Klask
« deiz »
Frazennoù kavet : 581
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30
-
👂 🔗 met un aneval-kezeg, supozomp... a gasez anezhañ da... e vije ganit e-pad an deiz o labourat, ha ma 'roez ket dour dezhañ, met pa vez arri an n... pa vez noz, (hag ur c'hovad ?) dour, ha goude 'devez des coliques, hag a-wechoù e vez bontet, hag a-wechoù e varvont
[...]
mais un cheval, supposons... que tu l'emmènes à... qu'il soit toute la journée avec toi en train de travailler, et si tu ne lui donnes pas d'eau, mais seulement quand la nuit arrive... quand il fait nuit, [et il fait] (une ventrée ?) d'eau, et après ils ont des coliques, et parfois ils sont constipés, et parfois ils meurent
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Un deiz... o vont, gwelet a rit, o vont da gaout ar person ha lâret dezhañ : « Oh, aotrou person ! Oh, me zo klañv ! Oh, me zo klañv ! » « Oh, eme an aotrou person, ma out klañv, n'eo ket... n'eo ket me zo kap da soagnal ac'hanout neuze ! o vont da gaout ar medesin, emezañ. » « Ya, me zo klañv, klañv aze gant ar c'hoant da... da dimeziñ, emezañ. » « Ah ! Oh ?! Ar c'hoant da dimeziñ ? » « Ya, aotrou person, me a oar a-walc'h eo c'hwi eo a ra tout an eurejoù ha... e organizit tout an traoù se kwa. » « Oh ! Ma 'teus c'hoant da dimeziñ... Ya, met pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ neuze 'ta ? »
[...]
Un jour... [il était] allé, voyez-vous, allé voir le curé et il avait dit : « Oh, monsieur le curé ! Oh, je suis malade ! Oh, je suis malade ! » « Oh, dit monsieur le curé, si tu es malade, ce n'est pas... ce n'est pas moi qui peux te soigner alors ! [c'est] en allant chez le médecin, dit-il » « Oui, moi je suis malade, malade de l'envie de... de me marier, dit-il » « Ah ! Oh ?! L'envie de se marier ? » « Oui, monsieur le curé, je sais parfaitement que c'est vous qui organisez tous les mariages et... et vous organisez toutes ces choses-là quoi » « Oh ! Si tu veux te marier... Oui, mais quand veux-tu te marier ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha desidet se an deizioù kentañ miz eu... ha... fikset un date ha tout. Ha deiz... deiz an eured eu... Peseurt anv ? N'eus ket lâret an anv da... d'ar paotr yaouank-se, Frañsoa ma 'tez c'hoant, Fañch ! Ha Fañch o vont da tapet eu... graet e... graet tout e labour ha laket e... Bet e oa o prenañ dilhad nevez ha tout kwa ! Bet e oa ti ar c'hoafeur ha tout ha graet tout e stal eu...
[...]
Et ça avait été décidé aux premiers jours euh... et... une date avait été fixée et tout. Et le jour... le jour du mariage euh... Quel nom ? On n'a pas dit le nom du... de ce jeune homme-là, François si tu veux, François ! Et François d'aller prendre euh... [il avait] fait son... fait tout son travail et mis ses... Il avait été acheté de nouveaux habits et tout quoi ! Il avait été chez le coiffeur et tout et il s'était préparé entièrement euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag eñ o vont d'ar bourk kwa. O vont da bourk Langoad. Eñ oc'h arriout 'ba ar bourk. « Oh ! Ar bourk zo trankil amañ 'vat ! (e vije an deiz ?) met gwir eo n'eus ket kalz a dud, n'eus ket deut kalz a dud ». Hag eñ o vont d'an iliz. Den ebet 'ba an iliz ivez. Oh ! Eñ oc'h arriout e-tal da... e-tal d'an aotel aze. Hag e oa laket div gadoar, div gadoar d'arriout war an daoulin ha div gadoar da vont en e goaze. 'Wele ket den ebet ha 'wele... 'gave ket ar person. Ya met un tamm avañs 'na, 'oa ket dek eur hanter c'hoazh kwa ! E oa dek eur ugent pe dek eur... apeupre kwa.
[...]
Et il s'en était allé au bourg. Allant au bourg de Langoad. Il arriva au bourg. « Oh ! Mais le bourg est calme ici ! (C'était le jour ?) mais c'est vrai qu'il n'y a pas grand monde, pas grand monde n'est venu ». Et il s'en alla à l'église. Personne à l'église non plus. Oh ! Il arriva en face de... en face de l'autel là. Et on avait mis deux chaises, deux chaises pour se mettre à genou et deux chaises pour s'assoir. Il ne voyait personne et il ne voyait... il ne trouvait pas le curé. Oui mais il avait un peu d'avance, il n'était pas encore dix heures et demi quoi ! Il était dix heures vingt ou dix heures... à peu près quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Met d'ar c'houlz-se e oa kalz a dud 'ba eu... 'ba Lokenvel c'hoazh. War-dro da tri c'hant pe... pevar c'hant a dud c'hoazh. Goude ar brezel e oa tud 'ba ar c'hampagn hañ ! Kalz menajoù aze kwa ! En deiz-a-hidiv n'eus ket kalz a dud, ma zo tri-ugent pe... dek ha tri-ugent a dud o chom 'ba Lokenvel kwa !
[lɔkɛnˈvɛl - ˈbeˑnaɣ - lɔkɛnˈvɛl - lɔkɛnˈvɛl]
Mais à cette époque-là il y avait encore beaucoup de monde... à Lokenvel. Autour de trois cent ou... quatre cent habitants encore. Après la guerre il y avait du monde dans les campagnes hein ! Il y avait beaucoup de fermes là quoi ! Actuellement il n'y a pas beaucoup d'habitants, s'il y en a soixante ou... soixante-dix qui habitent à Lokenvel quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Aze e oa... e oa bet un interamant kwa, ur paotr a rae... a rae kalz a chistr mat kwa ! Ha (ha kontet eo, kontet ?) 'vije ket evet nemet chistr hag e gamaradoù ha tout an *bot... tout an dud a oare 'na ur vrud mat d'ober chistr mat kwa ! Ha neuze e lâre d'e gamaradoù : « Oh, un deiz... e arrio ganin... 'h in... 'h in d'ar bed all ivez kwa met... e vanko dac'h lakat un toullad boutailhoù chistr bouchet 'ba ma... 'ba ma bez, a gav dac'h pe... xxx ( ?) d'ar vered memes tra kwa ! ».
[...]
Là il y avait... il y avait eu un enterrement quoi, un homme qui faisait... qui faisait beaucoup de bon cidre quoi ! Et (il était réputé ?), on ne buvait que du cidre et ses amis et tous les gens... tous les gens savaient qu'il avait une bonne réputation pour faire du bon cidre quoi ! Et alors il disait à ses amis : « Oh, un jour... il m'arrivera... d'aller... d'aller dans l'autre monde quoi mais... il faudra que vous mettiez quelques bouteilles de cidre bouché dans mon... dans mon cercueil, croyez-vous ou... xxx ( ?) au cimetière quand même quoi ! ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha laket un toullad boutailhadoù chistr bouchet dezhañ 'ba e... e-kichen dezhañ aze. Ha i da... se a oa miz eu... fin miz Mae aze. An amzer a oa kaer hag orajuz a-walc'h an deiz an interamant ivez kwa. Ha kaset... Fransoa-Mari ma 'teus c'hoant, d'an iliz ivez kwa. Iñstallet e bez 'ba... a-dal d'an aotel aze. Ha... komañset eu... ar person d'ober... da lâret an oferenn ha tout.
[...]
Et on lui avait mis plusieurs bouteilles de cidre bouché dans son... à côté de lui là. Et ils avaient... ça c'était au mois euh... à la fin du mois de mai là. Le temps était beau et assez orageux le jour de l'enterrement aussi quoi. Et on avait amené... François-Marie si tu veux, à l'église quoi. Son cercueil [avait été] installé dans... en face de l'autel là. Et... le curé avait eu... commencé à faire... à dire la messe et tout.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Kerneveg ! et Kerneveg, ah, met amañ zo unan hag a oa ar Vilin Kerneveg ivez, a-stok amañ, ya ! e-kreiz-etre ar Pont Nevez ha... ha n'onn petra... e-kreiz-etre ar Pont Nevez ha... hag ar Gindi... ha Pont ar Skoul ! e-kreiz-etre... e-kreiz-etre... ouai ! e-kreiz-etre n'onn petra... e-kreiz-etre ar Pont Nevez ha Pont ar Skoul, Kersec'han ! c'est ça oui ! ya ! 'ba... 'ba ar bourk, an deiz all 'ma roet... e oamp o klask se, Kersec'han, 'ba... 'ba ar bourk... Langazou ya !
[ˌkɛɹneˈvek - e ˌkɛɹneˈvek - ... ˌviˑlinˌkɛɹneˈveg ... - ... – ja - ... ˌpõnˈnewe a - ... - ... ˌpõnˈnewe a - a ˈgindi - a ˌpõˈskuˑl - ... - ... - ... - ... - ... ˌpõˈnewe a ˌpõˈskuˑl -kɛꝛˈzeˑhən - ... – ja - ... - ... - ... - kɛꝛˈzeˑhən - ... - lɑ̃nˈgaˑw ja]
ar Vinicˈhi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
🔗 an deiz a-raok dec'h
dé rok déc'h
[de ʁok dex]
avant-hier
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 an deiz kentañ miz Eost
dé kétan miz èst
le premier août
??? Collectage ancien et sujet à caution
Dastumer : Julien
-
🔗 petore deiz e vo ?
pétay dé vo ?
[petaj de vo]
quel jour ça sera ?
??? Collectage ancien et sujet à caution
Dastumer : Julien
-
🔗 petore deiz e oa ?
pétay dé wa ?
[petaj de wa]
quel jour c'était ?
??? Collectage ancien et sujet à caution
Dastumer : Julien
-
🔗 petore deiz omp ?
pétay dé on-m ?
[petaj de õm]
quel jour sommes-nous ?
??? Collectage ancien et sujet à caution
Dastumer : Julien
-
🔗 herie 'meump ket gwelet an heol kalz, griz an amzer e-pad an deiz
éyé moem keut gwéleut néweul kals, griz nan-mzeur pa:n dé.
[eje mœm køt gwelət newəl kals gʁiz nãmzəʁ pa:n de]
Aujourd'hui on n'a pas beaucoup vu le soleil, le temps était couvert toute la journée.
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hag an deiz all e oa oc'h esplikañ din, an dour da vont a-hont, ar Min Rann ! e-lec'h... e-lec'h zo ur min aze
[... - ... - ə ˌmin ˈɻɑ̃n - ... - ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
👂 🔗 ha 'h aent... hag o labour a oa... e-kerzh an hañv 'h aent da gerc'hat dour 'ba eu... 'ba Feunteun ar Werc'hez zo o tisk... pa diskennez da... da blajenn ar Yeoded aze, hag e aoa ur feunteun, hag e-pad an deiz e vijent o-daou, e charreat dour evit an daou otel
[... - ... - ... - ... ˌfœntən a ˈwɛɹhɛs ... - ... - ... ə ˈjɛwdəd ... - ... - ... - ...]
Ploulecˈh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If al Lae, ganet e 1936 e Ploulec'h, o chom e Lannuon (EHPAD), tud bet ganet e Lanvaeleg / Ploulec'h.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
👂 🔗 hir eo an deiz c'hoazh !
[...]
la journée est encore longue [le soleil n'est pas près de se coucher] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
🔗 Hiraat a ra an deiz.
Hira:t ra dé.
[hiʁa:t ʁa de]
Le jour allonge.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Arri eo hir an deiz.
Ayè hir dé.
[ajɛ iʁ de]
Les jours sont longs.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Aniverser Anouk zo an deiz war-lerc'h.
Anniversaire Anouk zo déwalèc'h.
[anivɛʁsɛʁ anuk zo déwalɛx]
L'anniversaire d'Anouk est le lendemain.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30