Klask
« di »
Frazennoù kavet : 358
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18
-
👂 🔗 1. ha petore anv 'neus ar c'hastell hag a zo di... war an tamm enezennig dirak aod Sant-C'hireg ? 2. ah, Kostaerez ! Kostaerez ... ya
1. [... - ... zɑ̃nˈhiˑʁe̞k] 2. [a - ˌko̞staˈe̞ˑʁe̞s - ˌko̞staˈe̞ˑʁe̞s – ja]
Perroz-Gireg / Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 goût... goût a ouzon pelec'h emañ ivez, me zo bet oc'h ober jistr aze, aze... aze neuze e arriez e-barzh un toull aze ! en traoñ-tout ! hag e Kerlev e arriez... aze e oa Ambroise ar Bivig o chom, 'ba ar menaj en diwezhañ, a-gleiz 'h ez... hag e oa... Ambroise ar Bivig a oa e di aze, e vreur a oa pelloc'h hag e oa e di aze
[... - ... - ... - ... - ... - ... - a kɛꝛˈlɛˑw ... - ... ˈbiwiɟ ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Poull Yakob ya, se zo... a-us da di... Mari xxx ( ?) aze evel-se
[ˌpulˈjakɔb ja - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 1. Krec'h al Louz ya 2. Krec'h al Louz, oui, c'est ça ! ha goude emañ piv ? goude zo ur menaj... un ti c'hoazh eu... 1. ya, eu... 2. e-lec'h e oa Alphonse Le Luron 1. nann, met e Krec'h al Louz zo daou ! zo... 2. ah, en Krec'h al Louz zo daou di hañ !
1. [ˌkɛꝛluˑz ja] 2. [ˌkxe̞ɣˈluˑs - ... - ... - ...] 1. [ja ...] 2. [...] 1. [... ˌkɹ̥e̞ɣˈluˑs ... - ...] 2. [... ˌkxe̞ɣˈluˑs ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.
– Mari-Terez Derrien, ganet e 1938 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Plouared.
Deut da chom da Bleuveur-Bodou da 24 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 met... met ar Vinic'hi zo ur c'hartier hañ ! aze zo meur a di, meur a... di ha menajoù bihan kwa
[... - ... viˈniˑhi ... - ... - ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Nouel ar C'harv, ganet e 1932 e Langoad, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Kemperven / ar Vinic'hi.
Ganet e langoad, bet o chom e Koatreven pa oa bugel, aet da chom da Servel da 13 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 met tud a oa o chom 'ba an ti bepred, d'ar c'houlz ma oan-me yaouank, ya 'vat ! oh, tud divalav a-walc'h 'vat, met ingal zo ! lojet ha di... bevañ a raent e-barzh
[...]
mais toujours est-il qu'_il y avait des gens qui habitaient dans la maison, à l'époque où j'étais jeune, mais oui ! oh, des gens assez arriérés mais peu importe ! [qui étaient] logés et... ils vivaient dedans
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ha d'ar c'houlz-se 'vije ket... di... diz... diz... dizou... dizouret ma kerez an douaroù evel e vez graet bremañ, bremañ e vez graet pejoù trañcheoù, hag eu... e vezont... e vezont eu... hag e vez lemet an dour, hag en em... e vezont didouret ma kerez, hag e-se en em gavont da vezañ douar... douar mat, alies-a-wech, setu... neuze e oa en em gavet ar menaj... ar menaj all-se
[...]
et à cette époque-là on ne... dr... drai... drai... drain... drainait pas si tu veux les terres comme on fait maintenant, maintenant on fait de grosses tranchées, et euh... elles sont... elles sont euh... et on retire l'eau, et se... elles sont drainées, et donc elles se retrouvent être des terres... de la bonne terre, souvent, voilà... alors cette ferme... cette autre ferme-là s'était installée
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 Kerriwal... Kerriwalan ya ! Ker... Kerriwalan, justamant, 'ba en Kerriwalan a-hont zo... amañ e oa... aze zo un ti kaer aze 'ba en Kerriwalan pa diskennez aze, met eu... petra a lârfen dit... 'ba en Kerriwalan, aze e oa daou di ivez, il y avait deux maisons aussi, Ker... Kerriwalan a oa... se a oa... se a oa... se a rae parti deus Kerriwalan
[... - ˌkɛʁiˈwaˑlən ja - ... ˌkɛʁiˈwaˑlən - ... - ... ˌkɛʁiˈwaˑlən ... - ... - ... ˌkɛʁiˈwaˑlən ... - ... - ... - ... ˌkɛʁiˈwaˑlən - ... - ... - ... - ˌkɛʁiˈwaˑlən ... - ... - ... - ... ˌkɛʁiˈwaˑlən]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 eu... an hent kozh zo aze bepred, a deu da... betek an traoù amañ, betek Roudouanton, a ra un tamm evel... evel un S un tamm bihan, en traoñ, e-lec'h e oa nevez-laket eu... n'eus ket keit-se zo 'deus laket piste cyclable, a-geñver da di Yves Faucon, hag e arriez e Roudouanton
[... - ... - ... - ... - ... ˌʁuduˈɑ̃tõn - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌʁuduˈɑ̃tõn]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 Hag a-greiz-tout, feiz, ur pennad goude e oa... arri e oa avañset mat an oferenn kwa. Hag a-greiz-tout, ur voutailhad chistr eu... « Paouf ! » Oh ! an aotrou person... Hag a-benn ul lajad goude, an oferenn a avañse kwa ! Eñ o welet eu... chistr o komañs sortial douzh eu... ar bez kwa. Ha ruilhal war... war an douar, war... war ar pave 'ba an iliz aze kwa. Hag e oa ar person... o fachañ neuze : « Ale ! Trawalc'h evel-se hein ! Deut eo da vrammat 'ba ma di, piset 'neus 'ba ma iliz, 'neus ket nemet mont da gaoc'hat lec'h all kwa ! »
[...]
Et subitement, ma foi, un moment après que... la messe était bien avancée quoi. Et soudainement, une bouteille de cidre euh... « Pan ! » Oh ! Le curé... Et un moment plus tard, la messe avançait quoi ! Il vit euh... du cidre qui commençait à sortir du euh... du cercueil quoi. Et qui coulait sur... sur le sol, sur... sur le pavé dans l'église là quoi. Et le curé... s'était fâché alors : « Allez ! Assez comme ça hein ! Il est venu péter dans ma maison, il a pissé dans mon église, il n'a qu'à aller chier ailleurs quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 1. Kerjoli ya 2. -di... -di ! 1. oui, c'est une maison, c'est pas une ferme, Kerjoli
1. [kɛꝛˈʒoˑli ja] 2. [...] 1. [... - ... - ... - kɛꝛˈʒoˑli]
ar Vinicˈhi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Madelen Gwarin (Gwignañwac'h), ganet e 1936 e ar Vinic'hi, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e ar Vinic'hi / ar Vinic'hi.
– Gilbert Gwignañwac'h, tud bet ganet e ??? / ar Vinic'hi.
mab da Vadelen GwarinDastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 Hent Kozh... Hent Kozh ya, hennezh a egzist bepred, ya ! eu... da dapout ar bourk ivez kwa ! evit tremen just e-fas da di ma breur, eu... ya eu... Hent Kozh Gweradur a vije graet diontañ bepred
[ˌe̞nˈkoˑz - ˌe̞nˈkoˑs ja - ... - ja - ... - ... - ... - ja ... - e̞nˌkoˑz gwɛˈɾaˑdyꝛ ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Aogust an Olier, ganet e 1941 e Plouilio, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Tonkedeg / Plouilio.Dastumer : Tangi (2023-08-30)
-
👂 🔗 eu... eu... Kozh Arc'hant ya ! c'est ça ! Kozh Arc'hant, zo daou di aze, Kozh Arc'hant o-daou, ha c'hoazh zo ur groaz 'ba penn ar jardin aze kwa !
[... - ˌko̞ˈzaꝛhən ja - ... - ˌko̞ˈzaꝛhɑ̃n - ... - ˌko̞ˈzaꝛhən ... - ...]
Planiel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Savidan, ganet e 1933 e Planiel, o chom e Planiel, tud bet ganet e Planiel / Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
🔗 barzh e di
bar i di
[baʁ i di]
dans sa maison
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 barzh da di
bar teu di
[baʁ tə di]
dans ta maison
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ur pezh ti hir-hir, n'eo ket un ti, daou pe dri di, an eil a-benn d'egile
[...]
une grande maison très longue, pas une maison, de ou trois maisons, dans le prolongement les unes des autres
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
👂 🔗 ha Lann Blouilio a oa neuze... Sant-Jozef sañset evit lâret ivez kwa ! met e oa Lann Blouilio, ha honnezh eu... Lann Blouilio, a zo 'ba Plouilio tout ar gomanant, geo ! moarvat zo daou pe dri bark 'ba Ploubêr ivez, met... hag an antre da vont di... a zo 'ba Ploubêr !
[a ˌlɑ̃n bluˈiʎo ... - zɑ̃nˈʒoˑzəf ... - ... ˌlɑ̃n bluˈiʎo - ... - ˌlɑ̃n bluˈiʎo - ... pluˈiʎo ... - ... pluˈbɛˑꝛ ... - ... - ... - ... ˈpluˌbɛˑꝛ]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
👂 🔗 ya, Koad al Lae, zo daou di, hag e oa Tremael 'ba unan anezhe
[ja - ˌkwaˈle̞ˑ - ... - ... ˌtɹe̞ˈme̞ˑl ...]
Mantallod
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Margerid ar C'hampion, ganet e 1938 e Peurid, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Kervaria / Prad.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
👂 🔗 ba Pont ar Moal e oa daou di, ha... ha int bet... oc'h ober lin-tout, ma kerez, met an hini zo en diwezhañ eo ti Perf, n'eus ket laket Komanant Perf aze ?
[... ˌpõnˈmwaˑl ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ko̞ˌmɑ̃ˑnˈpɛꝛv ...]
Mantallod
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Margerid ar C'hampion, ganet e 1938 e Peurid, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Kervaria / Prad.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
👂 🔗 Porzh al Lann marteze, aze zo un tamm eu... daou pe dri di a oa... gwechall e vije... e soñj ganin e oa... tud aze evel-se 'ba eu... 'ba un tamm kartier bihan aze, Porzh al Lann a c'hall bezañ hennezh, a-raok Keravel
[ˌpɔꝛzˈlɑ̃n ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌpɔꝛzˈlɑ̃n ... - ... kɛˈʁaˑwəl]
Ploulec'h
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Yakob, ganet e 1932 e Plouilio, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Plouared / Ploulec'h.Dastumer : Tangi (2023-08-23)