Klask
« doublañ »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 ma n'a ket e ledander gantañ, egile all, evit kaout e ledander vat, ac'h arrio e... « e dreuzad » evel e vez lâret, da doublañ war hemañ
[ma na kəd i le'dɑ̃ndəɹ gɑ̃tɑ̃ e'gil:e al wi gɑ:d i le'dɑ̃ndəɹ vɑ:d 'hɑjo i i 'dɾœ:ʒat wɛl ve lɑ:t də 'du:blɑ̃ waʁ 'hemɑ̃]
s'il ne maintient pas sa largeur [d'arrachage], l'autre, pour avoir sa bonne largeur, arrivera sur sa... « sa traverse » comme on dit, la chevaucher
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha 'ma lâret d'am dud « me 'meus ket c'hoant da doublañ emezon-me »
[ɑ mɑ ’lɑ:rəd dɑ̃m dyd [me mœs kə hwɑ̃n tə ’du:blɑ̃ mɔ̃mɛ]
et j'avais dit à mes parents « moi je ne veux pas doubler dis-je » [école]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 'mije renket doublañ evel-just pa 'ma kollet an hanter deus ma bloavezh
[miʃe ’rɛŋkəd ’du:blɑ̃ wɛl’ʒyst pe mɑ ’kɔlə ’nɑ̃ntər dəz mə ’blɑwəs]
j'aurais dû doubler bien sûr puisque j'avais perdu la moitié de mon année
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 met evel-just 'mije renket doublañ
[mɛd vɛl'ʒys miʒe 'ʁɛŋkəd 'du:blɑ̃]
mais j'aurais dû bien sûr doubler [ma classe]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi