Klask
« dumporell »
Frazennoù kavet : 18
-
👂 🔗 Hag eñ o vont da Breheg kwa. Laket un tamm... e adlein 'ba... 'ba ar vuzetenn, hag ur voutailhad jistr eu... un tamm patez ha... ha roud dezhi ! Laket ur sac'had k... eu... ur vuzetenn kerc'h da... da Bijou. Hag en roud da Breheg ! « Ale Bijou ! » Met... gant un dumporell aze n'aer ket ken prim-se da... d'ar mor, ha tremenet Plehedel hag arri... diskennet da... Lanloup aze hag oc'h arriout 'ba Breheg aze.
[ˈbʁeˑe̞k - ˈbʁeˑe̞k - ˈplœˑdəl - ˈbʁeˑe̞k]
Et il s'en alla à Breheg quoi. Il mit un petit... sa collation dans... dans la musette, et une bouteille de cidre euh... un peu de pâté et... en route ! Il mit un sac de... euh... une musette remplie d'avoine pour... pour Bijou. Et en route vers Breheg ! « Allez Bijou ! » Mais... avec un tombereau là on ne va pas si vite à... à la mer, et il passa Plehedel et il arriva... il descendit à... Lanloup là et il arriva à Breheg là.
Plouha
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha Fañch, al lun beure abred neuze, eñ o prepariñ e... e dumporell, laket ur varrikenn 'ba xxx ( ?), skoilhet anezhi douzh an daou du gant boutelloù plouz ha tout kwa. « Ha dre belec'h 'h in-me douzh amañ, emezañ ? Douzh bourk Pañvrid d'ar mor, emezañ ? Oh ! Kazi... ». Bet e oa ur wech e bord ar mor hag e oa bet e Breheg ha 'na graet : « Oh ! Breheg n'eo ket ken fall, aze zo moaien da dostiñ da... trawalc'h d'ar mor aze. »
[ˈpɑ̃ˑvʁit - ˈbʁeˑe̞k - ˈbʁeˑe̞k]
Et Fañch, un lundi matin de bonne heure, prépara son... son tombereau, mis une barrique dans xxx ( ?), il la cala des deux côtés avec des bottes de paille et tout quoi. « Et par où vais-je aller d'ici, dit-il ? Du bourg de Pañvrid à la mer, dit-il ? Oh ! Presque... ». Il avait été une fois au bord de la mer et il avait été à Breheg et il avait dit : « Oh ! Breheg n'est pas si mal, là on peut approcher de... suffisamment de la mer là. »
Plouha
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 ur c'henderv din a oa deut da welet ac'hanon ur wech e oan war... war gein ar gazeg a-raok o kas teil 'ba... gant an dumporell, 'ba un hent don, o strinkañ dour ha mailh, « eh ! memestra, deus ganin emezañ, me zo o vont da Bariz evit labourat e bus parisiens », met me 'oan ket o vont da Bariz, a-benn neuze e oan bet... 'ma bet trawalc'h deus Pariz, pa oan bet... on bet J.A.C. emezon-me, met gwelloc'h e oa din chom er gêr da dic'harzhañ, neuze 'oan ket hardi ivez, 'oan ket...
[ə ˈhindɛɹw ˌdĩ wa ˌdœd də ˈwe̞ˑld ɑ̃w ə ˈveʃ wɑ̃n waɹ waɹ ˌgɛɲ ˈgɑːzəg ˈɹo̞ˑk ˌkɑs ˈte̞j bah - gɑ̃n dyˈpɔl - ba ˌnɛ̃n ˈdɔ̃ːn - ˈstɾiŋcɑ̃ ˈduːɹ a ˈmɑj - ɛ mo̞sˈtɾɑ døz gəˈnĩ ˌmeˑɑ̃ - ˌme zo ˌvɔ̃n də ˈbɑːɹiz wid laˈbuːɹəd ... - mɛ me ˌwɑ̃ŋ kə ˌvɔ̃n də ˈbɑːɹis - be̞n ˌnœhe wɑ̃n ˌbet - ma be ˈtɹwɑx dœs ˈpɑːɹis - pe wɑ̃n be - hɔ̃ be ... ˌmɔ̃me̞ - mɛ ˈwɛlɔx wa ˌdĩ ʃo̞m ˈge̞ːɹ diˈhɑɹzɑ̃ - ˌnœhe ˌwɑ̃ŋ kə ˈhɑɹdi ˌiˑe ˌwɑ̃ŋ kət]
un cousin à moi était venu me voir une fois que j'étais sur... sur le dos du cheval de devant à transporter du fumier au... avec le tombereau, dans un chemin creux, éclaboussant de l'eau et de la boue, « eh ! quand même, viens avec moi dit-il, moi je vais à Paris pour travailler dans les bus parisiens », mais moi je n'allais pas aller à Paris, pour alors j'avais été... j'en avais eu assez de Paris, puisque j'avais été... j'ai été à la J.A.C. dis-je, mais je préférais rester à la maison pour débroussailler, aussi je n'étais pas téméraire, je n'étais pas...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo ganet 'ba an ti bihan zo a-us, eu... piv zo aze ? Barrier a oa aze pe me 'oar piv, e oa deu... 'na prenet aze, eñ a oa da ma dud-kozh, ar plas bihan-se, ha 'neuint eu... e oa div pe deir buoc'h ha... un annoar ha neuze un aneval ha neuze un dumporell, xxx ( ?) toullad traoù pa vije ezhomm
[ˈme zo ˈgɑ̃ːnə bah ˌti ˈbiˑən zo ˈhys - ə - ˈpiw zo ˌɑˑe - baʴjɛꝛ wa ˌɑhe pe ˌme ˈwɑˑꝛ ˌpiw - wa ˌdœ na ˈpꝛeːnəd ˌɑhe - ˈhẽ wa də mə ˌdytˈkoːs - ˌplɑz ˈbiˑən ze - a nœɲ ə - wa ˈdiw pe ˌdɛˑꝛ ˈbyˑɔx a - ə ˈnɑ̃nwaꝛ a ˌnœhe nɑ̃ˈneːvəl a ˌnœhe nyˈpɔl - ? ˈtulat ˈtɾɛw pe ˌviʒe ˈem]
moi je suis né dans la petite maison au-dessus, euh... qui est là ? Barrière était là ou je ne sais qui, il était ven... il avait acheté là, ça c'était à mes grands-parents, cette petite ferme-là, et ils ont euh... il y avait deux ou trois vaches et... une génisse et aussi un cheval et aussi un tombereau, xxx ( ?) pas mal de choses dont il fallait
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jak Nikol, ganet e 1932 e St-Laorañs, o chom e Skiñvieg, marvet e 2025, tud bet ganet e Skiñvieg / Skiñvieg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag a-wechoù e vije an dumporell, gant ur gazeg da gas ac'hanomp, da vont d'ar skol, ni a oa fier 'ba hennezh sell ! hola ! aze 'gaozeemp ket gant eu... 'oamp ket sañset d'ober trouz hañ peotramant e spontfe ar gazeg
[a ˌweˑʒo viʒe ˌdymˈpɔˑl - gɑ̃n ə ˈgɑːzək tə ˈgɑs ˌɑ̃m - də ˌvɔ̃n tə ˈskoːl - ˌnim wa ˈfiːɹ bah ˌhẽˑs sɛl - ˌhola ˌɑhe̞ go̞zeˈɛm kət kɑ̃n ə - ˌwɑ̃m kə ˌsɑ̃səd ˌdo̞ˑɹ ˈtɹuːz ɑ̃ peˈtɑ̃mɑ̃n ˈspɔ̃nfe ˈgɑːzək]
et parfois il y avait le tombereau, avec un cheval pour nous emmener, pour aller à l'école, nous étions fiers dans celui-là tiens ! oh là ! là nous ne parlions pas avec euh... nous n'étions pas censés faire de bruit hein ou autrement le cheval s'effrayait
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an dumporell
[dim'pɔɹl]
le tombereau
Gant : Michel Bonno, ganet e 1939 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Prad / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha kargañ an teil 'ba an dumporell, ha skuilhañ an teil
[a ˈkɑꝛgɑ̃ ˈnte̞j bah nyˈpɔl - a ˈskyj ˈte̞ʎ]
et charger le fumier dans le tombereau, et épandre le fumier
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
🔗 talbenn an dumporell
[ˌtalbən di'pɔ:l]
le hayon du tombereau
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vije graet ur c'helc'h karr, amañ emañ ya sell, un tamm... tamm restad c'hoazh, ar c'helc'h karr, pa vije ur c'hastell-eost pe un dumporell a vije graet gant hennezh, 'ba ur varrenn, ur varrenn houarn c'hwec'h metr
[pa viʒe gwɛ hlɛh’kɑɹ ’ɑ̃mɑ̃ mɑ̃ ja sɛl tɑ̃m tɑ̃m ’ɹestət hwɑs hlɛh’kɑɹ pə viʒe ˌhɑstə’lɛst pə ən dim’pɔ:l viʃe gwɛ gɑ̃n hẽ̞:s bah ’vɑɾən ’vɑɹən ’hu:aɹn ’hwɛhmɛt]
quand on faisait un cercle de charrette, il est ici regarde oui, un peu... quelques restes encore, le cercle de charrette, quand c'était une charrette ou un tombereau, était fait avec celui-là, dans une barre, une barre de fer de six mètres
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha war an dumporell e oa lur... ul luruilh, ul luruilh a vije graet deus hennezh, un organell kazi, luruilh, luruilh, ha war hennezh e vije... vije... vije staget ur gazeg all, e vije brañchet ar chadennoù war brec'hioù... war brec'hioù an dumporell, met luruilh, luruilh a vije graet dioutañ
[a waʁ nim'po:ʁo wa ly:ʁ ə 'ly:ʁyj 'ly:ʁyj viʃe gwɛd de hẽ:s nɔʁ'gɑ̃:nəl 'kɑ:he 'ly:ʁyj 'ly:ʁyj a waʁ hẽ:z viʒe viʃe viʒe 'stɑ:gə 'gɑ:zəg al viʃe 'bɾɑ̃ʃət ə ʃa'deno waʁ 'bɾe̞jo waʁ 'bɾe̞jo nim'po:ʁo mɛ 'ly:ʁyj 'ly:ʁyj viʃe gwɛd dɔ̃ntɑ̃]
et sur le tombereau il y avait... un xxx ( ?), un xxx ( ?) qu'on appelait ça, presque un anneau, xxx ( ?), xxx ( ?), et sur celui-là on... on... on attachait un autre cheval, on branchait les chaînes sur les brancards... sur les brancards du tombereau, mais xxx ( ?), on appelait ça xxx ( ?)
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur pilad grizilh, me 'ma hastet buan mont dindan an dumporell ha fidedoue goude e oa tavet, met goude ar patatez a oa lous
[ə 'pi:lə 'gɾi:zil me ma 'hɑstə 'by:ən mɔ̃n di'nɑ̃n nim'po:ɾo ha fidə'du:e 'gu:de wa 'tɑ:vət mɛ 'gu:de pa'tɑ:z wa lu:s]
une averse de grêle, moi je m'étais dépêché d'aller sous le tombereau et nom de dieu après ça s'était arrêté, mais après les patates étaient sales
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-kichen eu... an dumporell a oa koad-tout kwa, er penn a-raok e vije an talbenn, serr... serret, er penn a-dreñv e oa ivez
['kiʃən ə ny'po̞:l wa kwɑt tut kwa pɛn ə'ɹo:g viʒe 'ntɑlbən zɛ 'zɛɹət pɛn dɾẽ̞: wa ie]
alors que euh... le tombereau était tout en bois quoi, devant il y avait le hayon, fer... fermé, derrière il y avait aussi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-hend-all pa vije o kargañ serten traoù zo evel 'ba an dumporell
[hɛn'dɑl pe viʒe 'kɑɹgɑ̃ 'sɛɹtɛn tɾɛw zo wɛl bah ny'po̞l]
autrement quand on était à charger certains choses comme dans le tombereau
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuze e veze kouchet 'ba an dumporell
['nœ:he viʒe 'kuʃə bah ny'pɔl]
alors on le tassait dans le tombereau
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze degaset, darc'het an dumporell war he revr, hag e veze graet... ha goude e veze kerc'het un dumporellad delioù
[viʒe 'djɛsəd 'dɑʁhəd nym'pɔl waʁ i ʁɛ:ʁ a viʒe gwɛt a 'gu:de viʒe 'kɛʁhəd nym'pɔləd 'dɛʎo]
on apportait, basculait la charrette en arrière, et on faisait... et après on allait chercher une charretée de feuilles
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha neuze kas ha kerc'hat an traoù gant ar c'harr, ar c'harr pe ar c'hastell-eost, pe an dumporell, an dumporell a oa bihannoc'h ha honnezh 'nea bordoù.
[a ’nœhe ’kas a ’kɛʁhə n’tʁɛw gãn ’haːʁ – ’haːʁ pe hastəl’ɛst pe nim’pɔːl – nim’pɔːl wa bi’ãnɔχ a ’hõ nea ’bɔʁdo]
Et alors amener et aller chercher les choses avec la charrette, la charrette ou la grande charrette, ou le tombereau. Le tombereau était plus petit et il avait des bords.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 an dumporell
[dy'pɔ:l]
la grande charrette
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un dumporell
[ndi'pɔ:l]
un tombereau
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi