Klask
« genaouegez »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 pa oa arri se ganin, eu... 'h aen 'ba eu... surtout pa vije ret stasioniñ, peotramant e skoen 'ba un oto ha 'ba unan all ha 'meus... 'meus drailhet... daou aksidant 'meus renket deklariñ han-se, hag en em eskuziñ c'hoazh, 'ma graet ma genaouegez
[pe wa aj ˌze gəˌnĩ - ə - hɛn bah ə - syɹˌtut pe ˌviʒe ˌɹɛt staˈsjo̞ːnĩ - pəˌtɑ̃m ˈskoˑɛn bah ˈnoto a bah ˈnɑl a møs - møz ˈdɹɑjət - do̞w akˈsiːdɑ̃n møz ˈɹɛŋkə deˈklɑˑɹĩ ɑ̃ˌse - a nɔ̃n ɛsˈkyːzĩ ˌhwɑs - ma ˌgɛd mə geno̞ˈweːgəs]
quand ça m'était arrivé, euh... j'allais à euh... surtout quand il fallait stationner, ou sinon je heurtais une voiture ou une autre et j'ai... j'ai abîmé... j'ai dû déclarer deux accidents par conséquent, et s'excuser encore, j'avais fait ma niaise
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri out genaouegez memestra 'vat !
[ˌɑj ud ˌgeno̞ˈweːgəz mo̞sˈtɹɑ hat]
mais te voilà une sacré idiote quand même [à ne plus savoir le breton] !
Gant : If Briand, ganet e 1931 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha genaouegez.
Et imbécile [féminin].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Genaouegez !
génoégeus
[genoˈegəs]
Imbécile !
[forme féminine de "genaoueg"]
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 n'eo ket genaouegez
[ne kə ˌgeno'we:gəs]
elle n'est pas sotte
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kemeret evit ur genaouegez
[ko’mɛ:rəd wid ə geno’we:gəs]
prise pour une imbécile
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi