Klask
« ebet »
Frazennoù kavet : 1615
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55 56 57 58 59 60 61 62 63 64 65 66 67 68 69 70 71 72 73 74 75 76 77 78 79 80 81
-
👂 🔗 ar C'hreio ? ar C'hreio ya, aze 'oa menaj ebet hañ ! un... un ti a oa, ar C'hreio eu...
[ˈhʁe̞jo - ˈhʁe̞jo ja - ... - ... - ... - aˈhʁe̞jo ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rolland ar Razaved, ganet e 1937 e Perroz-Gireg, o chom e EHPAD Lannuon, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.
Dilojet e oa da Blouilio da 5 bloaz, ha retornet da Berroz er bloavejoù 1980. Ur breur da Armand Ravezed eo.Dastumer : Tangi (2024-03-20)
-
👂 🔗 teus anv ebet ? oh, geo 'vat ! dindan Keroulou
[... - ... - ... kɛˈʁuˑlu]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 1. Les Couillons de Tomé zo ul lec'h... bon, anavezet gant tout ar... an dud amañ, an touristed hag all, hag ac'h a da besketañ, ha se zo e beg Taveeg, gwelet a rez hañ ! hag eu... 'oa ket aezet tamm ebet ar ger eu... nann, ar Bouilhono, eo ar... ar gwir anv 2. en brezhoneg eo ar Bouilhono 1. ar Bouilhono 2. ar pezh zo aezet da gompren 1. abalamour ordinal e vez... a vez bourbouilh gant ar... gant ar mor aze
1. [... - ... - ... - ... - ... - ... - ... taˈveˑe̞k - ... - ... - ... - ... - aˌbuˈjõˑno - ... - ...] 2. [... aꝛˌbuˈʎõˑno] 1. [aꝛˌbuˈjõˑno] 2. [...] 1. [... - ... - ...]
Perroz-Gireg - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 ah, met Krec'h Perroz... aze 'oa menaj ebet, aze 'meus ket gwelet menaj... eu... goût a ouzon pelec'h emañ... ur park zo aze, e vije graet Krec'h Perroz diontañ met eu... 'welan ket, 'welan ket menaj ebet aze, Krec'h Perroz zo ur... eu... une pât... marteze zo bet un ti, marteze, gwechall-gozh, marteze ya, met... pegoulz ! pegoulz...
[... ˌke̞xpɛˈʁoˑs - ... - ... - ... - ... ˌkxe̞xpɛˈʁoˑz ... - ... - ... - ˌke̞xpɛˈʁoˑs ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 amañ, an douar... an douar 'te ! ma kerez zo... geo ! douar abred e oant da lakat pataz met a-hend-all ma kerez 'devoa ket douar a kalite evel e vije... 'oant ket douar gwinizh evel e vijent e kostez eu... ben... ar Gergozh aze, ma mamm 'da bet lâret din, aze e oa douar gwinizh abominapl, douar mat ! hag amañ 'oa ket, ha 'pije interest da... da reiñ... ordin da reiñ un dra bennak d'an douar, ordin, ordin, ordin, ordin, ordin ! ma 'roez ket mann ebet dezhe eu...
[aˌgɛꝛˈgoˑz ...]
??? Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 hag an dek... an dek a viz Eost e... e pevar ha... pevar ha daou-ugent, e oant en em rentet, hag evel-se 'oa ket bet... mann ebet, ha goude e oant bet kaset aze da... da Ger... da-skrec'h, da Geringant aze, evel-just... hag e oa laket barbelés en-dro dezhe hag an ofiserien a oa laket 'ba... kastell ar C'hruguilh
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... -da gɛˈʁiŋgən ... - ... - ˌkaste̞laꝛˈhʁyˑgyj]
et le dix... le dix août en... en quarante... quarante-quatre, ils s'étaient rendus, et donc il n'y avait... rien eu, et après ils avaient été envoyés là à... à Ker... en haut, à Keringant là, bien sûr... et on avait mis des barbelés autour d'eux et les officiers avaient été mis à... au château de ar C'hruguilh
Sant-Ke / Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 1. ur garenn 2. Garenn... Karrhent ar Bleiz, met aze n'eus ket ti ebet neuze
1. [...] 2. [... - ˌkaɻe̞nəˈble̞j - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Terez Derrien, ganet e 1938 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Plouared.
Deut da chom da Bleuveur-Bodou da 24 vloaz.
– Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 1. ya 2. Parko Merrien, c'est ça ! 1. ya 2. aze n'eus menajer ebet ken hañ !
1. [ja] 2. [ˌpaɾkoˈmɛˑɣjɛn ...] 1. [ja] 2. [...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.
– Mari-Terez Derrien, ganet e 1938 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Plouared.
Deut da chom da Bleuveur-Bodou da 24 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ha... pa vijemp... e vijen kaset da... war ene... mont da vaesa saout goude kreistez, e laken anezhi... e laken anezhe 'ba ur prad, pe e-barzh eu... 'ba... e-barzh lanneieroù, e-lec'h e vijen kat da... glozañ warne, ha mont da... gant ar reoù all, da Miliev adarre gant ar c'hezeg du-hont, peneogwir 'oa den ebet o surveilh anezhe
[ˈmiʎɛw]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Sant... ah, Sant-Derveeg ! ah, Sant-Derveeg, piv zo o chom aze ? a-hont n'eus den ebet o chom, nann, bremañ, nann, ah, gwechall ya ! gwechall a oa gwechall, ha bremañ... ha bremañ eo bremañ !
[sɑ̃t - a - ˌsɑ̃dɛꝛˈveˑe̞k - a - ˌsɑ̃dɛꝛˈveˑe̞k - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 met... 'oa... 'oa ket... 'oa ket nemet ur Roc'h ar Vran, goude e oa unan all izeloc'h, hag a oa da... da... da patron, da patron Tregastell, da patron ha n'houlle ket (nemet ?) gwerzhañ anezhe na netra, n'houlle ket gwerzhañ an ti, na mann ebet, sort ebet
[... - ... - ... - ... ˌʁɔɣˈvɣɑ̃ˑn - ... - ... - ... - ... txeˈgaste̞l - ... - ... - ... - ...]
Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 ya met daou Geringant e oa, daou e oa, Keringant ya, ha goude... goude 'h aer war Lannuon, goude 'oa mann ebet ken hañ !
[... gɛˈɾiŋgən ... - ... - kɛˈɣiŋgən ja - ... - ... lɑ̃ˈnyˑõn - ...]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If ar C'hwerv, ganet e 1936 e Sant-Ke-Perroz, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Sant-Ke-Perroz / Sant-Ke-Perroz.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
👂 🔗 geo 'vat ! ar Peulven, me 'meus klevet komz deus se, ha pelec'h emañ se ? oh, koulskoude 'meus klevet a-walc'h komz deus ar Peulven-se, n'ouzez ket ? oh, ya ! me 'meus ivez 'vat ! ha goût pelec'h e oa ivez, met bremañ 'meus ket soñj ebet, ar Peulven
[... - ˈpœlvən - ... - ... - ... - ... ˈpœlvən ... - ... - ... - ˈpœlvən]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ya, bezañ e oa... Kapekern a oa, eno e oa ur vilin, ur vilin eu... lin ! Kapekern, Aurégan a oa proprieter eno met... eñ... eñ xxx ( ?), 'nea graet traoù ennañ, ha goude pa eo en em gavet ar brezel, eo aet d'ar brezel, bet lazhet 'ba ar brezel, ha feiz ! goude an traoù zo bet tout... abandonet, n'eus bet mann ebet ken eno, laosket tout en abandon, e dad a oa medesin met eñ 'soursie ket deus traoù a-sort-se kwa !
[ja - ... - ˌkapeˈkɛꝛn wa - ... - ... - ... - ˌkapeˈkɛꝛn - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ya, kle... me 'meus bet klevet komz deus Kerverrod met eu... n'on ket kat da lâret... mann ebet
[ja - ... - ... kɛꝛˈvɛˑɾɔd ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Kerrio ? piv 'ta ? klevet 'meus bet komz deus Kerrio, piv a oa eno ? me n'onn ket piv a oa... 'meus ket soñj ebet, ya, ya ! Kerrio, eñ 'meus klevet komz ya
[kɛˈɾiˑo - ... - ... kɛˈɾiˑo - ... - ... - ... – ja ja - kɛˈɾiˑo - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ... tintined ha... ma maeronez, ma maeronez, ha... hag evel-se n'on ket bet plaset neblec'h ebet, ha ma zad... 'neus... 'neus eu... n'eo ket... n'eo ket bet james addimezet, hag 'neus... savet e c'hwec'h bugel... en nav miz
[...]
... [j'ai été élevé] par des tantes et... ma marraine, ma marraine, et... et ainsi je n'ai jamais été placé quelque part, et mon père... a... a euh... ne s'est... ne s'est jamais remarié, et il a... élevé ses six enfants... en neuf mois
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Albert ar C'hoadig, ganet e 1928 e Tonkedeg, o chom e Sant-Eganton (EHPAD), tud bet ganet e ??? / Kemperven.Dastumer : Tangi (2024-05-10)
-
👂 🔗 ba... 'ba... 'ba krec'h eu... Château Blanc, Château Blanc, eñ 'lâr... eñ 'lâr mann ebet dit ?
[...]
Plûned
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Albert ar C'hoadig, ganet e 1928 e Tonkedeg, o chom e Sant-Eganton (EHPAD), tud bet ganet e ??? / Kemperven.Dastumer : Tangi (2024-05-10)
-
👂 🔗 goude pa diskennez 'oa ket ti ebet dutoud eu... betek ar C'hroashent Perroz, 'oa ket nemet unan, e vije graet « Ti ar Mud » diontañ peogwir... an hini a anavezen... honnezh eu... n'onn ket penaos e vez lâret en brezhoneg, mais la bretelle pa... pa guiteez an hent, *a-ran... a-raok tremen dindan ar pont eu... aze... herie zo... ur c'hoñvers gant bisikletoù... ha goude pa diskennez zo ur bretelle, e c'hallez mont er-maez, e arriez a-geñver d'un ti, apeupre 'ba eu... an amplasamant an hent-se a oa... a oa ur menaj, ur menaj bihan, e vije graet gantañ... eu... Ti ar Mud, ar Mud a oa... unan hag a oa... a oa o chom aze, e oa... e oa mut pe...
[... - ... ˈhʁ̥wasən pɛˈʁoˑz - ... - ... ˌtiəˈmyt ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌtiəˈmyt - ... - ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 Hag eñ o vont d'ar bourk kwa. O vont da bourk Langoad. Eñ oc'h arriout 'ba ar bourk. « Oh ! Ar bourk zo trankil amañ 'vat ! (e vije an deiz ?) met gwir eo n'eus ket kalz a dud, n'eus ket deut kalz a dud ». Hag eñ o vont d'an iliz. Den ebet 'ba an iliz ivez. Oh ! Eñ oc'h arriout e-tal da... e-tal d'an aotel aze. Hag e oa laket div gadoar, div gadoar d'arriout war an daoulin ha div gadoar da vont en e goaze. 'Wele ket den ebet ha 'wele... 'gave ket ar person. Ya met un tamm avañs 'na, 'oa ket dek eur hanter c'hoazh kwa ! E oa dek eur ugent pe dek eur... apeupre kwa.
[...]
Et il s'en était allé au bourg. Allant au bourg de Langoad. Il arriva au bourg. « Oh ! Mais le bourg est calme ici ! (C'était le jour ?) mais c'est vrai qu'il n'y a pas grand monde, pas grand monde n'est venu ». Et il s'en alla à l'église. Personne à l'église non plus. Oh ! Il arriva en face de... en face de l'autel là. Et on avait mis deux chaises, deux chaises pour se mettre à genou et deux chaises pour s'assoir. Il ne voyait personne et il ne voyait... il ne trouvait pas le curé. Oui mais il avait un peu d'avance, il n'était pas encore dix heures et demi quoi ! Il était dix heures vingt ou dix heures... à peu près quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55 56 57 58 59 60 61 62 63 64 65 66 67 68 69 70 71 72 73 74 75 76 77 78 79 80 81