Klask
« genitervez »
Frazennoù kavet : 10
-
👂 🔗 ma ket bet nemet unan, ha eo gant ma genitervez 'ma bet anezhi, hoñ 'na leun, hoñ... hoñ... hoñ neuze 'oa ket 'ba hom renk tamm ebet, ha fidedoulle 'na roet unan din-me, met me o c'hoari gantañ ivez, e oan aet da dommañ e dreid dezhañ, ha kroget an tan en ennañ ! non de diou ! ha devet ma boupig, ha sell aze ! oh, e lâran dit-te ! ya, ya, hañ ! truez 'ma bet dezhañ ivez 'vat !
[... - ... - ... - ˌhɔ̃ ˈwɑ kə bah ɔ̃m ˌɣɛŋˤ ˈtɑ̃m bet - ... - ... - ... - ...]
je n'en avais eu qu'une [poupée pour jouer], et c'est avec ma cousine que je l'avais eu, elle en avait plein, elle... elle... elle alors n'était pas du tout de notre rang social, et sapristi ! elle m'en avait donné une, mais moi de jouer avec aussi, et j'étais allée lui chauffer les pieds, et le feu avait pris dedans ! non de diou ! et mon bébé avait brûlé, et voilà ! oh, je te dis ! oui, oui, hein, j'en avais eu pitié !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Keraliou, aze e oa tri venaj, tri ! Keraliou, me 'ma ur c'henderv... ur genitervez o terc'hel menaj aze
[ˌke̞ɣaˈliˑu - ... - ... - ˌke̞ɣaˈliˑu - ... - ...]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Polez, ganet e 1936 e Plistin, o chom e Plistin, marvet e 2025, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-06-14)
-
👂 🔗 ur genitervez din a oa o chom aze, e Kerrouarn
[ginˈtɛꝛwəz ˌdĩ wa ˌʃo̞m ˈeːno - kɛˈꝛuˑən]
une cousine à moi habitait là, à Kerrouarn
Pleuzal
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Deniz Petibon, ganet e 1933 e Planiel, o chom e Pleuzal, marvet e 2024, tud bet ganet e Pleuzal / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kozhkerig ya, ya, ya, eno e oa un ti, oh ma doue ! un ti ha 'oa den ebet e-barzh pa oamp eu... pa oamp arri merc'hed yaouank, ha 'h aemp da c'hoari kartoù, ti ma genitervez, Kerderrien, ha pa vijemp o tremen eno, e dennemp hom botoù-koad, pas ober trouz ! gant an aon 'mijemp, hag-eñ 'oa den ebet e-barzh
[ko̞sˈkɛːɹicˌjɑ - ˌjɑ ja - ˌeˑno wa ˈnti - o ma ˈduˑe - ˈnti a wa ˈden be ˌbɑɹs pe wɑ̃m ə - pe wɑ̃m ˌɑj ˌmɛɹhɛ ˈjo̞wɑ̃ŋk - a ˌhɛm də ˌhwɑj ˈkɑɹto - ˌti mə ginˈtɛɹvəs - kɛɹˈdɛɹjɛn - a pe viʒɛm ˈtɹeme̞n ˌeˑno - ˌdɛnɛm ɔ̃m ˌbotoˈkwɑt - paz ˌo̞ˑɹ ˈtɹuːz - gɑ̃n ˈɑˑɔ̃n miʒɛm - aˌgẽ wa ˈden be ˌbɑɹs]
Kozhkerig oui, oui, oui, là-bas il y avait une maison, oh mon dieu ! une maison où il n'y avait personne dedans quand nous étions euh... quand nous étions jeunes femmes, et nous allions jouer aux cartes, chez ma cousine, Kerderrien, et quand nous passions là, nous enlevions nos sabots, ne pas faire de bruit ! tellement nous avions peur, alors qu'il n'y avait personne dehors
Plouizi
Gant : Ived Gwilhou, ganet e 1935, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Plouizi / Langonned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ lec'h eo laket an traoù modern ha zo ur ru evel pa 'vije 'ba en kêr kwa, eo Ruchant, lec'h emañ ma genitervez, an ti... Ruchant ya, Ruchant eo an hini tostañ, ya
[ˌbo̞mɑ̃ le̞x e̞ ˌlɑkə ˈntɹɛw moˌdɛɹn a zo ˈɹyˑ ve̞l pe ˌviʒe ban ˈke̞ːɹ kwa - he̞ ɹyˈʃɑ̃n - ˌle̞x mɑ̃ mə ginˈtɛɹwəs - ən ˈti - ɹyˈʃɑ̃n ˌja - ɹyˈʃɑ̃n he̞ ˌniˑni ˈtɔstɑ̃ - ˈjɑ]
maintenant c'est là où ont été mis des trucs modernes et il y a une rue comme si on était en ville quoi, c'est Ruchant, là où est ma cousine, la maison... Ruchant oui, le plus proche c'est Ruchant, oui
Pederneg
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da genderv ha da gendervez ? ya, da genitervez, kinderv ha kenitervez
[da 'gindɛʁw a də gin'tɛʁwəs - ja - tə gin'tɛʁwəs - 'kindɛʁw a kin'dɛʁwəs]
ton cousin et ta cousine, oui, ta cousine, cousin et cousine
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ivon zo ur genitervez dimp te !
[i'vɔn zo gin'tɛʁwəs tim te]
Yvonne est une cousine à nous tiens !
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Bernadin Kongar, ur genitervez kompez da ma mamm
[bɛrnɑdin 'kɔ̃ŋgar gin'tɛrwəs 'kɔ̃mpəz də mə vɑ̃m]
Bernadine Congar, une cousine germaine à ma mère
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hoñ oa ur genitervez da ma mamm, Bernardine, ur genitervez gompez
[hɔ̃: wa gin'tɛrwəz də mə vɑ̃m bɛrna'din gin'tɛrwəs 'kɔ̃mpəs]
elle était une cousine à ma mère, Bernadine, une cousine germaine
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ur genitervez din deus Pariz ivez
[ə gin'tɛrwəz dĩ døs 'pɑ:riz 'ie]
une cousine à moi de Paris aussi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi