Klask
« eskeñtet »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 ar Pont Min ! eñ... eñ a oaran pelec'h emañ ivez, sur ! met ur min zo aet diwarnañ, ya sur ! ya, ya, 'oa ket sañset da vezañ, met en tu-hont da se 'neuint eskeñtet anezhañ, goude eo aet kazi, n'eo ket kouezhet ivez an daou all met kazi tost
[pɔ̃n ˈmiˑn - ... - ... - ... - ... - ...]
Kemperven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierre ar Bourdoulouz, ganet e 1933 e Kemperven, o chom e Rospez, tud bet ganet e Mantallod / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eskeñtet e oa an naer gant... gant al lamenn, anez da se marteze ne vije ket bet lazhet kwa
[ɛs’kɛ̃tə wa nɛ:ʁ gɑ̃n gɑ̃n ’lɑmən nɛs tə ze mɛ’te:he viʃe kə be ’lɑ:hət kwa]
le serpent avait été esquinté par... par la lame, sans ça peut-être qu'il ne serait pas mort
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet zo graet vil dezhañ dija, eskeñtet-mat eo bet din gant an daou all, gwaskañ warnañ ha 'deus chouket anezhañ din
[bet so gwɛ vi:l deɑ̃ deʒa ɛs’kɛ̃tə mɑd ɛ be dĩ gɑ̃n do̞w ɑl pe wɑ̃ɲ ’bi:ən ’gwɑskɑ̃ waʁnɑ̃ a dœz ’ʃukə neɑ̃ dĩn]
il a déjà été malmené [jouet abîmé], il a été bien esquinté par les deux autres, appuyer dessus et ils me l'ont enfoncé
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 re... re eskeñtet 'ma... 'ma anezhañ kwa, hag ar broc'h moarvat 'na... ar broc'h 'na peurachuet anezhañ kwa
[ɹe ɹe ɛs'kɛ̃tət ma ma neɑ̃ kwa ag ɑj bɾɔh ma'hɑd na bɾɔh na ˌpɛɹa'ʃy:əd neɑ̃]
je l'avais trop... trop abîmé quoi [essaim d'abeilles dans un arbre abattu], et un blaireau était venu, sans doute avait-il... le blaireau l'avait terminé quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ya ! ar razhed... ar razhed zo... zo gris aze, ar re-se zo terripl war se, oh ! ma 'dez ar maleur d'arriet war... war ur c'horadenn eu... kanigoù aze, ya, e kavez eu... divachinet eu... o fenn dezhe, a-hend-all ne vezont ket eskeñtet tamm ebet
[o ja ’ʁɑ:hɛt ’ʁɑ:hɛt so zo gɾi:z ’ɑ:he ’re:e zo ’tɛɾib waɾ ze o ma de ’mɑ:ləʁ ’dɑjə waɾ waɾ ho’rɑ:n ə gɑ̃’niɟo ’ɑ:he ja ’gɑ:vɛz ə diva’ʃi:nət ə o vɛn dɛ: hɛn’dɑl vɛɲ cəd ɛs’kɛ̃tət tɑ̃m’bet]
oh oui, les rats... les rats qui sont... sont gris là, ceux-là sont terribles pour ça, oh ! s'ils ont le malheur d'arriver sur... sur une portée euh... de canards là, oui, tu trouves euh... leur tête ouverte, sinon ils ne sont pas du tout abîmés
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi