Klask
« droed »
Frazennoù kavet : 147
-
🔗 Me 'meus droed.
Mé meus droet.
[me møs dʁœt]
Moi j'ai le droit.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 E serten koulz deus ar bloaz pa vije arri just boued al loened 'h aer da vesa en-dro d'ar parkoù. Lakat anezhe da beuriñ en-dro d'ar parkoù. En-dro d'ar park, e bord ar c'hleuz e vez yeot hag e vije laket ar saout da beuriñ. Lakat anezhe da beuriñ en-dro d'ar parkoù ha 'dije ket droed da laerez ar pezh a vije 'ba ar park. Maesa e bord an hent ivez : bremañ n'eus ket moaien da vaesa an hent, re a sirkulasion zo.
Sèrtèn kouls deus bla pa vijé ayè just bwét lwèneut èr de vésan dro parko. lak nè de boeri dro parko. tro park, bord hlin vé yèweut, vijé lakeu zowt de boeri. a di jé keut droet de lèreus pés vijé bar park. vésan bord nèn iyé : bréman neus keu voyeun de vésan nèn, ré sirkulasion-n zo.
[sɛʁtɛn kuls døs bla pa viʒe ajɛ ʒyst bwet lwɛnət ɛʁ də vesã dʁo paʁko] ([lak nɛ də bœʁi dʁo paʁko]) [tʁo paʁk boʁd hlɛ̃ ve jɛwət viʒe lakə zowt də bœʁi] [a diʒe køt dʁœt də lɛʁəs pes viʒe baʁ paʁk] [vesã boʁd nɛn ije bʁemã nøs kø vwajən də vesã nɛn ʁe siʁkylasiõn zo]
à certaines périodes de l'année, quand il n'y a plus beaucoup de nourriture pour les bêtes, on les mettait à paître autour des champs. Autour des champs et aux bords des talus il y a de l'herbe ou les vaches sont mises à paître. Et elles n'ont pas le droit de manger ce qu'il y a dans le champ. Elles peuvent paître au bord des routes mais on ne peut plus le faire, il y a trop de circulation.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Meus ket droed da gouezhañ ken.
Meus keu droet de gouan kén.
[møs kø dʁœt də gueã ken]
Je n'ai plus le droit de tomber.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ma mamm-gozh... 'h ae d'an iliz ha tout ivez, met 'na ket plijet-kaer dezhi bezañ... bezañ embannet evel-se 'ba... 'ba... surtout 'ba ar sarmon, hag eu... feiz, an aotrou person a oa arriet d'ober e gest goude, ha 'na lâret dezhañ « embetet on, eme... un tamm bihan neuze, gant eu... gant ho kest, amañ n'eus ket nemet gwinizh dornet d'ar sul, emezi, ha eñ n'eo ket sañset mat evitoc'h-c'hwi » 'da lâret dezhañ, « oh, geo ! geo ! emezañ, eñ... ar sort-se a vo mat ivez », mat e oa dezhañ kas gwinizh dornet d'ar sul gantañ, ha neuze 'na adlâret dezhañ « neuze, emezañ, ma 'h a ar sort-se ganac'h, 'po droed da leskel ac'hanomp trankil peogwir e vezomp o labourat ivez, emezañ »
[...]
ma grand-mère... allait à l'église et tout aussi, mais ça ne lui avait pas trop plu... d'être stigmatisée dans... dans... surtout dans le sermon, et euh... ma foi, monsieur le curé était venu faire sa quête après, et il lui avait dit « je suis embêtée, dit... un petit peu alors, par euh... par votre quête, ici il n'y a que du blé battu le dimanche, dit-il, et ça ce n'est pas convenable pour vous en principe » qu'il lui avait dit, « oh, si ! si ! dit-il, ça... ce genre-là c'est bon aussi », ça lui convenait d'emporter du blé battu le dimanche, et alors il avait renchérit « alors, dit-il, si vous emportez ce genre-là, vous aurez le droit de nous laisser tranquille puisque nous travaillons aussi, dit-il »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 hag e oa lakeet un deltenn 'ba porzh... 'ba porzh unan ! met eñ 'oa ket kamaradoù gant tout an dud ! hag an hini 'oa ket kam... hag e oa eñ 'ba an antre, oc'h ampich an dud d'antren, « ah, ya met... a vije lâret dezhañ, 'teus ket droed peogwir 'teus eu... otorizet lakat un deltenn aze », oh, e oa bet las ! a-hont e oa bet las ! gant ar festoù-noz
[...]
et on avait mis un chapiteau dans la cour... la cour de quelqu'un ! mais lui n'était pas copain avec tout le monde ! et celui qui n'était pas cop... et il était lui à l'entrée, empêchant les gens d'entrer, « ah, oui mais... qu'on lui disait, tu n'as pas le droit parce que tu as euh... autorisé de mettre le chapiteau là », oh, il y avait eu un charivari ! là il y avait eu un charivari ! à cause des fest-noz
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 Ha 'ma goullet, peogwir n'houlle den ken mont 'ba ar post, hag ar reoù ac'h ae, n'arrient ket nemet betek hanter kazi. A-wechoù 'raent ket nemet daou, tri metr. Hag e adrampent en traoñ. Ha 'ma goullet : « droed 'meus da advont... war... un eil beaj 'ba ar mât de cocagne ? ». Hag e oa lâret « ya ! » din. Hag e oan adaet. Evit an eil beaj. Hag aze 'ma roet un takad. War... war... war... war ar post all. Arri... arri e oan... arri e beg adarre ! Hag e rae nav metr ! An uhelder ar post, ar post. Donc... donc, se a rae triwec'h metr. Da vont etre div wech. Ha 'ma roet ur vazhad war ar pod, ha 'ma bet ur podad dour war ma benn. Hag e oa... ar pod a oa leun a dour. Hag e oan diskennet... 'ba ar xxx ( ?).
Et j'avais demandé, puisque plus personne ne souhaitait monter au poteau, et ceux qui allaient, n'arrivaient que jusqu'à la moitié pratiquement. Parfois ils ne faisaient que deux-trois mètres. Et ils glissaient jusqu'en bas. Et j'avais demandé : « j'ai droit de remonter... sur... une deuxième fois au mât de cocagne ? ». Et on m'avait dit « oui ! ». Et j'étais reparti. Pour la deuxième fois. Et là j'avais donné un coup. Sur... sur... sur l'autre coup. J'étais arrivé... arrivé... au sommet de nouveau ! Et il faisait neuf mètres ! La hauteur du poteau, du poteau. Donc... donc, ça faisait dix-huit mètres. A faire en deux fois. Et j'avais donné un bon coup sur le pot. Et j'avais reçu un pot rempli d'eau sur la tête. Et c'était... le pot était plein d'eau. Et j'étais descendu... dans le xxx ( ?).
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha goude 'ma goullet, hag-eñ 'ma droed da admont e-krec'h adarre. Hag e oan aet. Ha 'ma roet ur vazhad. Teir gwech e oan bet e-krec'h, 'ba Bégard. 'Ba... 'ba... 'ba... 'ba ar mât de cocagne. Hag en tri... en drivet pod, 'ma bet ur c'honifl. Ur c'honifl (krewaleg ?). Evel e vez lakeet en-dro da goûg... goûg ur plac'h aze. Ur bichig ! a vez graet duzh se. En breton... en breton. Bichig. Ha 'ma bet ur c'honifl gwir e-barzh.
Et après j'avais demandé, si j'avais le droit de remonter à nouveau. Et j'étais allé. Et j'avais donné un bon coup. J'étais monté trois fois, à Bégard. Au... au... au... au mât de cocagne. Et dans le trois... dans le troisième pot, j'avais eu un lapin. Un lapin xxx ( ?). Tel qu'on en met autour du ou... du cou d'une femme là. Ur chaton ! qu'on appelle ça. En breton... en breton. Chaton. Et j'avais eu un vrai lapin dedans.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da... da vont 'na, gwelet a rez, met droed da... n'onn ket petra a oa arriet ha 'na... unan bennaket 'na graet evitañ ivez a gredan, ya, e oa lâret 'na ezhomm da chom da labourat ivez war... ya, ya, hag e oa graet evitañ
[...]
il... il devait y aller, vois-tu [à la guerre], mais [il avait] eu le droit... je ne sais pas ce qui était arrivé et il avait... quelqu'un était intervenu en sa faveur je crois, oui, on avait dit qu'il fallait qu'il reste travailler aussi sur... oui, oui, et on était intervenu en sa faveur
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ an Onest, ganet e 1932 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Pleuveur-Gaoter, tud bet ganet e Pleuveur-Gaoter / Perwenan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha c'hoazh 'deemp ket droed da dostaat dezhi peogwir e ouie e oa kontajius
[... - ... ˌkɔ̃ntaˈʒiˑys]
et en plus nous n'avions pas le droit de l'approcher parce qu'elle savait qu'elle était contagieuse [tuberculose]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig ar Govig, ganet e 1929 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuveur-Gaoter.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur bern koad zo bet eu... en em gavet peogwir ni, pa 'h aemp da dic'harzhañ, 'vije ket droed da droc'hañ ur blantenn vihan, e bleges anezhi dindan da votoù-lêr aze, hag e leskes anezhi da voutañ, met honnezh ar bloaz... ar bloaz... en em gave uheloc'h
[... - ... - ... ˌblɑ̃ntən ˈviˑən ... - ... - ...]
on s'est retrouvé euh... avec plein de bois puisque nous, quand nous allions débroussailler, on n'avait pas le droit de couper un petit plan, tu le pliais sous ton soulier là, et tu le laissais pousser, mais celui-là l'année [suivante]... l'année [suivante]... était plus haut
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-pad ar brezel, 'oa ket nemet an ti-se na oa ket bet laket minioù hañ ! ha 'h aemp kostez an aod aze gant ur fured, da... da fureta, hag un devezh, ar paotr kozh o lâret dimp evel-se « petra 'h oc'h oc'h ober aze, bugale, emezañ ? petra 'h oc'h oc'h ober aze, emezañ ? » « tapet konifled, emezomp » hag un toullad (boulsoù ?) aze da dapet anezhe, met ar pezh zo, 'oa ket... e oa muioc'h dour evit e oa... (boulsoù ?) da dapet anezhe, ha xxx ( ?) ar paotr kozh o lâret dimp evel-se, « ar re-seoù, emezañ, a parti gant... kement a herr, emezañ, ken n'och ket kat da (derc'hen ?) tapet anezhe », ha me o tennañ ma botoù-koad, lakat anezhi da vont (xxx ?) evel-se, hag eben (en he sav ?), ha pa oa arri ar c'honifl da... lec'h e vije ezhomm, me o tapet anezhi dre he diskouarn, ha... daou... an daou droad a-dreñv goude, ha « tak ! » a-dreñv he diskouarn ha 'ma lazhet anezhañ diouzhtu, diwar an deiz-se, 'mamp ket bet droed da vont d'an aod ken
[...]
pendant la guerre, il n'y avait que cette maison-là où il n'y avait pas eu de mines ! et nous allions du côté de la côte avec un furet, pour... pour chasser au furet, et un jour, le vieux nous avait dit comme ça « qu'est-ce que vous faites là, les enfants, dit-il ? qu'est-ce que vous faites là, dit-il ? » « attraper des lapins de garennes, que nous dîmes » et plusieurs (pièges ?) là pour les attraper, mais le problème, il n'y avait pas... il y avait plus d'eau qu'il n'y avait... (de pièges ?) pour les attraper, et xxx ( ?) le vieux de nous dire comme ça, « ceux-là, dit-il, partent... avec tellement de vitesse, dit-il, que vous ne pouvez pas (continuer ?) de les attraper », et moi d'enlever mes sabots de bois, en mettre un (xxx ?) comme ça, et l'autre (debout ?), et quand le lapin de garenne était arrivé... là où il fallait, moi de l'attraper par les oreilles, et... deux... les deux pieds arrières après, et « tac ! » derrière ses deux oreilles et je l'avais tué tout de suite, à partir de ce jour-là, nous n'avions plus eu le droit d'aller à la côte
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Oh ! ma 'tije gwelet ar... ar riall ! Memes jeu evel ur parkad pataz ! Ha... hag e oa... plac'hed 'ba... duzh an Arvor, o vont da rialla d'an Enez Maodez. « Me, emezi, 'h a da gria... 'h a da... da denoñsiñ ac'hanoc'h, emezi, me, emezi, 'h a da denoñsiñ ac'hanoc'h, emezi, 'peus ket droed d'ober se, emezi, gant... diaoulat gant ur machin ».
[...]
Oh ! si tu avais vu les... les praires ! Pareil qu'un champ de patates ! Et... et il y avait... des femmes à... de an Arvor, allant ramasser les praires à an Enez Maodez. « Moi, dit-elle, je vais vous dén... je vais... vous dénoncer, dit-elle, moi, dit-elle, je vais vous dénoncer, dit-elle, vous n'avez pas le droit de faire ça, dit-elle, avec... herser avec un machin ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Hag un devezh, e oa arri, pa oa debarket an Amerikaned, pa oant o tont da... o tont d'ober... prisonnier, prizoniñ an Almanted a oa 'ba ar menaj... Jozef-Fañch. E oa... e oa... e oa ma vreur ha me, o chaseal, dirak an Almanted, dirak an Almanted, met 'oa ket fuzuilh ebet ganin. 'Damp ket droed ! Da gaout un arm, gant an Al... gant an Almanted.
[...]
Et un jour, quand les Américains étaient arrivés... avaient débarqué, quand ils venaient pour... venaient pour... faire prisonniers, faire prisonniers les Allemands qui étaient dans la ferme... de Joseph-François. Nous étions... étions... étions mon frère et moi, en train de chasser, devant les Allemands, devant les Allemands, mais nous n'avions pas de fusil. Nous n'avions pas le droit ! D'avoir une arme, avec les Al... avec les Allemands.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ar parroujoù-se... a oa ar muiañ paour... douzh ar vro, ha 'dant droed aod warne, hag eu... ul lezenn zo, aze... 'meus ur paper aze, hag eu... 'dant droed da droc'hañ gomon, da... da demziñ o douar, rakkar ar menajoù amañ, kostez an aod a oa bihanoc'h un tamm mat evit an diabarzh
[... - ... - ... - ... ˌdɣwɛt ˈhoˑd waꝛne̞ - ... - ... - ... - ... - ...]
ces communes-là... étaient les plus pauvres... du pays, et elles avaient le droit de côte, et euh... il y a une loi, là... j'ai un papier là, et euh... elles avaient le droit de couper du goémon, pour... pour amender la terre, car les fermes ici, du côté de la côté étaient bien plus petites qu'à l'intérieur
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo ! gomon torr, goût a rez petra eo gomon torr, hein ? gomon... gomon torr zo... pa ra amzer fall, hag an amzer a torr anezhe, e-plas troc'hañ anezhe, a torr anezhe hag (e teu d'ar c'hostez ?), hag eu... zo... peogwir eo gomon torr, ar re-seoù... xxx ( ?) dibab anezhe, ha reoù Pleuveur pe lec'h all, pa 'h aent... pa 'h aent da dibab anezhe, e oa dezhe, met da droc'hañ war... war... an aod, 'dant ket droed d'ober
[... - ˌgomɔ̃n ˈto̞ɹ - ... - ... - ... - ... plœˈvœˑꝛ ... - ... - ... - ... - ...]
si ! du goémon cassé, tu sais ce que c'est le goémon cassé, hein ? du goémon... du goémon cassé c'est... quand il fait du mauvais temps, et le temps les casse, à la place de les couper, il les casse et (il vient à la côte), et euh... c'est... puisque c'est du goémon cassé, ceux-là... xxx ( ?) les trier, et ceux de Pleuveur ou d'ailleurs, quand ils allaient... quand ils allaient les trier, ils étaient à eux, mais pour couper sur... sur... la côte, ils n'avaient pas le droit de faire
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'na ket droed da vezañ... da vezañ skoet un torpilh, war... war... war ar batimanchoù-se, peogwir e oa sinet... l'armistice
[... - ... ˈskoˑə ntɔꝛˈpij - ... - ... - ...]
il n'avait pas le droit de... de tirer une torpille, sur... sur... sur ces navires-là, puisque l'armistice... avait été signée
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met goude pa oa marv ma dad eu... eu... droed 'mamp da viret daou devezh-arat douar, ha feurmiñ ar peurrest, ha 'meump feurmet anezhe d'ur menajer tal-kichen aze, met petra a rin deus daou devezh-arat douar ? ha 'ma soñjet eu... kemer deñved hag abaoe 'meus deñved ! ha feiz, evel-se, boñ... oh ! 'c'honezan ket eu... 'vez ket gonezet hañ ! met añfin, kement ha en em okupiñ ha miret... c'hoant 'meus da viret eu... douar gant an ti, an deiz ma vo gwerzhet an ti-mañ e vo douar da-heul
[...]
mais après quand mon père était mort euh... euh... nous avions droit de garder un hectare de terres, et louer le reste, et nous les avons loué à l'agriculteur à côté là, mais que ferai-je d'un hectare de terres ? et j'avais pensé euh... prendre des moutons et depuis j'ai des moutons ! et ma foi, comme ça, bon... oh ! je ne gagne pas euh... ça ne gagne pas hein ! mais enfin, tant qu'à s'occuper un peu et garder... j'ai envie de garder euh... du terrain avec la maison, le jour où cette maison-ci sera vendue, il y aura du terrain avec
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 et ben hennezh zo un ti savet gant ma vamm-gozh ha ma vamm, ya ! ya ! en 1914, ha hennezh zo Konvenant Rousel, ya ! ya ! nann, nann, nann ! a-raok 'da savet ma vamm-gozh an ti-se e oa... un ti kozh, hag eñ a oa en ruine, plus ou moins, hag e-skeud-se 'da graet moaien da... da gaout an droed da sevel an ti-se, eñ a oa staget deus an ti, ha moarvaat e oa Konvenant Rousel
[... - ... - ja - ja - ... kõˌvønɑ̃ˈʁusəl - ja - ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌkõvnɑ̃ˈʁusəl]
Plûned
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 ha 'ba ar skolioù n'eus ket droed da skeiñ warne na d'ober trouz dezhe prest a-walc'h ! n'eus ket droed da lâret mann ebet dezhe, kwida ! na da douch dezhe na da... 'ba ar gêr memes n'eus ket droed da douch dezhe memes
[...]
et dans les écoles on n'a plus le droit de les frapper ni de les gronder quasiment ! on n'a pas le droit de leur dire quoi que ce soit, quoi ! ni de les toucher ni de... à la maison même il n'y a pas le droit de les toucher même
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 bet zo ur c'hrogad hag e oa difennet kaozeal brezhoneg, ya ! pa oamp aet d'ar skol ni e oa... 'oa ket droed da gaozeal brezhoneg, ha goude 'h aemp d'ar c'hatechist... d'ar Yaou e vije katechist gant ar person
[...]
il y a eu une époque où il était interdit de parler breton, oui ! quand nous étions allés à l'école il n'y avait... il n'y avait pas le droit de parler breton, et après nous allions au catéchisme... il y avait le catéchisme le jeudi avec le curé
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)