Klask
« drezañ »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 hent Krec'h Argant, ya, ya ! hennezh zo... un hent... hag ac'h ae da... e oa moaien da zont d'ar Bourk drezañ, moaien e oa da vont lec'h all, moaien e oa da vont da n'onn ket pet plas
[... ˌkxe̞ꭗˈaꝛgən – ja ja - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
🔗 a-drezañ
dréan
à travers lui
??? Collectage ancien et sujet à caution
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 met hennezh eo, ma kerez, an hent kentañ a gemerez deus bourk Tonkedeg war an hent Kawan, ha 'h ez... e derc'hez da vont drezañ, hag eñ 'h a betek ar foñs 'ba Park an Naer, n'a ket hiroc'h goude ivez
[mɛ ˈhẽˑz e̞ mə ˈkeːɹe̞ ˌne̞n ˈketɑ̃ go̞ˈme̞ːɹe̞z døz ˌbuɹk tɔ̃ˈkeːdɛk waɹ ˌne̞n ˈkɑwən - a ˌhe̞s - ˈdɛhe̞z də ˌvɔ̃n ˈdɾeˑɑ̃ - a ˈhẽ ha ˌbekə ˈvɔ̃ːz ba ˌpɑɹg ˈnɛːɹ - ˌnɑ kə ˈhiɹɔx ˌguˑde ˌiˑə]
mais ça c'est, si tu veux, la première route que tu prends du bourg de Tonkedeg sur la route de Kawan, et tu vas... tu continues de l'emprunter [litt. de passer par lui], et elle va jusqu'au fond à Park an Naer, elle ne va pas plus loin après non plus
Tonkedeg
Gant : Josfin Kaboko, ganet e 1931 e Kawan, o chom e Tonkedeg, marvet e 2023, tud bet ganet e Kawan / Kemperven.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hemañ a c'hallez tremen ur bannac'h dour drezañ c'hoazh. Kar sukr zo e-barzh.
Celui-ci, tu peux encore le rincer [litt. passer un peu d'eau par lui]. Car il y a du sucre dedans.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 n'eo ket bet korijet d'ar c'houlz, lesket drezañ e-unan kwa... d'en em gomandiñ met eu...
[ne̞ kə be ko’ɹi:ʒət tə huls ’lɛskɛd ’dɾezɑ̃ e’hy:n kwa də nɔ̃n go’mɑ̃:dĩ mɛd ə]
il n'a pas été corrigé à temps, laissé par lui-même tout seul quoi... se commander mais euh...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a ledanae an hent un tamm mat kwa hag an dour a dremene drezañ da vont da...
[ze ledɑ̃'na:e nɛn tɑ̃'m:ɑt kwa a ndu:ɹ dɾe'me:ne dɾezɑ̃ də vɔ̃nt tə]
ça élargissaient pas mal la route quoi [moitié d'un talus enlevé dans la longueur] et l'eau passait par lui [route] pour aller à...