Klask
« garzhe »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 ya, loaioù-dour ya, ah ! oh ya ! ya hag aze 'h aemp da goach pa vije... pa vijemp sañset da vezañ fouetet 'ba ar gêr, oh la ! ni a garzhe sell !
[ˌjɑ - ˌlwɑjoˈduːɹ ˌjɑ - ˈɑː - o ˌjɑ - ˌjɑ ag ˌɑhe̞ ˌhɛm tə ˈgwɑʃ pe viʒe̞ - pe viʒɛm ˌsɑ̃sət tə ˌveˑɑ̃ ˈfwetəd bah ˈge̞ːɹ - o ˌlɑ - nim ˈgɑɹze ˌsɛl]
oui, des nénuphars oui, ah ! oh oui ! oui et là nous allions nous cacher quand c'était... quand nous étions censés être fouettés à la maison, oh là ! nous détalions tiens !
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « gortoz ! sell ! me 'h a da reiñ ul (louz ?) dit-te ! 'h ez da welet ! », me a garzhe d'ar stank, ha 'h aen da walc'hiñ ma zreid ha ma zraoù, ma c'hoaze war... 'ba an dour, 'ba an dour brein aze, lous, daon, en em lousaat an hini a raen ! « ha hast buan hañ ! kar bremañ-souden zo skol »
[ˈgɔto̞s ˌsɛl - ˌme ha də ˌɹɛɲ ə ˈluːz ˌdiˑte - ˌhe̞s tə ˈwe̞ˑlət - me ˈgɑɹze də ˈstɑ̃ŋk - a ˌhɛn tə ˈwɛlxĩ mə ˈzɹɛjc a mə ˈzɹɛw - ma ˈhwɑːze waɹ bah ˈnduːɹ - bah ˌduˑɹ ˈbɹɛɲ ˌɑhe̞ - ˈluːs - dɑ̃w - nɔ̃n luˈsɑːd ni ˌɹɛn - a ˌhɑstə ˈbyˑən ɑ̃ - kaɹ bəˈzɔ̃m zo ˈskoːl]
« attends ! tiens ! moi je vais te donner une raclée ! tu vas voir ! », moi je détalais à l'étang, et j'allais me laver les pieds et mes choses, assise sur... dans l'eau, 'dans l'eau saumâtre là, sale, dame, c'était me salir que je faisais !, « et dépêche-toi hein ! car tout à l'heure il y a école »
???
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude 'h arrie paotr ar Roc'h deus traoñ du-hont, ma doue ! ni a oa bihan, « arri eo paotr ar Roc'h ! », fidamdoue ! ni a garzhe 'vat, eñ 'oa ket drouk, paotr ar Roc'h a vije graet dioutañ
[a ˌguˑde ˈhɑje ˌpo̞d ə ˈɹɔx dœs ˌtɹo̞w ˈdyˑən - ma ˈduˑe - nim wa ˈbiˑən - ˌɑj e̞ ˌpo̞d ˈɹɔx - fidɑ̃mˈduˑe nim ˈgɑɹze hat - hẽ ˌwa kə ˈdɹuk - ˌpo̞d ˈɹɔx viʒe gɛd ˌdɔ̃ntɑ̃]
et après arrivait le gars d'ar Roc'h du bas là-bas, mon dieu ! nous étions petits, « voilà le gars d'ar Roc'h ! », bon dieu ! nous détalions, il n'était pas méchant, le gars d'ar Roc'h qu'on l'appelait
Gant : Anna ar Brizh, o chom e Louergad (Manati).
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! eñ a garzhe ganin !
[o hẽ̞: 'gɑɹze gə'nĩ]
oh ! il fonçait avec moi [brancardier] !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « aze zo un nadoez-aer ! », ni a garzhe neuze ivez
['ɑ:he zo ˌnadwe'ɛ:ʁ nim 'gɑʁze 'nœ:he ie]
« là il y a une libellule ! », nous détalions alors aussi [pour écarter les enfants de l'eau]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 me a garzhe kuit
[me 'gɑrzɛ kwit]
moi je filais [je détalais]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ret e oa gwelet, hag o serriñ reoù vihan, aze e oa un neizhad reoù vihan, hag e darbe an hini gozh, hag e-leizh he genoù e oa, hag e garzhe da gas... da gas d'he reoù vihan, ha goude 'h addeue adarre !
[mɛ rɛd wɑ ’gwɛ:lət ag ’sɛj̃ rew ’viə ’ɑhe wa ’ne:ʒəd rew ’viən a ’dɑrbɛ n:i go:s a lɛjz i ’he:no a ’gɑrzɛ də gɑs də gɑs ti rew ’viən a ’gu:de ’hɑd:ɛ ɑe]
mais il fallait les voir [renards], et en train d'attraper des petits [mulots], là il y avait une nichée de petits [renards], et la vieille [la mère renard] approvisionnait, et elle en avait plein la bouche, et elle filait apporter... apporter à ses petits, et après elle revenait de nouveau !
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi