Klask
« gomanant »
Frazennoù kavet : 187
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10
-
🔗 tout ! tout, tout an douaroù, me zo barrek da lâret... pelec'h e oa pep park ha penaos e oant, tout ! n'eus ket manet un dachenn hep bezañ bet batiset deus ar gomanant, ha bepred e oa ugent devezh-arat dionti kwa
[...]
tout ! tous... tous les terrains, moi je peux te dire... où était chaque champ et comment ils étaient, tous ! il n'est pas resté un terrain de la ferme qui n'ait été bâti, et il y avait quand même dix hectares quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
🔗 1. oh, ya ! sur ! Ifig... Kerwal... Kerwalan, Kervoalen eo... 2. Kervoalen ya 1. e gomanant, e-lec'h e oa o terc'hen menaj, ya ! 2. Kervoalen, nann ? 1. n'eo ket Kerwalan emañ ?
1. [... - ... - ... - ... - kɛꝛˈwaˑlən - kɛꝛˈvwaˑlən ... - ...] 2. [kɛꝛˈvwaˑlən ja] 1. [... - ... – ja] 2. [kɛꝛˈvwaˑlən ja] 1. [... kɛꝛˈvwaˑlən ...]
Sant-Ke ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
🔗 1. ben, Ko... Krec'h Goulifen bepred, e-lec'h e oa Ifig Tangi, n'onn ket petore anv 'neva, 2. nann, aze n'onn ket an anv ar gomanant 1. goude... goude Krec'h Goulifen zo... hag e-kreiz-etre Komanant ar Mur zo petore anv ? aze e oa daou... aze e oa daou venaj, Koad, Henry Koad ha neuze...
1. [... - ˌkɹ̥e̞ɣguˈliˑvən ... - ... - ...] 2. [... - ...] 1. [... - ... ˌkɹ̥e̞ɣguˈliˑvən ... - ... ko̞ˌmɑ̃nɑ̃nˈmyˑɻ ... - ... - ... - ...]
1. ben, Ko... Krec'h Goulifen toujours, là où était Yves Tanguy, je ne sais quel nom ça avait 2. non, là je ne sais pas le nom de la ferme 1. après... après Krec'h Goulifen il y a... et entre Komanant ar Mur c'est quel nom ? là il y avait deux... là il y avait deux fermes, Coat, Henry Coat et aussi...
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 ah, nann ! Plasenn an Traou Mat zo neuze... an... an hent ac'h a... a-drek ar gomanant eu... ec'h omp a-baouez lâret aze, a zo un hent, da arriout neuze Plasenn an Traou Mat, aze zo... d'ar c'houlz-se e oa un ti bihan
[... - ˌplasənˌtɾ̥oˈmaˑd ... - ... - ... - ... ˌplasənˌtɾ̥oˈmaˑd - ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ya, aze eo Tromorgan Vras, met aze... hi 'deus adbadezet ar gomanant *Ko... Tromorgan Vihan bremañ, an anv... an anv... an anv... e-lec'h emañ Claire Le Lay aze, an élevage, pas élevage met ar pañsion kezeg, eo Tromorgan Vras aze, se... se... aze... hag e-lec'h e oa ma zud, e-lec'h on ganet eo Tromorgan Vihan, oh ! zo kant metr... n'eus ket kant metr a... toutjust aze, toujust kant metr
[ja - ... tɾ̥oˌmɔꝛgɑ̃nˈvɻaˑs - ... - ... - ... txoˌmɔꝛgɑ̃nˈviˑən ... - ... - ... - ... - ... - tɾ̥oˌmɔꝛgɑ̃nˈvɻaˑz ... - ... - ... - ... tɾ̥oˌmɔꝛgɑ̃nˈviˑən - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 Tromorgan Bihan, e-kichen... e-kichen an abatwar gwechall, gwechall e oa un abatwar un Perroz aze, just en-kichen, Tromorgan Vras zo gant Claire Le Lay, aze an hini zo ur pañsion evit kezeg, ya, ya ! 'deus prenet ar men... ar gomanant aze
[tɾ̥oˌmɔꝛgɑ̃nˈbiˑən - ... - ... - ... - ... pe̞ˈɻoˑz ... - ... - txoˌgɑ̃nˈvɻaˑs ... - ... – ja – ja - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 an Aoter... an Aoterigo eo amañ ! Noretigou, mais ap... mais... e-lec'h emañ an ti amañ eo... eñ a ra parti deus ur gomanant, eu... Roud... ya, met... Roudouc'harv ! Roudouharou, Roudouc'harv, Roudouc'harr, hein ?!
[... - ˌno̞te̞ˈɾiɟo ... - ... - ... - ... - ... - ˌɾuˑdəˈhɑɻw - ... - ˌɾuˑdəˈhɑɻw - ˌɾuˑdəˈhɑˑɻ - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 hennezh... hennezh a oa propozet dezhañ gant eu... gant eu... gant paotr ar c'harierenn, 'nea propozet dezhañ n'onn ket pet milion evit daou... evit... oh, ya ! pevar devezh-arat a douar, ha gant an... gant... gant an arc'hant a oa propozet dezhañ, a oa kat da brenañ ur gomanant eu... ugent... ugent hectares hag al lojeiz d'ar c'houlz-se, ha 'neva ket biskoazh kouzantet...
[...]
il... il lui avait proposé par euh... par euh... par le gars de la carrière, il lui avait proposé je ne sais combien de millions pour deux... pour... oh, oui ! deux hectares de terre, et avec le... avec... avec l'argent qu'il lui avait proposé, il pouvait acheté une ferme euh... de vingt... vingt hectares et les bâtiments à cette époque-là, et il n'avait jamais accepté...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 oblijet e oant d'ober, ar gomanant 'oant ket bras, 'oant ket kat da dispign arc'h... ma 'dea c'hoant da viret ur gwenneg bennak, seul vuan... bremañ eo un tamm evel-se ivez, (da ?) e dispignes, ma chome ganit, feiz, e chome ganit hañ !
[sœlˈvyˑən]
ils étaient obligés de le faire, les fermes n'étaient pas grandes, ils ne pouvaient pas dépenser d'arg... s'ils voulaient garder quelques sous, plus vite... maintenant c'est un peu comme ça aussi, xxx ( ?) tu dépensais, s'il t'en restait, ma foi, il t'en restait hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ya, Kerilli ya, met aze en traoñ, e traoñ Kerilli zo ur gomanant, a-raok arriout e Sant-Ke a-gleiz, just e limit sant-Ke emañ hennezh, me a soñj din emañ en Perroz, a-raok arriout e Kerunwa, Kerunwa ya
[ja - kɛˈʁili ja - ... - ... kɛˈʁili ... - ... zɛ̃ˈkeˑ ... - ... zɛ̃ˈkeˑ ... - ... pɛˈʁoˑs - ... kɛˈʁynwa - kɛˈʁynwa ja]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Kergien gonn pelec'h emañ ya, Kergien, a-gleiz aze, ma oa... un ti zo aze, aze e oa ur gomanant vihan ivez
[kɛꝛˈgiˑe̞n ... - kɛꝛˈgiˑe̞n - ... - ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 pa... pa dapez Sant-Ke e oa ur gomanant aze, Prad Fouked ! xxx ( ?), penaos e lâr... penaos e lârin-me dit ? Prad Fouked ya, Prad Fouked, Fouked pe... ah, Prad Fouked, penaos e vez lâret deus se ? ya, Prad Fouked ya, met aze... honnezh zo... honnezh a ar... honnezh a arri e limit... limit Sant-Ke hein !
[... - ... zɛ̃ˈkeˑ ... - ˌpxatˈfuke̞t - ... - ... - ... - ˌpxatˈfuke̞d ja - ˌpxatˈfuke̞t - ... - ... - ˌpxatˈfuke̞t - ... – ja - ˌpxatˈfuke̞d ja - ... - ... - ... - ... zɛ̃ˈkeˑ ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ah, met c'hoazh zo, c'hoa... ya met aze, Kerwallan, e oa div gomanant hañ ! Kerwallan Vihan, Kerwallan vras
[... - ... - ... - kɛꝛˈwalən - ... - kɛꝛˌwalənˈviˑən - kɛꝛˌwalənˈvʁaˑs]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Krec'h Sulo ! aze e oa ur gomanant ivez, aze e oa... e oa ganet seitek vugel, ha war seitek vugel a oa manet pevarzek
[ˌke̞xˈsyˑlo - ... - ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ha... ha goude, pa arriez e Kervelegan e oa anv ur gomanant aze e-fas d'ar bistro
[a - ... - ... ˌkɛꝛveˈleˑgən ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 goude Kerambelleg, Kerambelleg... Ker... bepred emañ anv ar gomanant hañ ! aze emañ... ma... ma loketour zo aze, oc'h o... oc'h ober jistr aze, oc'h ober jistr emañ aze, Kerambelleg, ah, nann, nann, nann ! Kerambelleg a vije lâret ordin hañ !
[... ˌkɛʁɑ̃ˈbe̞le̞k - ˌkɛʁɑ̃ˈbe̞le̞k - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌkɛʁɑ̃ˈbe̞le̞k - ... - ˌkɛʁɑ̃ˈbe̞le̞g ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Kervaskled, Kervaskled zo... aze e oa ur... ur gomanant ivez
[kɛꝛˈvaske̞t̚ - kɛꝛˈvaske̞t ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ya, Kergonieg zo uz... uheloc'h aze, aze e oa ur gomanant ivez, Kergoniag ! Ker... me a lâr Kergoniag dionti
[ja - ˌkɛꝛˈgõɲe̞k ... - ... - ... - ˌkɛꝛˈgõɲak - ... - ... ˌkɛꝛˈgõɲag ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ya, ar Pont Nevez ya ! aze e oa ur gomanant ivez, aze eu... met... met... aze zo unan o telc'hen douar aze, ma loketour 'neus douar er Pont Nevez aze
[ja - ˌpõnˈnewe ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌpõnˈnewe ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Kroaz ar Waremm a oa ur gomanant ivez
[ˌkxwazəˈwaˑʁəm ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)