Klask
« dihunet »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 hag e oan operet ar merc'her, met goude eu... e oan bet eu... 'ma ket c'hoant da dihuniñ deus klevet anezhe met... me 'oaran ket, 'oaran mann ebet, 'ma ket c'hoant da dihuniñ goude, dihunet e oan bepred peogwir 'h on aze
[a wɑ̃n oˈpeːɹəd ˈmɛhɛɹ - mɛ ˌguˑde ə - wɑ̃n ˌbet ə - ˌma kə ˈhwɑ̃n də diˈvyːnĩ døs ˈklɛwə ˌne̞ˑ mɛ - ˈme waˌɹɑ̃ kət - ˈwɑˑɹɑ̃ ˈmɑ̃n bet - ˌma kə ˈhwɑ̃n də diˈvyːnĩ ˌguˑde - diˈvyːnə wɑ̃n ˈbopə pyˌgyˑɹ hɔ̃ ˌɑhe̞]
et j'avais été opérée le mercredi, mais après euh... j'étais allée euh... je ne voulais pas me réveiller à ce qu'ils m'ont dit mais... moi je ne sais pas, je ne sais rien, je n'avais pas envie de me réveiller après, toujours est-il que je m'étais réveillée puisque je suis là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evit an noz 'meus bet un tamm problem gantañ met eu... ezhomm 'meus da lâret dezhe dont da welet anezhañ, eu... ur sosiete zo hag a dremen eu... ur wech-an-amzer aze da... da welet hag-eñ 'h a mat, eu... an interrupteur warnañ zo arri skuizh, hag eu... goude 'ma lakeet anezhañ e oa aretet, ha pa on dihunet, a-benn neuze e oa... e oan... e oan branchet gantañ, met 'rae mann ebet ken, ha me a oa o voutañ, gwelet a rez ? ha tout an aer a dremene dre hennezh, 'oan ket kat da gompren petra a c'hoarie din, me a oa sec'h ma genoù paotr-kaezh ha... ha 'oa ket mat ar jeu, nann nann, « hemañ, emezon-me, zo oc'h ober e c'henaoueg amañ »
[wi ˈnɔ̃ːz møz be tɑ̃m pɹoˌblɛm ˈgɑ̃tɑ mɛd ə - ˈem møz də lɑˑɹ ˈde̞ də ˈdɔ̃n də ˈwe̞ːl ˈneːɑ̃ - ə - sosjete zo a ˈdɹemen ə ˌweʒənˈɑ̃mzəɹ ˌɑe də - də ˈwe̞ːl aˈgẽ ha mɑːt - ə ... ˈwaɹnɑ̃ zo ɑj ˈskwiːs - ag ə - ˈguːde ma laˈkeˑə ˈneˑɑ̃ wa aˈɹetət - a pə ɔ̃ diˈvyːnət - be̞n ˈnœhe wa - wɑ̃n wɑ̃n ˈbɹɑ̃ʃə ˈgɑ̃tɑ̃ - mɛ ɾɛ ˈmɑ̃n be ken - a ˈme wa ˈvutɑ̃ - gweːz - a tud ˈnɛːɹ dɹeˈmeːnɛ dɹe ˈhẽːz - ˌwɑ̃ŋ kə ˈkɑd də ˈgɔ̃mpɹən pɹa ˈhwɑjɛ dĩ - me wa zex me ˈgeːno po̞tˈkɛːz a - a ˌwa kə ˌmɑˑd ˈʒœː - nɑ̃nɑ̃n - ˌhem ˈmɔ̃me̞ zo ˈoˑɹ i heˈno̞ːg ˌɑ̃mɑ̃]
cette nuit j'ai eu un petit problème [respirateur] avec mais euh... il faut que je leur dise de venir le voir, euh... il y a une société qui passe euh... une fois le temps pour... pour voir si ça va bien, eu... l'interrupteur dessus est usé, et euh... après que je l'avais mis il s'était arrêté, et quand je me suis réveillé, pour alors il était... j'étais... j'étais branché dessus, mais il ne faisait plus rien, et moi de pousser, tu vois ? et tout l'air passait per celui-là, je ne pouvais pas comprendre ce qu'il m'arrivait, j'avais la bouche sèche mon pauvre et... et ça n'allait pas, non non, « celui-ci, dis-je, est en train de faire son imbécile ici »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha da un eur deus ar beure e oa... e oan dihunet
[a də nœ:r dəz 'bœ:re wa wɑ̃n di'vy:nət]
à une heure du matin il y avait... j'étais réveillé
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kar n'houllent ket kousket anezhañ gant aon ne vije ket dihunet
[kaʁ ’nu:lɛɲ kə ’kuskə neɑ̃ gɑ̃n ’ɔwən viʒe kə di’vy:nət]
car ils ne voulaient pas l'anesthésier de peur qu'il ne se réveille pas
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur wezh oa unan ha ne oa ket bet dihunet
[ə weʒ wa yn wa kə be di’vy:nət]
une fois il y en avait eu un qui ne s'était pas réveillé [réanimé]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 pa oan dihunet deus ar beure
[pe wɑ̃n di'vy:nəd døz 'bœ:re]
quand je m'étais réveillé le matin
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi