutañ neuze
[a hɔ̃:s so 'blɑ̃ntən 'flœ:rən ɛ me 'ke:rɛz a vut vise ə 'ɑhe ve do:r 'trɔhɑ̃ 'jɛwɔd rɛ:s a 'nœ:he 'nœ:he ve das'tymət tud 'jɛwɔt kwid də 'lɔskə 'jɛwɔd də 'vrɛɲɑ̃ war plɑs a 'blɑ̃ntən ze dœ vud 'gu:de 'nœ:he 'bremɑ̃ ha də 'vutɑ̃ 'nœhe]
et celle-là c'est une plante, une fleur si tu veux, qui pousse... comme ça euh... là on doit couper l'herbe au ras, et alors... alors on ramasse toute l'herbe pour ne pas laisser l'herbe pourrir sur place, et cette plante-là vient... pousse après alors, maintenant elle va pousser alors
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'meus dastumet anezhe glas ha ne oant nemet brein adarre
[møz das’tymə nɛ: glɑ:z a wɛɲ mɛ vrɛɲ ɑj]
je les ai ramassées vertes et elles n'étaient que pourries de nouveau
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'ma dastumet anezhe-tout, naetaet ivez, 'ma dastumet anezhe ha laket 'ba ar c'hartoñs
[a ma das'tymə nɛ: tud nɛ'tɛd ije ma das'tymə nɛ: a 'lɑkə bah 'hɑrtɔ̃s]
et je les avais tous ramassés, nettoyés aussi, je les avais ramassés et mis dans le carton
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 nevez-dastumet
['newe das'tymət]
récemment ramassés
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dastumet 'teus anezhañ ?
[das'tymɛ təz neɑ̃]
tu l'as ramassé [crayon sur la table] ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha feiz 'na dastumet ac'hanon
[a fe na das'tyməd ɑ̃w]
et ma foi il m'avait ramassé [embarqué dans sa voiture]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 ...oa dastumet dezhi
[wa das'tymə dɛj]
... [des cancres] qu'on lui avait rassemblés
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dastumet
[das'ty:mət]
ramasser [les gens évanouis]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an dud zo en em dastumet war ar blasenn
[ndyt so nɔ̃n da'sty:məd war 'blɑ:sən]
les gens se sont rassemblés [regroupés, réunis] sur la place
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dastumet 'deus an amann
[das'tymɛd døz na'mɑ̃n]
elle a ramassé le beurre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'ma dastumet anezhe-tout, naetaet ivez, 'ma dastumet anezhe ha laket 'ba 'r c'hartoñs
[a ma das'tymə nɛ: tud nɛ'tɛd ije ma das'tymə nɛ: a 'lɑkə bah 'hɑrtɔ̃s]
et je les avais tous ramassés, nettoyés aussi, je les avais ramassés et mis dans le carton
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2