Klask
« dorifored »
Frazennoù kavet : 3
-
👂 🔗 pa oa boched amañ e lake... ma mamm-gozh a lake « an dorifored zo war ar patatez »
[pe wa 'boʃəd 'ɑ̃mɑ̃ 'lɑkɛ mə mɑ̃m'go:z lɑkɛ ndoʁi'fɔ:ʁət so waʁ pa'tɑtəs]
quand les boches étaient ici, ma grand-mère mettait [dans son courrier]... mettait « les doriphores sont sur les patates »
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir ne oa ket produioù 'h aemp da serriñ dorifored
[py’gy:r wa kə pro’dyjo hɛm də ’zɛj̃ ˌdori’fɔrət]
puisqu'il n'y avait pas de traitement, nous allions ramasser des doryphores
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude oa deut reoù na oant ket dañjerus evit an dud nag evit al loened, met just evit an dorifored kwa
['gu:de wa død rew na wɑ̃ɲ cəd dɛ̃'ʒy:ryz win dyd na wid 'lwɛ:nət mɛ ʒyst win ˌdori'fɔrət kwa]
après étaient arrivés certains [produits] qui n'étaient pas dangereux pour les gens ni pour les animaux, mais juste pour les doryphores quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi