Klask
« emezon »
Frazennoù kavet : 276
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14
-
🔗 ya, betek 80... 92 a deue ganin, 'ba... 'ba eu... 'ba ma oto vihan, hag eu... n'onn petra all 'ma ivez, 'h aen gant n'onn petra, ha 'h aen gant ar re-seoù... a-dreuz hag a-hed, a-benn ar fin ar mab 'nea lâret din « ah ! emezañ, kazi welloc'h eo dit... bezañ trankiloc'h... » « ac'hanta ya 'vat ! emezon-me, me... me eo mat evel-se din » hag eu... fidedoulle, gant... gant e va... gant e... gant e vazh e oan bet o welet, ha feiz 'ma lâret « ya » dezhañ, hag e oan chomet eno
[...]
oui, jusqu'à 80... 92 [ans] je me débrouillais bien, dans... dans euh... dans ma petite voiture, et euh... je ne sais quoi d'autre j'avais aussi, j'allais avec je ne sais quoi, et j'allais avec ceux-là [véhicules]... un peu partout [litt. en long et en large], pour finir mon fils m'avait dit « ah ! dit-il, ça serait presque mieux... que tu sois plus tranquille... » « eh bien mais oui ! dis-je, moi... moi ça me convient ainsi » et euh... bon sang, avec... avec son bât... avec son... j'étais allé voir avec son bâton, et ma foi je lui avais dit « oui », et j'y étais resté [au foyer]
Gant : titourer dizanv
Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 ya, e oa Traou an Dour, hag eu... hag e vez graet an Dour Kreiz diontañ bremañ, gwelet a rit ! se zo kaoz e lâran se, se zo kaoz e lâ#... ha peogwir me zo... me zo bet du-hont eu... tout ma yaouankiz on bet du-hont kwa ! betek ugent vloaz e oan du-hont, ac'hanta... ha 'ma... 'ma lâret, pa oa graet ar c'hadastr, « aze, emezon-me », pa 'ma gwelet... ar plañ goude kwa, kadastr, « met, emezon-me, met hennezh n'eo ket an Dour Kreiz, emezon-me, hañ ! hemañ eo... Traou an Dour ! Traou an Dour... »
[ja - ... ˌtɹ̥ɔwənˈduˑɹ - ... - ... ˌduʁˈkxe̞jz ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌduʁˈkxe̞js - ... - ... - ˌtxɔwənˈduˑɹ - ˌtxɔwənˈduˑɹ]
ar Vinic'hi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
🔗 emezon-me
mon-mé
dis-je
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Y : Pa oan arri e-barzh ar c'hompartimant, i 'hastañ buan sevel ha ober salut militaire din. « Me, emezon-me, n'on ket 'met maréchal des logis chef, ha 'h on homme de troupe... » – A : « 'H on eveltoc'h ivez. » – Y : « 'H on eveltoc'h ivez emezon-me. N'eo ket da saludiñ ac'hanon. » Ar re-se 'grede dezhe 'oan ofiser.
Y : Quand je suis arrivé dans le compartiment, ils se sont dépêchés de se lever et de me faire le salut militaire. « Moi, dis-je, je ne suis que maréchal des logis chef, et je suis un homme de troupe... » – A : « Je suis comme vous. » – Y : Je suis comme vous, dis-je. Ce n'est pas la peine de me saluer. » Ils croyaient que j'étais un officier.
Gant :
– paotr, ganet e 1921 e Bear, o chom e Lannuon, marvet e 2015, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Prad, o chom e Lannuon, marvet e 2017.Dastumer : Riwal (2011-02-15)
-
🔗 E zo sod emezon-me.
é zo zod monmé
[e zo zod mõme]
Je me suis dit qu'il était fou.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 emezon-me
mon-mé
[mõme]
je me suis dit
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 me a rae ordin, ur momed aze e oa arri kaer peogwir... peogwir e oa kouezhet, « met 'vin ket kap da droc'hañ honnezh ! emezon-me », ha 'na graet gant débroussailleuse bloaz zo
[...]
moi je faisais tout le temps [la pelouse], un moment là elle était arrivée haute puisque... puisqu'elle était tombée [herbes trop hautes], « mais je ne pourrai pas la couper ! dis-je », et il avait fait avec la débroussailleuse il y a un an
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 oh ! dec'h e oan bet oc'h evañ kafe, e-ti ur gamaradez din, ha feiz... e oant aet war ma dreid, brav e oa pa oan o vont, met a-benn... « me zo o vont da gas ac'hanout d'ar gêr » « 'ri ket 'vat, emezon-me », oh ! « biskoazh 'meus gwelet ken fall all », emezon-me, feiz, ar paiplu 'dalveze ket ar boan leskel anezhañ peogwir a-hend-all 'nije bet... ha yen ! ha yen !
[...]
oh ! hier j'avais été boire un café, chez une amie à moi, et ma foi... j'étais allée à pied, il faisait beau en allant, mais quand... « moi je vais te ramener à la maison » « ah, non ! dis-je », oh ! « jamais je n'ai vu [un temps] aussi mauvais », dis-je, ma foi, ça ne servait à rien de laisser le parapluie parce que sinon il aurait été [emporté]... et froid ! et froid !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 e oan aet da gousket a-raok eizh eur, ya ! ya, renket 'ma lakat anezhe... renket 'ma klenkañ anezhe, « ha 'teus kousket ? » « daon ya 'vat ! emezon-me, 'meus ket fiñvet, emezon-me », me a oa brav din eno, tomm ha brav (T. : oh ya ! bravoc'h 'ba ar gwele evit er-maez !) oh, horrol ! met biskoazh 'neus gwelet kemend-all, neuze ma...
[...]
j'étais allée dormir avant huit heures, oui ! oui, j'avais dû les mettre... j'avais dû les mettre à l'abri [poules], « et tu as dormi ? » « mais oui ! dis-je, je n'ai pas bougé, dis-je », moi j'étais bien là [dans le lit], au chaud et bien (T. : oh oui ! c'était plus agréable dans le lit que dehors !) oh, terrible ! mais on n'a jamais vu pareille situation, alors mes...
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 me 'meus plant tomat hañ ! ha 'ma klevet 'ba ar post sur a-walc'h e oa anoñset rev ha tout, diwall deus eu... « ma doue, n'on ket kat da gerc'hat anezhe ! emezon-me, ma gerc'han anezhe, emezon-me, 'h efont gant an avel ! », peogwir e oant 'ba barketennoù, ha 'ma... ha 'ma... ha 'ma koachet anezhe
[...]
moi j'ai des plants de tomates hein ! et j'avais entendu dans le poste que sans doute il était annoncé de la gelée et tout, faire attention à... « mon dieu, je ne peux pas aller les chercher ! dis-je, si je vais les chercher, dis-je, le vent les emportera ! », puisqu'ils étaient dans des barquettes, et j'avais... et j'avais... et je les avais cachés
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 met bezañ a vo ! pataz... ma vent ket skornet, oh, ur bloavezh hañ ! feiz, Odette a jardine, ha feiz neuze, un devezh deus ar beure, « oh ! ma doue », se a oa... jeudi de l'Ascension, yaou an Asañsion, ha me da welet ma bataz, rev, grilhet ! « oh, 'h an da welet Odette ! », Odette a oa o tont deus he jardin, « viens voir mes patates, viens voir les miennes ! emezon-me », hag abaoe 'meus lâret hañ ! a-raok le 20, 'dalv ket ar boan lakat pataz
[...]
mais il y en aura [des légumes dans le jardin] ! des patates... si elles ne gèlent pas, oh, une année hein ! ma foi, Odette jardinait, et ma foi alors, un jour un matin, « oh ! mon dieu », ça c'était... le jeudi de l'Ascension, le jeudi de l'Ascension, et moi d'aller voir mes patates, du gel, grillées ! « oh, je vais voir Odette ! », Odette était en train de revenir de son jardin, « viens voir mes patates, viens voir les miennes ! dis-je », et après j'ai dit hein ! avant le 20, ça ne vaut pas le coup de mettre des patates
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ha sirius ! ha ma 'da lâret an deiz herie n'eo ket arc'hoazh e vo hañ ! « ha digor ar barier a-benn arriin » « ober a rin, emezon-me ! »
[...]
et sérieux ! et s'il a dit que le jour c'est aujourd'hui ce n'est pas demain que ça sera hein ! « et ouvre la barrière pour quand j'arriverai » « je ferai, dis-je ! »
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 div wech ar bloaz ! div wech ar bloaz e vez, en ur vont a-raok e vez roet ur randevou din, « hañ ! mat eo c'hoazh, emezon-me »
[...]
deux fois par an ! il y a deux fois par an, en partant on me donne un rendez-vous [ophtalmo], « ah ! c'est encore bon, dis-je »
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 hag e vin kerc'het d'abardaez, oh ! lâret 'meus dezhi 'vat « les jours sont longs 'vat, emezon-me hañ ! »
[...]
et on viendra me chercher en soirée, oh ! mais je lui ai dit « les jours sont longs, dis-je hein ! »
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 aze n'onn ket pelec'h emañ ma fortrejoù, 'ma gwelet anezhe an deiz all, « oh ! sell penaos e raen, emezon-me »
[...]
là je ne sais pas où sont mes photos, je les avais vues l'autre jour, « oh ! regarde comme je faisais [sur le parcours], dis-je »
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ha me zo aze evel-se... seitek vloaz zo abaoe eo arri, ha 'ma kavet un ordonañs gozh an deiz all, « oh, me ! emezon-me, me, emezon-me, a diskouezo honnezh dezhañ bepred ! »
[...]
et moi je suis là comme ça... cela fait dix-sept ans qu'il est arrivé [le médecin], et j'avais trouvé une vieille ordonnance l'autre jour, « oh, moi ! dis-je, moi, dis-je, je la lui montrerai ! »
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ha feiz, an hini a ro anezhe din, 'ra ket ! « me 'mez poan, emezi, o tijeriñ, emezi, o tijeriñ kompot, emezi, hag ur bern sukr a vez ezhomm da lakat » « 'vet ket 'vat ! emezon-me » 'dalv ket ar boan din dislâret anezhi
[...]
et ma foi, celle qui me les donne [pommes], elle ne fait pas [de compote] ! « moi j'ai du mal, dit-elle, à digérer, dit-elle, à digérer la compote, dit-elle, et il faut mettre plein de sucre » « mais non ! dis-je » ce n'est pas la peine de la dédire
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 feiz, bremañ eo... c'hoar Odette ma c'hamaradez, n'emañ ket pell, war ma dreid e oan aet, ha feiz neuze « moi j... me... me zo o vont da gas ac'hanout d'ar gêr » « ah, en anv Doue 'ri ket 'vat, emezon-me ! » biskoazh 'mo bet kemend-all a riv ! ha avel ! avel ! « bremañ-souden, emezon-me, e bartiin gant an avel, emezon-me », ma faiplu 'ma renket serriñ anezhañ 'vat peogwir... ha neuze kazi ur c'hlizhenn !
[...]
ma foi, maintenant c'est... la sœur d'Odette ma copine, elle n'est pas loin, j'étais allée à pied, et ma foi alors « moi j... moi... moi je vais te ramener chez toi » « ah, au nom de Dieu non, dis-je ! » jamais je n'ai eu aussi froid ! et du vent ! du vent ! « tout à l'heure, dis-je, je m'envolerai avec le vent, dis-je », j'avais dû fermer mon parapluie parce que... et alors presque une bruine !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 un devezh, me a oa o tont er-maez an Inter, ha hi a oa oc'h antren, ha feiz... 'da lâret din « tu veux ma photo ? emezi » « oui 'vat, emezon-me ! si tu l'as, emezon-me » ha 'ma lâret dezhi, « te emañ da blas aze, emezon-me, e-krec'hoc'h, emezon-me » ho ! e oa komañset da sodiñ, me 'ma bet doan deus honnezh hañ ! hoñ a oa sot ! ha kamaradez ebet ken, eñ 'na ket ivez, eñ a oa en em suisidet xxx ( ?)
[...]
un jour, moi je sortais de l'Inter, et elle entrait, et ma foi... elle m'avait dit « tu veux ma photo ? dit-elle » « mais oui, dis-je ! si tu l'as, dis-je » et je lui avais dit, « toi ta place est là, dis-je, plus haut [à l'hospice], dis-je » oh ! elle avait commencé à s'emporter, moi j'avais eu peur d'elle hein ! elle était folle ! et plus aucune amie, lui n'en avait pas non plus, lui s'était suicidé
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ya ! « barrek on ! » emezon-me
[...]
oui ! je suis bien [par rapport à la date de péremption du gâteau]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)