Klask
« gein »
Frazennoù kavet : 81
-
🔗 kouezhañ war-lein e gein
kwéan war lègn i gègn
[kweã waʁ lɛɲ i gɛɲ]
tomber sur le dos
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 kouezhañ war e gein
kwéan wa i gègn
[kweã wa i gɛɲ]
tomber en arrière
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 me... me a rae bepred... hanter-kant tonnell... articho, 'ba... 'ba ma bloaz, ha daou c'hant hanter-kant tonnell patatez, douget gant... gant... gant ur van, ur van, war da gein aze, hag eu... pa arries, 'ta ur skeul vihan, da grapal, da vont da lakat anezhe 'ba... da lakat anezhe... 'ba ar remork
[ˈvɑ̃ˑn]
moi... moi je faisais... cinquante tonnes... d'artichauts, dans... dans mon année, et deux cent cinquante tonnes de patates, portées avec... avec... avec une manne, une manne, sur ton dos là, et euh... quand tu arrivais, tu avais une petite échelle, pour grimper, pour aller les mettre dans... les mettre dans... dans la remorque
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 ba an enezenn du-hont, 'damp ur park, hag e oa greet ganimp... une course ivez, hag e vije graet kours gantañ, ha... hag eu... saut en longueur ha saut en lon... en hauteur, tout ! tout e raemp anezhe, hag e oa... e oa ur biskourz du-mañ, ur biskourz, unan gant ul lost hir o treniañ... betek an traoñ, evel... evel... evel e vez 'ba... 'ba... 'ba ar c'hoursoù kezeg aze, ac'hanta, hag ar patron 'h ae... 'h ae war gein ar gazeg, ha me 'h ae war ma dreid, hag e heuilhen, ar biskourz 'oa ket kap da... da bakañ ac'hanon
[ə bisˈkuɹs]
et dans l'île là-bas, nous avions un champ, qui était entretenu par nous... une course aussi, et on faisait une course avec lui, et... et euh... du saut en longueur et du saut en long.... en hauteur, tout ! nous les faisions tous, et il y avait un (cheval de course ?) chez moi, (un cheval de course ?), un avec une longue queue qui trainait... jusq'en bas, comme... comme... comme c'est dans... dans... dans les courses de chevaux là, eh bien, et le patron allait... allait à dos de cheval, et moi je courais à pied, et je suivais, le (cheval de course ?) n'était pas capable... de me battre
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met hennezh goude, ti Rubeuz aze, hennezh zo un ti e-unan, troet e gein d'an hent
[... - ... ˌʁyˈbœˑz ... - ... - ...]
Plûned
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 ya, troet e gein d'an hent aze, hennezh eo Gwazh al Lin
[ja - ... - ... ˌgwɑzəꝛˈliːn]
Kerborzh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivoñ Derrien, ganet e 1939 e Kerborzh, o chom e Kerborzh, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 amañ e dremene an dud ivez peogwir... an hini... an hini zo 'ba penn ar pont aze, 'ba e di aze, Sant Kristof [Lezardrev], eñ... eñ a dremene an dud war e gein, 'teus ket bet gwelet Sant Kristof aze ?
[... - ... - ... - zɑ̃n ˈkɹistɔf - ... - ... - zɑ̃n ˈkɹistɔv ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant-se, e-kerzh ar goañv, pa vije fall an amzer e vijemp oblijet d'ober an dro, dre Kerangall da... da vont d'ar bourk, da dremen ar Rugello, met pa vije brav an amzer, e arrie... brav an amzer, al Lanneg Vihan aze, e oa Korfeg o chom, hag eu... ar menaj bihan a oa troet e gein d'an hent
[gəˌse - ... - ... - ... ˌke̞ɣɑ̃ˈgɑl ... - ... - ... ɣyˈgelo - ... - ... - ˌlɑ̃nəg ˈviˑən ... - wa ˈkɔꝛfək ... - ... - ...]
Trezeni
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kerandouv, ur menaj troet e gein d'an hent aze
[ˌke̞ɾɑ̃ˈduf - ... - ...]
Trezeni
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze, pa 'h ae an dud da pardon Sant Maodez [Lanvaodez], zo ur bern mein, ha pa... pa 'h aent en pelerinaj du-hont, xxx ( ?) e skoent mein... ur min 'ba... war ar bern, hag arri eo... sabl ha tout met boñ... bepred emañ... e gein c'hoazh er-maez !
[... - ... ˌpɑꝛdɔ̃n zɑ̃n ˈmoˑde - ... - ... - ... - ˈzɑˑbl a ˈtut ... - ...]
là, quand les gens allaient à Sant Maodez [Lanvaodez], il y a un tas de pierres, et quand... quand ils allaient en pèlerinage là-bas, xxx ( ?) il jetaient des pierres... une pierre dans... sur le tas, et le voilà... ensablé mais bon... il y est toujours... son dos à l'extérieur !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur c'henderv din a oa deut da welet ac'hanon ur wech e oan war... war gein ar gazeg a-raok o kas teil 'ba... gant an dumporell, 'ba un hent don, o strinkañ dour ha mailh, « eh ! memestra, deus ganin emezañ, me zo o vont da Bariz evit labourat e bus parisiens », met me 'oan ket o vont da Bariz, a-benn neuze e oan bet... 'ma bet trawalc'h deus Pariz, pa oan bet... on bet J.A.C. emezon-me, met gwelloc'h e oa din chom er gêr da dic'harzhañ, neuze 'oan ket hardi ivez, 'oan ket...
[ə ˈhindɛɹw ˌdĩ wa ˌdœd də ˈwe̞ˑld ɑ̃w ə ˈveʃ wɑ̃n waɹ waɹ ˌgɛɲ ˈgɑːzəg ˈɹo̞ˑk ˌkɑs ˈte̞j bah - gɑ̃n dyˈpɔl - ba ˌnɛ̃n ˈdɔ̃ːn - ˈstɾiŋcɑ̃ ˈduːɹ a ˈmɑj - ɛ mo̞sˈtɾɑ døz gəˈnĩ ˌmeˑɑ̃ - ˌme zo ˌvɔ̃n də ˈbɑːɹiz wid laˈbuːɹəd ... - mɛ me ˌwɑ̃ŋ kə ˌvɔ̃n də ˈbɑːɹis - be̞n ˌnœhe wɑ̃n ˌbet - ma be ˈtɹwɑx dœs ˈpɑːɹis - pe wɑ̃n be - hɔ̃ be ... ˌmɔ̃me̞ - mɛ ˈwɛlɔx wa ˌdĩ ʃo̞m ˈge̞ːɹ diˈhɑɹzɑ̃ - ˌnœhe ˌwɑ̃ŋ kə ˈhɑɹdi ˌiˑe ˌwɑ̃ŋ kət]
un cousin à moi était venu me voir une fois que j'étais sur... sur le dos du cheval de devant à transporter du fumier au... avec le tombereau, dans un chemin creux, éclaboussant de l'eau et de la boue, « eh ! quand même, viens avec moi dit-il, moi je vais à Paris pour travailler dans les bus parisiens », mais moi je n'allais pas aller à Paris, pour alors j'avais été... j'en avais eu assez de Paris, puisque j'avais été... j'ai été à la J.A.C. dis-je, mais je préférais rester à la maison pour débroussailler, aussi je n'étais pas téméraire, je n'étais pas...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an ti troet... troet e... e gein d'an hent
[ən ˈti ˌtɾoˑ ˌtɾoˑəd i - i ˈgɛɲ də ˈne̞n]
la maison tourn... tournant le... le dos à la route
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 amañ ! a-drek ma gein amañ, hag en traoñ aze zo ur sac'had chansonioù, aze
[ˈɑ̃mɑ̃ - ˌdɣeg mə ˈgɛɲ ˌɑ̃mɑ̃ - a ˌtɣɔw ˈɑhe zo ˈzɑhat ʃɑ̃ˈsɔ̃ɲo - ˌɑhe]
ici ! derrière mon dos, et en bas là il y a un sac de chansons, là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jermen ar Falc'her, ganet e 1922 e Benac'h, o chom e Louergad (EHPAD), marvet e 2023, tud bet ganet e Benac'h / Gurunuhel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude, a-benn div eur pe deir eur goude e oa arri daou, menotet a-drek o gein aze (ar re-se ?) gante, daou yaouank, tapet 'ba... daou vevel 'ba ar menajoù aze, unan anezhe a oa kavet 'ba Servel goude, tennet e daoulagad dezhañ, e oa bev, stag 'ba eu... unan marv gantañ 'ba ar fos, hag e oa bev, goude e oa marvet en ospital Lannuon, teir sizhun goude
[ˌguˑde - ˌbe̞n ˈdiˑvəɹ pe ˈdɛːɹəɹ ˌguˑde wa ˌɑj ˈdo̞w - møˈnotəd ˌdɾeg o ˈgɛɲ ˌɑhe̞ se ˌgɑ̃te̞ - do̞w ˈjo̞wɑ̃ŋ - ˌtɑpə bah - do̞w ˈvewəl ba meˈnɑːʒo ˌɑˑe̞ - ˈyˑn ne̞ wa ˌkɑˑd bah ˈzɛɹwəl ˌguˑde - ˌtɛn i do̞wˈlɑːgad ˌdeˑɑ̃ - wa ˈbew - ˌstɑˑg bah ə - ˌyn ˈmɑɹw gɑ̃tɑ̃ bah ˈfos - a wa ˈbew - ˌguˑde wa ˈmɑɹwə ɛn ɔsˈpital lɑ̃ˈnyˑɔ̃n - tɛɹ ˈzyːn ˌguˑde]
après, deux ou trois heures après, deux étaient arrivés, menottés derrière leur dos là (ceux-là ?) avec eux, deux jeunes, pris à... deux valets dans les fermes là, l'un deux avait été trouvé à Servel après, les yeux arrachés, il était vivant, attaché à euh... quelqu'un de mort avec lui dans la fosse, et il était vivant, après il était mort à l'hôpital de Lannuon, trois semaines après
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e vez roet... graet lesoñioù d'ar reoù yaouank, de... o teskiñ équitation, deskiñ mont war-gein kezeg kwa
[ˌɑhe ve ˌɹoˑə ˌgɛd løˈsɔ̃ɲo də ɹew ˈjo̞wɑ̃ŋ - di ˈtiskĩ ... - ˈdiskĩ ˌmɔ̃n waɹˌgɛɲ ˈkeːzɛk kwa]
là on donne... fait des leçons aux jeunes, appr... apprenant l'équitation, apprendre à monter à dos de cheval quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ya kar ivinoù 'neus ha dent ivez, sur on dit ! ya, ya, ya ! sur 'neus dent hag ivi... pa vezan o lenn ar journal aze a-wechoù e vez o skrapat aze war lein e gein aze
[o ja kaɹ iˈviːno nøz a ˈdɛn ˌiˑe - ˌzyɹ ɔ̃ ˈdit - ja ja - ja ˌzyɹ nøz ˈdɛn a iˈviː - pe ve̞n le̞n ˈʒuɹnal ˌɑhe ˈweːʒo ve ˈskɹɑpad ˈɑhe waɹ ˌlɛɲ i ˈgɛɲ ˌɑˑe]
oh oui car il a des griffes et des dents aussi, je te l'assure ! oui, oui, oui ! sûr qu'il a des dents et des gri... quand je lis le journal là parfois il gratte là sur le dos
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 c'hoazh, me a blij din jardinat hag evel-se, pa vez brav ha betek-henn, met arri eo... oh la la, arri eo izel an douar ar wech-mañ, ma gein, ma gein zo uzet
[hwah ˌme biʒ dĩ ʒɛɹˈdiːnəd a vəˈse pe ve ˈbɹɑw a ˌbekəˈhɛn - mɛd ˌɑj e̞ - o̞ la la - ˌɑj e̞ ˌiˑzə ˈnduˑaɹ ə ˌweʒmɑ̃ - mə ˈgɛɲ - mə ˈgɛɲ zo ˈyːzət]
aussi, moi j 'aime jardiner et comme ça, quand il fait beau et jusqu'à présent, mais voilà... oh la la, voilà que la terre est basse cette fois-ci, mon dos, mon dos est usé
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh eo koad eu, kat da lâret dit, koad kistin, diskaret gant ma dad ha me met eu... bremañ 'meus poan-gein, d'ar c'houlz-se... hag evel-se aze gant an halpon, gant ar passe-partout zo aze 'ba krec'h, hag unan e pep penn hein ! ha neuze e vijent darc'het en traoñ, ha goude e vijent kaset d'ar gêr neuze gant kezeg, ha goude neuze e gasemp anezhe da siri amañ 'ba an traoñ, bloaz pe daou goude, evit heskennat, ha neuze e vijent laket da sec'hañ 'ba eu... ar porzh du-mañ, ha laket koad kreiz etrede, abalamour da... kaout aer kwa, goude neuze, e vije labouret ar c'hoad, lâret e vez koad labour met hennezh zo koad labour hein !
[ˌhẽˑs so ˈkwɑd ə - ˌkɑt tə ˌlɑˑɹ ˈdit - ˌkwɑt ˈkistin - diˈskɑːɹəd gɑ̃n mə ˈdɑːd a ˈmeˑ mɛd ə - ˈbo̞mɑ̃ møs pwɑ̃nˈgɛɲ - də ˈhulsˑe - a vəˌse̞ ˈɑˑe̞ gɑ̃n ˈnɑlpɔ̃n - gɑ̃n ə ... zo ˌɑhe̞ bah ˈkwex - a ˈyˑn po̞p ˈpe̞n ɛ̃ - a ˌnœhe ˌviʒɛɲ ˈdɑɹhət ˈtɹo̞w - a ˌguˑde ˌviʒɛɲ ˈkɛsət tə ˈge̞ːɹ ˌnœhe gɑ̃n ˈkeːzɛk - a ˌguˑde ˌnœhe ˈgɛsɛm ˈne̞ˑ də siˌɹi ˈɑ̃mɑ̃ bah ˈtɹo̞w - ˈblɑ pe ˈdo̞w ˌguˑde - wit hesˈkenat - a ˌnœhe ˌviʒɛɲ ˈlɑkət tə ˈzehɑ̃ bah ə - ˈpɔɹs ˈtymɑ̃ - a ˈlɑkə ˈkwɑt ˈkɹɛjste ˌde̞ˑ - ˌbɑ̃m tə - ˌkɑˑd ˈɛːɹ kwa - ˌguˑde ˌnœhe̞ - ˌviʒe laˈbuːɹə ˈhwɑt - ˈlɑːɹə ve ˌkwɑd ˈlɑːbuɹ mɛ ˌhẽˑs so ˌkwɑd ˈlɑːbuɹ ɛ̃]
ça c'est du bois euh... je peux te dire, du châtaignier, abattu par mon père et moi mais euh... maintenant j'ai mal au dos, à cette époque-là... et comme ça avec le harpon, avec le passe-partout qui est là en haut, et un à chaque bout hein ! et alors on les abattait, et après on les ramenait à la maison avec des chevaux, et après alors on les envoyait à la scierie ici en bas, un an ou deux après, pour scier, et alors on les mettait à sécher dans euh... la cour chez moi, et on mettait du bois entre eux, afin que... il y ait de l'air quoi, après alors, on travaillait le bois, on dit du bois d'oeuvre mais celui-là c'est du bois d'oeuvre hein !
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, lec'h e oa Kozhtiou, hennezh eo neuze pa deuez deus ar zone, da gemer an hent Tonkedeg, zo ur pezh ti bras aze, troet e gein d'an hent, aze, aze emañ Kernevez
[ˌjɑ - ˌle̞x wa ko̞sˈtiˑu - ˌhẽˑz e̞ ˌnœhe pa ˌdez dœz ˈzoːn - də ˈgo̞mɛɹ ˌnɛn tɔ̃ˈkeːdɛk - zo ˌpes ti ˈbɹɑːz ˌɑhe̞ ˈtɾoˑəd i ˈgɛɲ də ˈnɛn - ˌɑhe̞ - ˌɑhe̞ mɑ̃ kɛɹˈnewe]
oui, là où est Kozhtiou, ça c'est alors quand tu vas de la zone, pour prendre la route de Tonkedeg, il y a une très grande maison, dont le dos est tourné à la route, là, c'est là que se trouve Kernevez
Kawan
Gant : Josfin Kaboko, ganet e 1931 e Kawan, o chom e Tonkedeg, marvet e 2023, tud bet ganet e Kawan / Kemperven.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ya, an Enez C'hlas ya, an Enez C'hlas 2. an Enez C'hlas zo e bord an... 1. an Enez C'hlas 2. ya, ya, hennezh zo e bord an... troet e fasadenn d'an hent kwa 2. troet e gein d'an hent kwa 2. e gein d'an hent ya, ya 1. ya 2. ya, ya, an Enez C'hlas ya
1. [ja -ˌneˑnəs ˈhlɑːs ja - ˌneˑnəs ˈhlɑːs] 2. [ˌneˑnəs ˈhlɑːs so bɔɹn] 1. [ˌneˑnəs ˈhlɑːs] 2. [ja - ja - ˌhẽˑs so bɔɹn - ˌtɹoˑəd i vaˈsɑːn də ˈnɛn kwa] 1. [ˌtɹoˑəd i ˈgɛɲ də ˈnɛn] 2. [i ˈgɛɲ də ˈnɛn ja - ja] 1. [ja] 2. [ja ja - ˌneˑnəs ˈhlɑːz ja]
1. oui, an Enez C'hlas oui, an Enez C'hlas 2. an Enez C'hlas est au bord de... 1. an Enez C'hlas 2. oui, oui, ça c'est au bord de... la façade tournée vers la route quoi 2. le dos tourné à la route quoi 2. le dos tourné à la route oui, oui 1. oui 2. oui, oui, an Enez C'hlas oui
Louergad
Gant :
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.Dastumer : Tangi