Klask
« eskern »
Frazennoù kavet : 18
-
👂 🔗 ya, demineralizañ a ra an eskern kwa ! ya...
[...]
oui, les os se déminéralisent quoi ! oui...
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
🔗 eskern gwenn
[ˌeskɛɹn ˈgwe̞n]
du cartilage [dans le nez]
Le Du 2012, p.129 « askorn gwênn cartilage »
Gant : Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Barzh Koadaskorn neus ket met koad ha eskern !
Bar kwataskorn neus keu mèt kwat a éskeurn !
[bah kwasˈtaskoʁn ˈnəs kə mɛt kwat a ˈeskəʁn]
à Coatascorn il n'y a du bois et des os !
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Ne rin ket eskern kozh.
Ri-n keut éskèrn koz.
[ʁin køt eskɛʁn koz]
Ne pas faire de vieux os.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ne dalv ket ar boan lipat an eskern.
Dala keu bwan-n lipeut néskèrn.
[dala kø bwãn lipət neskɛʁn]
Ça ne vaut pas la peine de lécher les os. [ça ne vaut pas le coup de passer après les autres pour avoir les restes]
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Ha goude pa vije graet soubenn gant an eskern e vije roet da chas.
A goudé pé vijé gwèt zoubeun gan-n néskèrn vijé rod de chas.
[a gude pe viʒe gwɛt zubən gãn eskɛʁn viʒe ʁod də ʃas]
Et après quand on a fait la soupe avec les os, on les donne aux chiens.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Soubenn eskern loue
zoubeun èskèrn loué
[zubən ɛskɛʁn lue]
soupe aux os de veau
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Arru eo treut-eskern : n'eus ket kalz kig warnañ, sell penaos emañ e gig dindan e eskern.
Ayè troet néskèrn : neus keu kals ki-tch warnan, sèll penos man i gi-tch dinan-n i éskeurn.
[aj ɛ tʁœt ’neskɛʁn] [nøs kø kals kic ’warnã - zɛl pə’nos mã i gic di’nã:n i 'eskəʁn]
Il a la peau sur les os : il n'a plus de chair sur lui, regarde comme sa chair est sous ses os.
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
🔗 N'eus ket mann bet ken diouti : arru eo treut-eskern.
Neus keu man-n bét kén donti : ayè troet néskèrn.
[nøs kø mãn bet ken dõti] [ajɛ tʁœt neskɛʁn]
Il n'y a plus rien d'elle : elle a la peau sur les os.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 eskern
èskèrn
[ɛskɛʁn]
des os
Gant : titourer dizanv
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Peogwir ne oa ket drailhet an eskern kement se, nann, kement se, nann.
[pə'gyːʁ wa kə 'dʁajət 'ne̞skəʁn kemese nãn kemese nãn]
Parce que les os n'étaient pas tailladés, pas tant que ça, non.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 aezetoc'h debriñ kig evit kac'hat eskern
[’ɛstɔh ’di:bĩ kic wit ’kɑhəd ’ɛskərn]
plus facile de manger de la viande que de chier des os [plus facile de faire l'amour que d'accoucher un enfant]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha me o tapout ur pezh hini paotr, lakat anezhi 'ba... e-mesk ar me... 'ba tom... 'ba euh... ar c'horadenn merien aze, a-benn an noz ne oa ket nemet relegoù xxx (?), tout ya, tout 'da... 'da... 'da debret anezhi, ne oa ket manet nemet euh... re... an eskern... n'eo ket, n'eo ket... me a oar petra int
[a me ’tɑpə pe’si:ni po̞t ’lɑkə nɛj bah mesk ə mɛ ban tom bah ə hoʁɑn mɛ’ʁjɛn ’ɑe bɛn nɔ̃:z wa kə mɛ ʁe’le:go ? tut ja tud da da da ’dɛ:bə nɛj wa kə ’mɑ̃:nəd mɛd ə ʁe ’ne̞skɛʁn nɛ kə nɛ kə me wɑ:ʁ pɹɑ hiɲ]
et moi de prendre une grosse [couleuvre], la mettre dans... au milieu des four... dans euh... la fourmilière là, pour le soir il n'était resté que les restes, tout oui, elles l'avaient... avaient... avaient mangée entièrement, il n'était resté que euh... les res... les os... ce n'est pas, ce n'est pas... je ne sais pas ce que c'est
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 deut e eskern er-maez deus e c'har
[dœd i 'ɛskɛrn me̞:z i hɑ:r]
ses os sortis de sa jambe
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 an eskern
['nɛskɛrn]
les os
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an eskern
['nɛskɛrn]
les os
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 strakal a ra ma eskern
['strɑkəl ra mə 'ɛskərn]
mes os craquent
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa mann ebet dioutañ nemet kroc'hen hag eskern, truez dioutañ
[wa mɑ̃n bet tɔ̃ntɑ̃ ken mɛt ’kɾɔhən ag ’eskɛrn ’tɾye dɔ̃ntɑ̃]
il ne restait plus rien de lui sauf la peau et les os [il n'avait plus que la peau et les os], pitié de lui
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi