Klask
« garidenn »
Frazennoù kavet : 7
-
🔗 ur garidenn
[ga'ri:dən]
une galerie de taupe
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 al lapin, eñ 'neus ur garidenn, peotramant al louarn
[’lɑpin hẽ̞: nøz ga’ɹi:dən pe’tɑ̃mɑ̃n ’lu:aɹn]
le lapin, lui il a une galerie, ou sinon le renard
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 garidenn merien
garideun mèrieun
[gaʁidən mɛʁiən]
fourmilière
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 ur garidenn goz
garideun go
[gaʁidən go]
galerie de taupe
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 ur garidenn
garideun
[gaʁidən]
galerie
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 ha me da glevet ur c'hoz, une taupe, « kwik », dam hoñ a gri avat, ha me... ur garidenn a oa, 'ba ar c'haridenn e oa xxx (?) ar garidenn a derc'he da dont, dam honnezh euh... ha me a oa ur vazh ganin, pa oa arri tost din, me o plantañ ar vazh 'ba an toull hag e oa deut ar goz er-maez, hag e oa ur belette war he lerc'h
[a me glɛw ə ho: yn top kwik dɑ̃m hɔ̃: gri ha a me ə ga’ri:dən wa bah χa’ri:dən wa olɛn ga’ri:dən ’dɛrχe də dɔ̃n dɑ̃m hɔ̃:z ə a me wa vɑs kə’nĩ pe wa ɑj tɔst tĩ me ’plɑ̃tɑ̃ vɑs ban tul a wa dœd go: me̞:s a wa bə’lɛt war i lɛrχ]
et moi d'entendre une taupe, une taupe, « couic », mais elle crie, et moi... il y avait une galerie, elle était dans la galerie xxx(?) la galerie elle continuait de venir, bon sang, celle-là euh... et j'avais un bâton, quand elle était arrivée près de moi, moi de planter le bâton dans le trou et la taupe était sortie, et il y avait une belette après elle
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 garidenn ar c'had, pleustret eo, oh neuze e tremen alies kwa
[ga’ri:dən hɑt ’plœstəd ɛ meɑ̃ o ’nœe ’dremɛn a’liɛs kwa]
la galerie du lièvre, elle est fréquentée, oh alors il passe souvent quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi