Klask
« ene »
Frazennoù kavet : 33
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 ha... pa vijemp... e vijen kaset da... war ene... mont da vaesa saout goude kreistez, e laken anezhi... e laken anezhe 'ba ur prad, pe e-barzh eu... 'ba... e-barzh lanneieroù, e-lec'h e vijen kat da... glozañ warne, ha mont da... gant ar reoù all, da Miliev adarre gant ar c'hezeg du-hont, peneogwir 'oa den ebet o surveilh anezhe
[ˈmiʎɛw]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
🔗 Daonet e vo ma ene !
Danwneut vo minè !
[dãwnət vo minɛ]
Mon âme sera damnée !
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se 'ma saout ha... daonet e vo ma ene ! e renken dont d'ar gêr da c'horo, e oan deut d'ar gêr, neuze e-krec'h gant herr, xxx ( ?), pa oan arri e-krec'h e oa moged e-krec'h, ha 'vije gwelet mann ebet, treuz ar wer... ar werenn, du-tout
[... - ... - ... - ... gɑ̃ ˈhɛɹ - ... - ... - ... - ... - ...]
à cette époque-là j'avais des vaches et... que mon âme soit damnée ! je devais revenir à la maison traire, j'étais revenu à la maison, en haut alors avec précipitation, xxx ( ?), quand j'étais arrivé en haut il y avait de la fumée en haut, et on ne voyait rien, à travers le verr... la vitre, complètement noire
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Gonideg, ganet e 1935 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Planiel, marvet e 2024, tud bet ganet e Pleuvihan / Lezardrev.
Tremenet 'neus e yaouankiz (20 vl.) en Tredarzeg, en Planiel eo bet o chom goudeDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze 'meus bet piket potaj ivez, pikat potaj 'meus bet graet ivez, kaset kelorniadoù, ah, daonet e vo ma ene ! ha piket irvin
[... - ... - ... - a ˈpicə ˈiʁvin]
et alors moi j'ai repiqué des betteraves aussi, moi j'ai repiqué des betteraves aussi, amené des seaux [de betteraves], ah, que mon âme soit damnée ! et repiqué des navets
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah, an Enez ! an Ene... an Enez ya
[a - ˈneːnəs - ə ˈneːnə - ə ˈneːnəz ja]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Amede Gwignañwac'h, ganet e 1934 e Tredraezh, o chom e Tredraezh, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Logivi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha... ha pell zo 'ma ket gwelet ar re... ar reoù vihan du, hag ar re-se zo gwashoc'h c'hoazh bepred, hag ar re-se 'vezont ket pell o produiñ hein ! une saloperie, ya ! ar reoù all zo les rats d'égout hein ! pezhioù traoù griz aze, me 'meus reoù du ha pas gros hein ! met daonet e vo ma ene ! produiñ a reont 'vat !
[a a ˌpɛl zo ˌma kə ˌgwe̞ˑlə ˌɹe ˌɹew ˈviˑən ˈdyˑ - a ˌɹeˑe zo ˈwɑsɔx ˌhwɑz ˈbopət - a ˌɹeˑe ˌvɛɲ cə ˈpɛl pɹoˈdyˑĩ ɛ̃ - ... - ˌjɑ - ˌɹeˈwɑl zo ... ɛ̃ - ˌpeˑʒo tɹɛw ˈgɹiːz ˌɑˑe - ˌme møz ɹew ˈdyˑ a pas ˈgɹoˑs ɛ̃ - mɛ ˈdɑ̃wnəd vo ma ˈiːne pɹoˈdyˑĩ ɹɛɲ ha]
et... et depuis longtemps je n'avais pas vu les... des petits noirs [rats], et ceux-là sont pires encore toujours, et ceux-là ne sont pas longs à se reproduire hein ! une saloperie, oui ! les autres ce sont les rats d'égout hein ! de gros machins gris là, moi j'ai des noirs et pas gros hein ! mais que damnée soit mon âme ! ils se reproduisent !
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'oa ket eu... 'oa ket deuet d'ar gêr bev, just e oan arri da gerc'hat bara evel-se peogwir 'h aen div wech ar sizhun en bisikled da gerc'hat bara, ha lâret da Nikol Gwilhou « daon ! n'eus ket mann nevez ebet amañ ? 'ba en Plûned ? » « ah, geo 'vat ! emezi ; ah ! arriet eo... aze zo arri ur maleur adarre emezi ! al Lagadeg emezi, Iv al Lagadeg deus Kraou ar Moc'h zo devet ! » « daonet e vo ma ene ! daon, n'eo ket posupl 'vat ! » « geo ! »
[a ˌwɑ kəd ə - ˌwɑ kə ˌdœ də ˌge̞ˑꝛ ˈbew - ˌʒyz wɑ̃n ˌɑj də ˈgɛhə ˈbɑˑɣa viˌse pu ˌhe̞n ˈdiw weʒ ˈzyˑn ɛn bisiˈklɛd də ˈgɛhə ˈbɑˑɣa - a ˈlɑˑɣəd də nikɔl ˈgwiju - ˈdɑ̃w ˌnøs kə mɑ̃n ˈnɛwe ˌbed ˈɑ̃mɑ̃ - ma ɛn ˈplyˑnət - a ˈge̞w ha ˌme̞j ˈge̞w - aˑ ˈɑjəd e̞ - ˌɑˑe zo ˌɑj ə ˈmɑˑlœꝛ ˌdɑj ˈme̞j - laˈgɑˑdəg ˌme̞j - ˌiv laˈgɑˑdəg des ˌkɣɔw ˈmoɣ zo ˈdɛwət - ˈdɑ̃wnə vo ma ˈiˑne - ˈdɑ̃w ˌne̞ kə ˈposyp a - ˈge̞w]
et il n'était pas euh... il n'était pas revenu chez lui vivant, juste quand j'étais revenu d'avoir été chercher le pain comme ça puisque j'allais deux fois par semaine en bicyclette pour chercher du pain, et [j'avais] dit à Nicole Guillou « dame ! il n'y a rien de neuf ici ? à Plûned ? » « ah, mais si ! dit-elle ; ah ! il est arrivé... là il y a de nouveau un malheur d'arrivé ! Le Lagadec dit-elle, Yves Le Lagadec de Kraou ar Moc'h est brûlé ! » « damné soit mon âme ! dame, mais ce n'est pas possible ! » « si ! »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ingal zo, goude pa oan bras, pa 'ma gwelet anezhi 'ma diskwelet dezhi e oa fae ganin gwelet anezhi, « hennezh zo kaozeet diouzhit ha graet e vez un bourreau d'enfants emezon-me, daonet e vo ma ene ! »
[mɛ ˈiŋgal zo - ˌguˑde pə wɑ̃n ˈbɹɑːs - pa ma ˈgwe̞ˑlə ˈne̞j ma disˈkweːlə ˈde̞j wa ˈfɛˑ gəˌnĩ ˈgwe̞ˑləd ˌne̞j - ˈhẽˑs so koˈzeˑə diˌwit a ˌgwɛd ve - ... ˈmɔ̃me̞ ˌdɑ̃wnəd vo ma ˈɲeˑ]
mais peu importe, après quand j'étais grande, quand je l'avais vue je lui avais montrée que j'avais du dédain à la voir [ancienne institutrice violente], « ça c'est ce qui te décris et on dit un bourreau d'enfants dis-je, que mon âme soit damnée ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 daonet e vo ma ene memestra !
[ˈdɑ̃wnəd vo ma ˈiːne mo̞sˈtɾɑ]
que damnée soit mon âme quand même !
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 triwec'h gwech 'neus kaset ac'hanon du-hont, an eil ma... service d'egile, ezhomm 'na da gaout ac'hanon klañv, « met damen e vo ma ene, me n'on ket klañv emezon-me ! »
[tɾiˈwɑx kweʃ nøs ˌkɑsəd ɑ̃w ˌdyˑən - nɛj ma - ˌse̞ɹvis deˈgiːle - ˌem na də ˌgɑˑd ˌɑ̃w ˈklɑ̃ˑ - mɛ ˈdɑ̃mən ə vo ma ˈiːne - me ˌnɔ̃ kə ˈklɑ̃ˑ ˌmɔ̃me̞]
il m'a envoyé dix-huit fois là-bas, d'un... service à l'autre, il avait besoin de me trouver malade, « mais que damnée soit mon âme, moi je ne suis pas malade dis-je ! »
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 oh daonet e vin ma ene ! oh ! hennezh zo kap da lakat ord, oh ! hennezh zo... oh ! bras ! digourdi ! oh ! eñ 'h ey da berson, gantañ
[o ˈdɑ̃wnəd vĩ ma ˈɲeː - o ˌhẽˑs so ˌkɑp tə ˈlɑkə ˈɔɹd - o ˈhẽˑs so o - ˈbɹɑːs - a diˈguɹdi - o hẽ hɛj də ˈbɛɹsɔ̃n ˈgɑ̃ntɑ̃]
oh que je sois damnée, mon âme ! oh ! celui-là [prêtre] est capable de mettre de l'ordre, oh ! il est... oh ! grand ! dégourdi ! oh ! il [enfant] fera curé, avec lui
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan a oa kaboset tout e benn, gant ar grizilh, n'onn ket 'vat pe e oa... pe e oa tapet 'ba ur park bennaket pe betra, ya ! pejoù re, me 'ma bet div ivez, kenkent ha ma serret an nor, « daon ! » me a soñje din e oa tud o tennañ ! « daonet e vo... ma ene ! », « drao ! drao ! » met...
[ˈyˑn wa kaˈbosət ˌtud i ˈbe̞n - gɑ̃n ˈgɣiˑzil - ˌnɔ̃ kə hat pe wa - pe wa ˈtɑpə ma ˈpɑɣg beˈnɑkə pe ˈbɣɑˑ - ja - ˌpeˑʒo ˈɣeˑ - me ma ˌbe ˈdiw ˌiˑe - ˈkenken a ma ˈzɛɣə ˈnoˑꝛ - ˈdɑ̃w me ˈʒɔ̃ˑʒe̞ ˈdĩ wa ˌtyt ˈtɛnɑ̃ - ˈdɑ̃wnə vo - ma ˈiˑne - ˈdɣɑw ˈdɣɑw mɛ]
quelqu'un avait eu la tête toute cabossée, avec la grêle, je ne sais pas s'il... s'il avait été pris dans un champ ou quoi, oui ! de gros [grêlons] ! moi j'en avais reçu deux aussi, aussitôt que j'avais fermé la porte, « dame ! » moi je pensais qu'il y avait des gens qui tiraient ! « que mon âme soit damnée ! », « pan ! pan ! » mais...
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met a-wechoù e son hag a-wechoù ne ra ket, daonet e vo ma ene ! me n'onn ket se, a-wechoù... a-wechoù... an deiz all 'da spontet ac'hanon « dam te zo bev adarre, te zo krog da son adarre ? » fidedoue, hola hola ! hola 'hat !
[mɛ ’we:ʒo zɔ̃:n a ’we:ʒo ɾa kət dɑ̃wnə vo ma ɲe me nɔ̃ kə ze ’we:ʒo ’we:ʒo djal da ’spɔ̃təd ɑ̃w - dɑ̃m te ’mɔ̃mɛ zo bew ’dɑ:e te zo kɾɔ:g də zɔ̃:n ’dɑ:e fidə’du:e hola hola hola hat]
mais parfois elle sonne [horloge] et parfois elle ne fait pas, bon sang de bonsoir ! moi je ne sais pas ça ! parfois... parfois... l'autre jour elle m'a effrayé « dame, toi tu es vivante de nouveau ? tu commence à sonner de nouveau ? » nom de dieu, hola hola, hop là !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 daonet e vo ma ene !
['dɑ̃wnə vo 'mi:ne]
que damnée soit mon âme !
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Daon e vo ma ene, daon e vo ma ene, daon e vo ma ene.
[dãwn vo 'miːne]
Que mon âme soit damnée. [juron]
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 pa veze skorn ec'h aemp da ruzata paotr kaezh, daonet e vo ma ene
[pe viʒe skɔʁn hɛm də ʁy'zɑta po̞t'kɛz dɑ̃wnəd vo ma ɲe]
quand il y avait de la glace, nous allions glisser mon pauvre, que damné soit mon âme
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ 'na kazi mezh deus e vamm-gaer ivez, « daonet e vo ma ene memes tra ivez »
[’hemɑ̃ na ’kɑhe me:z døz i vɑ̃m’gɛ:r e - ’dɑ̃wnə vo ma ɲe mos’tʁɑ: ie]
celui-ci avait presque honte de sa belle-mère aussi, « que mon âme soit damnée quand même aussi »
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an ene kwa zo sañset eu... evel pa vez marv kwa... e varv met e ene a chom bev kwa, 'ba ar gont kwa
[ə 'ni:ne kwa zo 'sɑ̃səd ə wɛl pe ve mɑɹw kwa vɑɹw mɛd i 'i:ne ʃo̞m bew kwa bah gɔ̃n kwa]
l'âme quoi c'est en principe euh... comme quand on meurt quoi... il meurt mais son âme reste vivante quoi, d'après ce qu'on raconte quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 daonet e vo ma ene, te n'eo ket tomm da dorn !
['dɑ̃wnə vo 'mi:ne te ne̞ kə tɔm də dɔɹn]
que damnée soit mon âme, ta main n'est pas un chaude !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 daonet e vo ma ene emezañ !
['dɑ̃wnəd vo 'mi:ne meɑ̃]
que damnée soit mon âme dit-il !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2