Klask
« dresañ »
Frazennoù kavet : 31
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 1. aze e vez graet Traou ar C'hra dioutañ, aze e oa bet kreuvet gant buldozerien ma 'teus soñj, da dresañ ar c'hra 2. machin a oa 'ba ar (grap ?), evel a ouzout, xxx ( ?) 1. ya ! da vont da Sant-Tudi, met Sant-Tudi dis donc... 2. aze zo un ti 'ba an traoñ aze 1. Sant-Tudi, attends !
1. [... ˌtɹɔw ˈhɹɑˑ ... - ...] 2. [... - ... - ...] 1. [ja - ... zɑ̃n ˈtyˑdi - ... zɑ̃n ˈtyˑdi] 2. [...] 1. [zɑ̃n ˈtyˑdi - ...]
Pleuzal
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ujen Boverje, ganet e 1930 e Hengoad, o chom e Pleuzal, marvet e 2023.
– Kristian Boverje, ganet e 1954 e Pleuzal, o chom e Pleuzal, tud bet ganet e Pleuzal.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha Poull al Levenez, zo lec'h on bet o chom, Poull al Levenez, aze on bet o chom, aze e oan arri en-dro deus Ploueg, hag un doenn soul ! aet eo en traoñ ? 2. ah... n'onn ket ! n'on ket sur 1. goullet 'deuint dresañ anezhañ Hengoad ha... ha eo refuzet o fermis de construire dezhe, goude ar Wern, ya ! ya, kreiztre Killienn Vras hag ar Wern... emñ hennezh 2. Jean... Jean Boujant 1. Poull al Le... Poull al Levenez
1. [a ˌpuleˈweˑne - ... - ˌpuleˈweˑne - ... - ... ˈpluˑək - ... - ...] 2. [... - ...] 1. [... ˈhe̞ngwad a - ... - ... ˈwɛɹn - ja - ja - ... kiˌliˑən ˈvɹɑˑz a ˈwɛɹn - ... - ] 2. [...] 1. [ˌpule - ˌpuleˈweˑne]
Hengoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ujen Boverje, ganet e 1930 e Hengoad, o chom e Pleuzal, marvet e 2023.
– Kristian Boverje, ganet e 1954 e Pleuzal, o chom e Pleuzal, tud bet ganet e Pleuzal.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelet a rez, n'int ket... n'eus ket graet tier mein tout, dresañ bi... an dier kozh zo graet, ha dres... kreskiñ anezhe ha bremañ zo graet traoù kaer, 'vezont ket graet memestra, e vez graet muioc'h a wer, añfin... lakat a reont muioc'h, e vije graet sklaeroc'h
[ˌgwe̞ˑl ə ɹe̞s - ˌniɲ cət - ˌnøs kə ˌgɛt ˈtiˑəɹ ˌmɛɲ ˈtut - ˈdɹesɑ̃ bi ˌdiˑɹ ˈkoːs so ˌgɛt - a ˈdɹes ˈkɹeskĩ ˈne̞ a ˌbo̞mɑ̃ zo ˌgɛt tɹɛw ˈkɛːɹ - ˌvɛɲ cə ˌgɛd mo̞sˈtɹɑˑ - ve ˌgɛd ˈmyˑɔx ˈweːɹ ɑ̃ˌfin - ˌlɑk ə ɹɛɲ ˈmyˑɔx - viʒe ˌgɛt ˈskle̞ːɹɔx]
tu vois, elles ne sont pas... on n'a pas fait des maisons totalement en pierre, on a rénové de pet... les vieilles maisons, et réno... les agrandir et maintenant on a fait de belles choses, elles ne sont plus faites pareil, on fait plus de vitres, enfin... ils en mettent plus, on fait plus clair
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... e oan oc'h arat gant ma Boney, arri tost d'ar penn, ha... hag e-mesk an drez ha partiet war-draoñ, a-hont 'ba an hent, neuze e oa deut an alar er-maez te ! e oan en em sav war ar freñ, dis... savet en em sav 'ba ar freñ, feiz ha... bremañ-souden emezon-me marteze (akwito ?) pa oa arri 'ba an hent, pevar metr, met damen e vo ! pa oa arri 'ba... e rojoù a-raok 'ba an toufle e oa sac'het, ha 'ma santet anezhañ o vont, ha 'ma graet... saute-mouton dreist ar volant, hag an echapamant... eñ 'na un echapamant hir, ha neuze a-benn-bouzell 'ba an hent, kignet ma daouarn tout eu... hag ar pennoù-daoulin, a-benn-bouzell e oan kouezhet ha... ruilhet betek an touflez en tu all ha « vlengel dengel deng ! » war ma lerc'h, 'oan ket deut d'ar gêr da lâret d'hom dad, e oan aet d'ar menaj all neuze, ha tri... deut tri ganin, 'mamp adlaket anezhañ war e rojoù, hag e oan aet da... da di ar marichal diouzhtu da... da dresañ ar volant hag an echapamant, a oa pleget, mont a rae war-raok !
[wɑ̃n ˈhɑːɹə gɑ̃n mə ˈboːni - ˌɑj ˈto̞st tə ˈpe̞n - a a ˌmesk ən ˈdɾeːs a parˈtiˑəd waɹˌdɹo̞w - ˌɑˑɔ̃n bah ˈnɛn - ˌnœˑe wa ˌdœd ˈnɑːləɹ ˌme̞ːs te - wɑ̃n nɔ̃n ˈzɑˑ waɹ ˈfɹɛ̃ - dis - ˈzɑwəd əm ˈzɑˑ bah ˈfɹɛ̃ - ˈfeˑ ə - bəˌzɔ̃m ˈmɔ̃me̞ maˈtehe haˈkwito pə wa ˌɑj bah ˈnɛn - ˌpɛˈwɑɹ mɛt - mɛd ˌdɑ̃mən vo - pə wa ˌɑj bah - i ˌɹoˑʒo ˈɹo̞ˑg ban ˈtufle wa ˈzɑhət - a ma ˈzɑ̃ntəd ˌneˑɑ̃ ˈvɔ̃n - a ma ˌgwɛt - ... dɹɛjst ə ˈvoːlən - ag ˌneʃaˈpɑ̃mɑ̃n - ˌhẽˑ na ˌneʃaˌpɑ̃mɑ̃n ˈhiːɹ - a ˌnœˑe be̞nˈbuˑəl ba ˈnɛn - ˈkiɲə mə ˈdɑwən ˌtud ə - a ˌbe̞no ˈdo̞wlin - be̞nˈbuˑəl wɑ̃n ˈkweˑd a - ˈɹyjəd ˌbekə ˈtufle ntyˈɑl a ˌvlœ̃ŋgəl ˌdœ̃ŋgəl ˌdœ̃ŋg waɹ mə ˈlɛɹx - ˌwɑ̃ŋ kə ˌdœt tə ˈge̞ːɹ də ˈlɑːɹəd dɔ̃m ˈdɑːt - wɑ̃n ˌɛt tə ˌmeˑnəʒ ˈɑl ˌnœhe - a ˈtɹi - ˌdœt ˈtɹi gəˌnĩ - mɑ̃m hadˈlɑkə ˌneˑɑ̃ waɹ i ˈɹoːʒo - a wɑ̃n ˌɛt tə - də di maˈɹiʃəl dyˈsty də - də ˈdɹesɑ̃ ˈvoːlən a ˌneʃaˈpɑ̃mɑ̃n - wa ˈpleːgət - ˌmɔ̃n ɹe waˈɹo̞ˑk] JD
... j'étais en train de labourer avec le Poney, j'étais arrivé près du bout, et... et parmi les ronces et il a descendu, là-bas sur la route, alors la charrue était sortie pardi ! j'étais debout sur le frein, dé... debout sur le frein, ma foi et... tout à l'heure dis-je peut-être qu'il (parviendra ?) puisqu'il était arrivé sur la route, quatre mètres, mais damnation ! quand il arriva dans... ses roues de devant dans le fossé il s'est bloqué, et je l'avais senti partir, et j'avais fait... saute-mouton par-dessus le volant, et l'échappement... il avait un long échappement, et alors j'ai culbuté sur la route, je me suis tout écorché les mains euh... et les genoux, j'étais tombé à la renverse et... j'avais roulé jusqu'au fossé de l'autre côté et « blong ! bling ! » derrière moi, je n'étais pas allé à la maison le dire à notre père, j'étais allé à une autre ferme alors, et trois... trois étaient venus avec moi, nous l'avions remis sur ses roues, et j'étais allé... chez le forgeron tout de suite pour... pour réparer le volant et l'échappement, qui était plié, il fonctionnait !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un ti kozh da dresañ
[ən ti’ko:z də 'dɾesɑ̃]
une vieille maison à rénover
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket kavet an tu da dresañ ma velo
[møs kə kɑ:t ty: də 'drɛsɑ̃ mə 've:lo]
je n'ai pas trouvé le moyen de réparer mon vélo
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da dresañ kement oustilh zo tout
[də 'drɛsɑ̃ 'kemɛn 'ustiʎ zo tut]
pour réparer tous les outils
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur bugel zo sañset d'en em dresañ... da-heul e oad kwa
[ə ’by:gəl zo ’sɑ̃səd də nɔ̃n ’dɾesɑ̃ də hœ:l i nwɑ:t kwa]
un enfant est censé savoir se tenir... suivant son âge quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da gaout un troad da dresañ ar paotr-kozh
[də gɑ:d ən twɑ:d də ’dɾesɑ̃ po’ko:s]
pour avoir un manche [à balai] pour corriger le vieux
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ezhomm e oa da dresañ o c'horf dezhe
[em wa də ’dresɑ̃ o gɔrv dɛ:]
il y avait besoin de les punir [coupables de meurtre]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 esaet eu... dresañ anezhañ un tamm bihan, lakat anezhañ da... da veskañ un tamm
[hɛ’sɑ:d ə ’dɾesɑ̃ neɑ̃ tɑ̃m ’bi:ən ’lɑkə neɑ̃ də də ’veskɑ̃ ntɑ̃m]
essayer euh... lui mener la vie dure un petit peu, le faire s'activer [nécessité pour ses concurrents de tester le maillot jaune]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo, dresañ an tan a lâran, ampich anezhañ da vervel kwa peogwir e vije laket tammoù koad e-barzh
[ge̞w ’dɾesɑ̃ ntɑ̃:n ’lɑ:ʁɑ̃ ’hɑmpiʃ neɑ̃ də ’veʁwəl kwa py’gy:ʁ viʒe ’lɑkə ’tɑ̃mo kwɑd baʁs]
si, entretenir le feu que je dis, l'empêcher de s'éteindre quoi parce qu'on met des morceaux de bois dedans
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù a oa oc'h esa dresañ an traoù ha lakat an traoù un tamm bihan... urzh enne kwa hein
[ʁew wa ’hɛsa ’dʁesɑ̃ ntɾɛw a ’lɑkə ntɾɛw tɑ̃m ’bi:ən ə yʁz nenɛ kwa ɛ̃]
ceux qui essayaient de redresser la situation et un petit peu de remettre en ordre quoi hein [politiques après la guerre]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... dresañ anezhe, n'eo ket me 'h afe d'ober
[’dɾesɑ̃ nɛ: ne̞ kə me ’hɑfe do̞:ɹ]
... les dresser, ce n'est pas moi qui irait faire [lions]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa 'do un tamm bennaket da c'houlenn hag un tamm bennaket da dresañ
[pa do dɑ̃m 'mnɑkə də hu:l a dɑ̃m 'mnɑkə də 'dresɑ̃]
quand elle a quelque chose à demander ou quelque chose à réparer
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dresañ al leue 'ba ar vuoc'h peotramant, evel e vez lâret, « tammañ al leue 'ba ar vuoc'h »
['dɾesɑ̃ 'lu:e bah vy:x pe'tɑ̃mɑ̃ wɛl ve lɑ:t 'tɑ̃mɑ̃ 'lu:e bah vy:x]
redresser le veau dans la vache ou sinon, comme on dit, « démembrer le veau dans la vache » [vêler la vache quand le veau est mort]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha neuze a-hend-all serten dilhad zo, ma vijent krevet un tamm bihan un tu bennak feiz, e vije da dresañ ivez ha hoñ a vije oc'h ober se. Hoñ a vije o c'hoari an dro evel-se ba an tiez.
[a nœhe hɛn'dal ˌsɛʁtɛn 'diʎət so – ma vijɛŋ 'kʁœːvət tãm'biən tube'naːk – fe viʒə da 'dʁe̞sã iə – a hõ viʒe hɔʁ 'ze – hõ viʒe hwaj 'dʁo vəse ba'ntie]
Et sinon, certains vêtements, s'ils étaient un peu percés quelque part, ils étaient à raccommoder, et elle le faisait. Elle faisait le tour des maisons comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-wechoù pa vije traoù da dresañ e trese anezhe ivez met a-wechoù all ne rae ket 'met (stagañ ?) an traoù warne, ma vije ezhomm d'ober ha traoù evel-se.
[’we̞ʒo pa vije ’tʁɛw də ’dʁesã ’tʁese nɛ iə – mɛ ’we̞ʒo al ʁe kə mɛt (stakã ?) n’tʁɛw ’waʁnɛ – ma viʒe ’eːm ’dɔʁ a tʁɛw vəse]
Parfois, quand il y avait des choses à raccommoder, elle les raccommodait, mais d'autres fois, elle ne faisait qu'(attacher ?) les choses dessus, s'il fallait le faire, et des choses comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 arriout a raen da dresañ tammoù traoù e-barzh kwa peogwir e vije diskwelet din
[ɑj ə rɛn də ’dresɑ̃ ˌtɑ̃mo’trɛw bɑrs kwa py’gy:r viʒe di’skwɛ:lət tĩ]
j'arrivais à réparer de petites choses dedans puisqu'on me montrait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 esaeet 'meus, esaeet 'meus ober krampouezh, esaeet 'meus eu... dresañ da vragoù, esaeet 'meus labourat
[he̞ˈse̞ːɛt møs - he̞ˈse̞ːɛd møz o̞ːʁ ˈkʁɑ̃mpus - he̞ˈse̞ːɛd møz ə ˈdʁesɑ̃ tə ˈvʁɑːgo - he̞ˈse̞ːɛd møz laˈbuːʁət]
j'ai essayé, j'ai essayé de faire des crêpes, j'ai essayé euh... de réparer ton pantalon, j'ai essayé de travailler
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2