Klask
« drompet »
Frazennoù kavet : 16
-
🔗 marteze eo en em drompet
Maté-é non-n dronpeut.
[mate'e nõn dʁõpət]
Peut-être qu'elle s'est trompée.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Hag e oa teir dro d'ober, teir dro d'ober duzh ar sircuit-se. Hag evit ober an eil... an eil tro, e oan en em drompet a rout. Hag e oan er penn kentañ. E oan er penn kentañ 'ba ar c'hours. Kred hardi peogwir e oan... e oan o paouez d'arriet, me a sache warnezi hañ !
[...]
Et il y avait trois tours à faire, trois tours à faire de ce circuit-là. Et pour faire le deuxième... le deuxième tour, je m'étais trompé de route. Et j'étais en tête. J'étais en tête de la course. Crois-le bien parce que j'étais... je venais d'arriver, j'envoyais hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha... hom dad a oa bev c'hoazh, ha ma vamm 'na gwelet eu... Jañ... Jañ Gwegou a vije graet diontañ, « oh, ti Jañ Gwegou, emezi, zo unan bennaket klañv 'vat ! emezi, kar eñ 'h a fonnus 'vat ! » « oh ! te, eme ma dad, zo en em drompet, kar eñ n'a ket james fonnus ! »
[mœmˈdɑˑd]
et... notre père était encore vivant, et ma mère avait vu euh... Jean... Jean Guégou qu'on l'appelait, « oh, chez Jean Guégou, dit-elle, il y a quelqu'une de malade ! dit-elle, car il va vite ! » « oh ! toi, dit mon père, tu t'es trompée, car lui ne va jamais vite ! »
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 Lezormel an hini e oan oc'h esae lâret ivez, en em... en em drompet on, Lezormel
[leˈzɔꝛme̞l ... - ... - leˈzɔꝛme̞l]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Polez, ganet e 1936 e Plistin, o chom e Plistin, marvet e 2025, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-07-10)
-
👂 🔗 peogwir, moarvat, secrétaire de mairie 'na en em drompet kwa !
[pyˌgyˑꝛ maˈhɑt ... na nɔ̃n ˈdɣɔ̃mpət kwa]
puisque, sans doute, le secrétaire de mairie s'était trompé quoi !
Gant : Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en em drompet on
[nɔ̃n ˈdɹɔmpəd ɔ̃]
je me suis trompé
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah en em drompet out 'vat !
[a - nɔ̃n ˈdʁɔ̃mpəd ut ha]
ah ! tu t'es trompé !
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ah se a depante. Pa vijent reuz-kole. Pa vijent reuz-kole e vijent kaset. Reuz-kole a vije graet dionte, pa vije poent kas anezhe d'ar c'hole. Ya peogwir neuze e vijent prest da... karzhañ a-raok deus ar park, peotramant lampat war ar reoù all ha... a-bep-sort quoi. (R. Ha penaos e vije gouvezet neuze ?) Beñ peogwir e vijent oc'h esa lampat war ar reoù all. Ha neuze e choment trankil eno moarvat o soñjal 'h eo ar c'hole a oa oc'h arriet met... n'eo ket ar c'hole e vije. Ha e vijent en em drompet quoi.
Ah, ça dépendait. Quand [les vaches] étaient en chaleur. On les envoyait quand elles étaient en chaleur. On disait « en chaleur », quand il était temps de les envoyer au taureau. Oui, parce qu'alors, elles étaient capables de s'enfuir du champ, ou bien de sauter sur les autres, et tout. (R. Et comment on savait ?) Ben, parce qu'elles essayaient de sauter sur les autres, qui restaient tranquilles, elles pensaient probablement que c'était le taureau qui arrivait, mais... ce n'était pas le taureau, elles s'étaient trompées.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah geo 'hat. Ya, hennezh eo tonton Évence ha hemañ eo tonton Henri. Ya ya. Ha neuze 'h on en em drompet aze.
Ah si. Oui, lui c'est tonton Évence et lui c'est tonton Henri. Oui oui. Je me suis trompée là.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 hag e oa aet ti ma mamm-gozh, arriet diwezhat eu... du-mañ hag e oa en em drompet ti, homañ 'da bet aon, homañ 'da bet aon
[a wa ɛt ti ma vɑ̃m'go:s a'ʁi:əd di'we:ad ə dymɑ̃ a wa nɔ̃n 'dɾɔ̃mpət ti: 'homɑ̃ da bed o̞wən 'homɑ̃ da bed o̞wən]
et il était arrivé chez ma grand-mère, arrivé tard euh... chez moi et il s'était trompé de maison, elle avait eu peur, elle avait eu peur
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur gordenn douar, dek kordenn douar, ugent kordenn douar, tregont, pemp warn-ugent, tout e oarent, hag e vuzurent anezhe ha deus o c'hammadoù e vije ral dezhe en em drompet
['gɔɹdən 'du:aɹ dek 'kɔɹdən 'du:aɹ 'y:gən 'kɔɹdən 'du:aɹ 'tɾe:gɔ̃n pɛm waɹ'ny:gən tud 'wɑ:ɹɛɲ a vy'zy:ɹɛɲ nɛ: ag dəz o hɑ̃'mɑ:ʒo viʒe ɹɑ:l dɛ: nɔ̃n 'dɹɔ̃mpət]
une corde de terre, dix cordes de terre, vingt cordes de terre, trente, vingt-cinq, ils savaient tout, et ils les mesuraient selon les pas et c'était rare qu'ils se trompent
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a ra ar pari dit out en em drompet
[me ra pɑj did ud nɔ̃n 'drɔ̃mpət]
je te fais le pari que tu t'es trompé
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en em drompet out, evel-se eo ret ober
[nɔ̃n 'drɔ̃mpəd ut 'vise e rɛd 'o:bər]
tu t'es trompé, c'est comme ça qu'il faut faire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en em drompet oa 'ba e goñchoù
[nɔ̃n 'drɔ̃mpəd wa ba i 'gõʃɔ]
il s'était trompé dans ses comptes
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en em drompet e oa, 'h on sur e oa en em drompet kar eñ a vez d'an eur ordin, ha finalement 'meus telefonet, da beder eur hanter 'neus telefonet, « oh ! j'ai su que c'était toi parce que »... « me a oa prest emezon-me, a-benn... a-benn teir eur hanter e oan prest o c'hortoz ac'hanout »
[nɔ̃n dʁɔ̃mpəd ə wa - hɔ̃ zyːʁ wa nɔ̃n dʁɔ̃mpəd kaʁ ẽ̞ ve də nœːʁ ɔʁˈdiːn - a ... møs teleˈfo̞ːnət - də beˌdɛʁəʁˈɑ̃ntəʁ møs teleˈfo̞ːnət - ... - me wa pʁes ˈmo̞me̞ be̞n be̞n ˌtɛʁəʁˈɑ̃ntəʁ wɑ̃n pʁes ˈhɔʁto̞z o̞wt]
il s'était trompé, je suis sûr qu'il s'était trompé car il est tout le temps à l'heure, et finalement j'ai téléphoné, à quatre heures et demi j'ai téléphoné, « oh ! j'ai su que c'était toi parce que »... « j'étais prête dis-je, pour trois heures et demie j'étais prête en train de t'attendre »
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en em drompet e oa... en em drompet e oa 'ba e goñchoù, en em drompet e oa a hent, en em drompet e oa...
[nɔ̃n 'dʁɔ̃mpəd ə wa - nɔ̃n 'dʁɔ̃mpəd ə wa bah i 'gɔ̃ʃo - nɔ̃n 'dʁɔ̃mpəd ə wa hɛn - nɔ̃n 'dʁɔ̃mpəd ə wa]
il s'était trompé ... il s'était trompé dans ses comptes, il s'était trompé de route, il s'était trompé...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi