Klask
« etad »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 te a lâr se ivez ? « ilizioù », n'emaint ket en etad vat, met añfin, evel emaint !
[...]
toi tu dis ça aussi ? « des églises », elles ne sont pas en bon état, mais enfin, [elles sont] comme elles sont !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 e welloc'h etad emañ eviti memes tra ! muioc'h... muioc'h yec'hed 'neus eviti ivez !
[...]
il est en meilleure santé qu'elle quand même ! il a une meilleure... meilleure santé qu'elle quand même !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 1. ret eo dit gwelet 'ba peseurt etad eo 2. piv ? Annie ? 1. Annie ! oh ma doue ! me a oa manet pa 'ma gwelet anezhi
1. [ˌɹɛd e̞ ˌdid ˈgwe̞ˑl ba pəˌsœ ˈetad e̞] 2. [ˈpiw - ...] 1. [... - o ma ˈduˑe - ˈme wa ˈmɑ̃ːnət pe ma ˈgwe̞ˑlə ˈne̞j]
1. il faudrait que tu vois dans quel état elle est 2. qui ? Annie ? 1. Annie ! oh mon dieu ! j'en était restée coi quand je l'avais vue
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Armelle Hamon, o chom e Ploueg.
– Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'gavi ket welloc'h evit se, diwar eñ me 'mo ket kalondev, nann nann nann, pas diwar hennezh, gwechall paotr-kaezh, peogwir e vije o tornañ ha tout aze, bezañ a oa... se a oa menajoù, neuze ret eo kregiñ 'ba an daol a-benn lonkañ anezhañ, oh paotr ! bezañ e vije menajoù aze, an dud en em areñje evit ma 'vije ket pred bras ebet, pa vije o tornañ 'ba menajoù bihan aze, a-blasoù e vije graet an traoù dit en etad hañ ! formidable ! met bezañ a oa darn all !
[gaˌvi kə ˈwɛlɔx wi se - diwaɹ hẽ me ˌmo kə ˌkɑˑlɔ̃nˈdɛw - nɑ̃nɑ̃nɑ̃n - pas diwaɹ ˈhẽˑs - gweˈʒɑl po̞tˈkɛːs - pu viʃe ə ˈtɔɹnɑ̃ a tud ˌɑˑe - ˌbeˑ wa ˌze wa meˈnɑːʒo - ˌnœˑe ɹɛd e̞ ˈkɾiːgĩ ban ˈdoːl be̞n ˈlɔ̃ŋkɑ̃ ˌneˑɑ̃ - o po̞t - ˌbe viʃe meˈnɑːʒo ˌɑhe - ən ˈdyd nɔ̃n aˈɹɛ̃ːʒɛ wid ma viˌʒe kət ˌpɹeˑdˈbɹɑːz bet - pə ˌviʃe ˈtɔɹnɑ̃ ba meˈnɑːʒo ˈbiˑən ˌɑhe - ˈblɑso viʒe gwɛ ˈtɾɛw did ˈnetad ɑ̃ - ... - mɛ ˌbeˑɑ̃ wa ˌdæɹn ˈɑl]
tu ne trouveras pas meilleur que ça [comme cidre], avec celui-là moi je n'aurai pas de brûlures d'estomac, non non non, pas avec celui-là, autrefois mon pauvre, puisque l'on battait et tout là, il y avait... c'était des fermes, alors il faut saisir la table pour l'avaler, oh mon gars ! il y avait des fermes là, les gens s'arrangeaient pour qu'il n'y ait pas de grand repas, quand on battait dans les petites fermes là, par endroit on te faisait ça nickel ! formidable ! mais il y en avait d'autres...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 En etad vat !
[ˈnetat vɑːd]
(Elle est) bien portante ! [de quelqu'un qui a un embonpoint ou qui a bonne mine]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien