Klask
« gouloù »
Frazennoù kavet : 60
-
🔗 Lazhet eo, lazhet eo ar gouloù.
Laha dè, laha dè golo.
[laha dɛ laha dɛ golo]
Elle est tuée, la lumière est tuée. (la lumière est éteinte)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 lakat ar gouloù
lak golo
[lak golo]
allumer la lumière
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Ha... ha... ha 'oant... ha 'oant ket bet tri c'hard eur o kousket, ha ni o welet ur pezh... gouloù, o tont... duzh... duzh ar mor. « Oh ! 'ma... 'ma lâret da ma c'hoar, da... ha da ma breur, ma div c'hoar ha... Me... me a rae evel pa vijent ma div c'hoar peogwir... 'oa ket nemet unan hag a oa un hanter-c'hoar, ha ma breur... « Ma eo ur vatimant alman, eo, 'h eont da vezañ tapet. » Met 'oa ket. Ar re-seoù 'na telefonet d'an Angleterre, da... da... d'esplikañ pelec'h e oant. Ha 'dant lâret le Sillon du Talbert.
[...]
Et... et... et ils étaient... et ils n'avaient pas dormi trois quart d'heure que nous vîmes une grosse... lumière, arrivant... de... de la mer. « Oh ! que j'avais... que j'avais dit à ma soeur, à... et à mon frère, mes deux soeurs et... Moi... moi je faisais comme si c'était mes deux soeurs puisque... il n'y en avait qu'une qui était une demi-soeur, et mon frère... « Si c'est un navire allemand, c'est... ils vont être pris. » Mais non. Ceux-là avaient téléphoné en Angleterre, pour... pour... pour expliquer où ils étaient. Et ils avaient mentionné le Sillon du Talbert.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 1. « me, eme Jañ, n'on ket o vont da chom amañ, me zo o vont d'ar gêr da gargañ ma donoioù » 2. da gargañ... tonoioù dour 1. dindan an dour-se ! gleb-teil ! 2. ha me a oa... me a oa dindan an dour, oh ! ha luc'hed ! e derc'h... e derc'he d'ober, e derc'he d'ober ! 'ma ket ezhomm gouloù na mann ebet 1. glav stroñs sell !
[ˌglɑw ˈstɾɔ̃ˑs ...]
1. « moi, dit Jean, je ne vais pas rester ici, moi je vais remplir à la maison remplir mes tonneaux » 2. pour remplir... des tonneaux d'eau 1. sous cette pluie-là ! complètement trempé ! 2. et moi j'étais... moi j'étais sous la pluie, oh ! et les éclairs ! et ça contin... ça continuait, ça continuait ! je n'avais pas besoin de lumière ni rien 1. de la pluie battante
Gant :
– Anna Jolu, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Koadaskorn, tud bet ganet e Mantallod / Ploueg-Pontrev.
– Jañ ar Brigand, ganet e 1939 e Bear, o chom e Koadaskorn, tud bet ganet e Treglañviz / Plouizi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 phare... Kreisteier, phare Kreisteier, phare, phare... Gouloù Kreisteier, Kreisteier, Kreisteier ya
[... kɣe̞sˈtejɛꝛ - ... kɣe̞sˈtejɛꝛ - ... - ... - ˌgoˑlo kɣe̞sˈtejɛꝛ - kɣe̞sˈtejɛꝛ - kɣe̞sˈtejɛꝛ ja]
Pleuvihan - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Gouloù ar C'hern, 'teus ket ?
[ˌgoˑlo ˈhɛꝛn - ...]
le Phare des Héaux, tu ne l'as pas ?
Pleuvihan - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-barzh an Arvor aze zo... Padelouc'h, an Enezennoù Padelouc'h, a oa 'ba beg Penn al Lann, aze zo... zo ur (ganouz ?), da dont douzh... douzh ar gouloù, ar gouloù eu... ar gouloù... phare ma kerez, gouloù ar Min Krenn, gwelet 'teus gouloù Min Krenn aze 'ba an aod ?
[... ˈnɑꝛvɔꝛ ... - paˈdeˑlux - ˌnenɛˌzœno paˈdeˑlux - ... ˌpe̞n ˈlɑ̃n - ... - ə ˈgɑ̃ˑnus - ... - ... - ˌgoˑlo min ˈkɣe̞n - ... ˌgoˑlo min ˈkɣe̞n ...]
à an Arvor là il y a... Padelouc'h, an Enezennoù Padelouc'h, qui étaient au bout de Penn al Lann, là il y a... il y a un (xxx ?), pour aller de... du phare, du phare euh... du phare... le phare si tu veux, le phare de ar Min Krenn, tu vois le phare de ar Min Krenn là sur la côte ?
Pleuvihan - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze e-pad an amzer-se e vije... e vije lâret dit nompas alumañ ar gouloù peotramant e grilhez tout ar mot...
[a ˌnœhe ˌpad ˈnɑ̃mzəɹze ˌviʒe - ˌviʒe ˌlɑˑɹ ˈdit nɔ̃pas aˈlymĩ ˈgoːlo pəˈtɑ̃m ˈgɹije̞s tut ˈmot]
et alors pendant ce temps-là on te disait... on te disait qu'il ne fallait pas allumer la lumière sinon tu grillais tout le mot...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Emil Damani, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Kamlez / Pleuzal.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pas gouloù... 'vije ket droed da gaout gouloù goude nav eur, memes 'ba an ti, hag e vije laket eu... tammoù tavañjeroù ha pa... tapisoù, me a oar petra a lake ma vamm, 'oa ket 'met daou (dan ?) n'eus forzh penaos
[paz ˈgoːlo - viˌʒe kə ˌdɹœt tə ˌgɑˑ ˈgoːlo ˌguˑde ˈnɑwəɹ - ˌmɛməz ban ˈtiˑ - a ˌviʒe ˈlɑkəd ə - ˌtɑ̃mo davɑ̃jˈʒeːɹo a pa - taˈpiso - me waɹ ˌpɹɑˑ ˈlɑke̞ mə ˈvɑ̃m - ˌwa kə mɛ ˈdo̞w ˌdɑ̃ˑn nøs ˌfɔɹs pəˈnoːs]
pas de lumières... on n'avait pas le droit d'avoir de lumière après neuf heures, même dans la maison, et on mettait euh... des morceaux de tabliers et... des couvertures, j'ignore ce que mettait ma mère, il n'y avait que deux (feux ?) n'importe comment
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo, stokañ a raen ma gwele met peogwir 'oan ket kat d'alumiñ gouloù ha 'oan ket kat da vont en em sav, ya ! ha 'ma uzet talon ma zroad, war ma revr aze, enfin... xxx ( ?), hag e oan o terc'hen da... ruzañ oc'h esa kaout... fred da vont da ma... ma sav da vont 'ba ma gwele, ma 'soñjet « ret din mont d'am gwele peogwir 'meus kollet ma... sinema amañ », neuze e oa arri Benoit er gêr, pa 'na fin e devezh, 'na goullet ganin « petra 'h out oc'h ober war an douar aze ? » « ah, 'oaran ket ! » 'ma lâret dezhañ, « kontant e vijen da c'houvezet ! », hag eñ o kregiñ en ennon ha lakat ac'hanon en em gwele, met me 'ma soñjet e oa hennezh ur (vleusadenn ?)
[ge̞ - ˈstokɑ̃ ɹɛn mə ˈgweːle mɛ py ˌwɑ̃n kə ˌkɑd daˈlymĩ ˈgoːlo a ˌwɑ̃n kat tə ˌvɔ̃n nəm ˈzɑˑ - ˌjɑ - a ma ˈyːzət ˌtɑˑlɔ̃n mə ˈzwɑːt - waɹ mə ˈɹɛːɹ ˌɑhe̞ - ɑ̃fɛ̃ - ? - a wɑ̃n ˈtɛhɛn də - ˈɹyːzɑ̃ ˈhɛsa ˈkɑːd - ˈfɹɛt tə ˌvɔ̃n də mə - mə ˈzɑˑ də ˌvɔ̃n ba mə ˈgweːle - ma ˈʒɔ̃ˑʒə ˌɹɛd ˈdĩ ˌmɔ̃n dəm ˈgweːle pyˌgyˑɹ møs ˈko̞lə mə sineˌma ˈɑ̃mɑ̃ - ˌnœˑe wa ˌɑj ... ˈge̞ːɹ - pe na ˈfiːn i ˈdewəs - na ˈgulə kɑ̃ˈnĩ ˌpɹɑ hud ˌo̞ˑɹ waɹ ˈnduˑaɹ ˌɑhe̞ - a waˌɹɑ̃ kə ma ˈlɑˑt ˌteˑɑ̃ - ˈkɔ̃tɑ̃n ˌviˑʒɛn də huˈveˑɛt - a ˌẽ ˈkɹiːgĩ ˈnenɔ̃ a ˈlɑkəd ɑ̃w nəm ˈgweːle - mɛ ˌme ma ˌʒɔ̃ˑʒə wa ˈhẽˑz ə vlœˈsɑːn]
si, je touchais mon lit mais puisque je ne pouvais pas allumer la lumière et que je ne pouvais pas me mettre debout, oui ! et j'avais usé le talon de mon pied, sur mon cul là, enfin... xxx ( ?), et je continuais de... de me traîner pour essayer d'avoir... (prise ?) pour me... me lever pour aller dans mon lit, j'avais pensé « il faut que j'aille dans mon lit parce que j'ai perdu mon... cinéma [mes repères] ici », alors Benoit était arrivé à la maison, puisqu'il avait fini sa journée, il m'avait demandé « que fais-tu par terre là ? » « ah, je ne sais pas ! » que je lui avais dit, « je serais contente de le savoir ! », et lui de me saisir et de me mettre dans mon lit, mais moi j'avais pensé que c'était une (perte de tension ?)
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 (T. : 'h an d'alumiñ ar gouloù) ya, deus dezhi ! aze emañ sell !
[ˌjɑ - dœs ˈte̞j - ˌɑhe mɑ̃ ˈsɛl]
(T. : je vais allumer la lumière) oui, vas-y ! elle est là tiens !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Duval, ganet e 1931 e Kemperven, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Ploueg / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me pa 'ma prenet ma venaj du-hont e Kerdern, 'ma ket gouloù, 'ma ket dour, 'ma mann ebet hañ ! nemet neizhioù yer 'ba an ti !
[ˈme ma ˈpꝛeːnɛd mə ˈveːnaʃ ˌtyˑən kɛꝛˈdɛꝛn - ˌmɑ kə ˈguːlo ˌmɑ kə ˈduːꝛ - ma ˈmɑ̃n bed ɑ̃ - mɛ ˌeˑʒo ˈjiːꝛ ban ˈtiˑ]
moi quand j'avais acheté ma ferme là-bas à Kerdern, je n'avais pas de lumière, je n'avais pas d'eau, je n'avais rien hein ! sauf des nids de poules dans la maison [trous] !
Tregonnev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tamm gouloù boujienn aze
[tɑ̃m 'go:lo bu'ʒi:ən 'ɑ:he]
une petite lumière de bougie là
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ale, me zo o vont alemañ, war hent deus an deiz ha war gouloù deus an noz
['ɑ:le me zo vɔ̃n 'lemɑ̃ war hɛn dəz nde: a war 'go:lo dəz nɔ̃:s]
allez, je m'en vais d'ici, sur le chemin le jour et dans la lumière la nuit [quand on s'écarte de quelqu'un balayant]
Gant : plac'h, o chom e Bear (Trezelan), tud bet ganet e Trezelan .
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e-pad ar brezel e oamp bet rekouret peogwir... ne oa ket manket mann ebet dimp peogwir... kou... ne oa ket gouloù a-raok, evel-se ne oa ket... 'mamp graet hepañ
[a pad 'bʁe:zəl wɑ̃m be ʁe'ku:ʁət py'gy:ʁ wa kə 'mɑ̃ŋkə mɑ̃n be tim py'gy:ʁ ku wa kə 'go̞:lo ɹo̞:k və'se wa kə nɑ̃m gwɛt hepɑ̃]
et pendant la guerre nous avions été favorisés puisque... nous n'avions manqué de rien puisque... le cou... il n'y avait pas de lumière [courant] avant, comme ça il n'y avait pas... nous avions fait sans lui
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall pa veze ar person n'onn ket pegeit o lâret an oferenn, neuze e veze lâret « hemañ zo un dever gouloù »
[gwe'ʒɑl pe viʒe 'pɛʁsɔ̃n nɔ̃ kə pe'gɛjd lɑ:ʁ no'vɛʁn 'nœ:he viʒe lɑ:d 'hemɑ̃ zo 'ndɛwəʁ 'go:lo]
autrefois quand le curé était je ne sais combien de temps en train de dire la messe, alors on disait « celui-ci est pénible »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un dever-gouloù
['ndɛwəʁ 'go:lo]
une personne pénible [litt. un brûleur de lumière]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ar gouloù zo laket ya
['go:lo zo 'lɑkəd jɑ]
la lumière est mise [allumée] oui
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ret e vo alum gouloù
[rɛd vo 'alym 'go:lo]
il faut allumer la lumière
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo savet 'ba ur bern gouloù hañ
[me zo 'zɑ:vəd ba bɛʁn 'go:lo ɑ̃]
j'ai été élevé dans beaucoup de lumière hein
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi