Klask
« fagod »
Frazennoù kavet : 11
-
👂 🔗 Hag un devezh e oan deut d'ober saotiñ... ar min aze. Ha... ha... ni a oa... oa o chom, 'ba an ti-forn, lec'h emañ Pierrot Gwilhou. Ha Jeann... ha Jeann... ma wreg o lâret da... da hemañ : « Kez da lâret d'an tad 'ta, emezi, dont... dont da... dont d'e verenn ! ». Ha 'ma alumet ar vechenn. Hag aet... aet da goach 'ba ar park aze, a-dreñv ar c'hleuz. Ha me o welet hemañ o sellet e-kichen... e-kichen ar min. Ha na oa ket... na oa ket okupet... o welet moged o tont duzh... duzh ar be... duzh ar bern fagod. Pa 'ma gwelet... pa 'ma klevet anezhañ o krial « Papa ! Papa ! deus da... deus... deus da... deus da debriñ, deus da debriñ, emezañ ! ». Ha 'wele ket ac'hanon, 'ouie ket pelec'h e oan. Ha... ha 'ma lampet duzh ar park, kroget en e golier, ha sachet anezhañ 'ba ar park. « Boum ! » eme ar min.
Et un jour j'étais venu faire sauter... la mine là. Et... et... nous étions... habitions dans le fournil, là où est Pierrot Guillou. Et Jeann... et Jeann... ma femme de dire à... à celui-ci [mon fils] : « Va dire au père tiens, dit-elle, de venir... de venir au... de venir déjeuner ! ». Et j'avais allumé la mèche. Et [j'étais] allé... allé me cacher dans le champ là, derrière le talus. Et moi de voir celui-ci en train de regarder à côté... à côté la mine. Et il n'était pas... il n'était pas préoccupé... en voyant la fumée venir de... du ta... du tas de fagots. Quand j'avais vu... quand je l'avais entendu crier « Papa ! Papa ! Viens... viens... viens... viens manger ! viens manger ! dit-il ». Et il ne me voyait pas, il ne savait pas où j'étais. Et... et j'avais sauté du champ, [je l'avais] attrapé par le col et tiré du champ. « Boum ! » que la mine avait faite.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Amañ pa 'ma prenet... pa 'ma prenet ar park-mañ, evit ober ma di, peogwir eo me 'meus graet ane... eo me 'meus graet ma di. Amañ. E oa leun a gerreg, 'ba... ar park. Hag un devezh goude 'ma fin... da labourat e l'usine, e oan deut d'ober saotiñ ur garreg aze. Amañ. Ha 'ma lakeet ur min antichar alman, war ar garreg, war ar garreg. Ha 'ma lakeet teir beder (waskenn ?) fagod, war... war... war... war... war... war... war ar min. A-raok alumiñ ar vechenn. 'Ma bet ur vechenn, 'ma bet mech... 'ma bet ur vechenn... 'ma bet mech... ur mechenn gant... gant reoù hag a oa... ha 'na ur garierenn 'ba... 'ba... 'ba eu... Lezardrev aze. 'Na roet ur pennad mech din. D'ober saotiñ ar min. Evuruzamant e oa hir a-walc'h ar mech, e oa... ar vechenn.
[...]
Ici quand j'avais acheté... quand j'avais acheté ce champ-ci, pour faire ma maison, puisque c'est moi qui l'a fai...c'est moi qui a fait ma maison. Ici. C'était plein de rochers, dans... le champ. Et une journée après avoir fini... de travailler à l'usine, j'étais venu faire sauter un rocher là. Ici. Et j'avais mis une mine antichar allemande, sur le rocher, sur le rocher. Et j'avais mis trois quatre xxx ( ?) de fagots, sur... sur... sur... sur... sur... sur la mine. Avant d'allumer la mèche. J'avais eu une mèche, j'avais de la mèche... j'avais eu une mèche... j'avais eu de la mèche... une mèche avec... avec ceux qui étaient... qui avaient une carrière à... à... à euh... Lezardrev là. Il m'avait donné un bout de mèche. Pour faire sauter la mine. Heureusement que la mèche était assez longue, était... la mèche.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude emañ ar Berniou Fagod hañ !
[... ˌbɛꝛɲo ˈvɑˑgɔt ɑ̃]
Lanvaodez - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir al lieuse a rae ar fagod hec'h-unan
[pə’gu:ʁ ljøz ʁɛ ’vɑ:gɔd i’hy:n]
parce que la lieuse faisait les fagots toute seule
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo bet oc'h ober fagod lann
[me zo be ho̞:ʁ 'va:gɔd lɑ̃n]
moi j'ai été faire des fagots d'ajonc
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 fagod
vagod
[vagod]
fagots
Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 a-raok komañs e veze renket dit klask kevreoù evit ober da fagod
[rok 'komɑ̃z viʒe 'rɛŋkə dit klɑsk kɛr'veo wid o:r də 'vɑ:gɔt]
avant de commencer tu devais chercher des liens pour faire tes fagots [de bois]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koad 'na un dalvoudegezh peogwir e vije ezhomm dioute d'ober tan, e vije graet fagod
[kwɑd nɑ ˌndalvu’de:gɛs py’gy:r viʒe e:m djɔ̃tɛ do:r tɑ̃:n viʒe gwɛd ’vɑ:gɔt]
le bois avait de la valeur puisqu'on en avait besoin pour faire du feu, on faisait des fagots
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba ar c'hoad aze e vez koad reizh kwa, e-kichen 'ba... 'ba ar gwezioù (?) derv aze e vezont tort ha gweet deus partout, met lakat... e renke lakat anezhe eeun da lakat anezhe 'ba ar fagod hañ, met tapout a raen an tu d'ober met n'ez ket ken prim, e-kichen 'ba... ma 'h ez 'ba ar c'hoad d'ober, evel koad Roc'h Huon ha Koad eu... Kerjeslvestr ha tout...
[bah hwɑt ’ɑhe ve kwɑd re:s kwa ’kiʃən bah bah ’gwẽjo dɛrw ’ɑe vɛɲ tɔrd a ’gweɛt dəs par’tut mɛ ’lɑkə ’rɛŋkɛ ’lɑkə nɛ: ɛwn də ’lɑkə nɛ: bah ’vɑ:gɔd ɑ̃ mɛ ’tɑpə rɛn ty: do:r mɛd nɛs kə ˈkenpxym - ... - ... - ... ˌkwad ɣɔˈhyˑɔ̃n ... - ke̞ꝛˈʒelvəs ...]
dans le bois là il y a du bois droit [régulier] quoi, alors que dans... dans les chênes là ils sont tordus et tordus de partout, mais mettre... on devait les redresser pour les mettre dans le fagot hein, mais je trouvais le moyen pour faire, mais tu n'allais pas aussi vite, alors que dans... si tu vas faire dans un bois, comme le bois de Roc'h Huon ou le bois... de Kerjelvestr et tout...
??? Bear-Sant-Norvez / Bear-Trezelan
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur bern fagod
[bɛrn 'vɑ:gɔt]
un tas de fagots
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e veze bec'h da welet piv a rae ar muiañ a fagod
[a 'gu:de viʒe beh də 'wɛ:lət piw rɛ 'myɑ̃ 'vɑ:gɔt]
et après il y avait la compétition pour voir qui faisait le plus de fagots
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi