Klask
« gounezet »
Frazennoù kavet : 20
-
👂 🔗 a-wechoù e lâro dit « ah ! gounezet 'teus traoù ! » « ro peoc'h gant se emezon-me, degasit anezhañ din à domicile neuze emezon-me ! »
[’we:ʒo ’lɑ:ʁo dit a gɔ̃’ne:ɛt tœs tɾɛw ʁo pœx gɑ̃n se mɔ̃mɛ ’dɛsə neɑ̃ dĩ a domisil ’nœ:he ’mɔ̃mɛ]
parfois on te dit « ah! tu as gagné des choses ! » « tais-toi avec ça dis-je, livrez-le à domicile alors dis-je » [plateforme téléphonique]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 gwell-a-se ma 'meus gounezet
['wɛlaze ma møz gɔ̃'neət]
tant mieux si j'ai gagné
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba ar gourenoù gwechall, eñ 'h ae ar maout gantañ, an hini 'nije gounezet tout an traoù a vije reiñet ur maout dezhañ
[bah gu'ɾe:no gwe'ʒɑl hẽ̞: he mo̞wt kɑ̃tɑ̃ 'ni:ni niʒe gɔ̃'ne:ət tun tɾɛw viʒe 'ʁɛ̃jə mo̞wt teɑ̃]
dans les luttes autrefois, il emportait le bélier, celui qui avait tout gagné on lui donnait un bélier
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gounezet 'teus da pemp gwenneg avat !
[gɔ̃'neɛt tøs tə pɛm 'kwɛnɛk hɑt]
tu as gagné le cocotier [litt. Tes cinq sous, quand on fait tomber ou qu'on casse quelque chose, ou quand on fait une grosse chute] !
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 teir gwezh diouzhtu 'meus ket gounezet mann ebet
[tɛ:r gwe:ʒ dy'sty møs kə gɔ̃'neɛd mɑ̃n bet]
ça fait trois fois de suite que je ne gagne rien
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e vije bet gounezet ur priz 'vat
['ɑɛ viʒe be gɔ̃'neə bri:z ha]
là on aurait gagné un prix
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ 'neus gounezet e gerc'h
[hẽ: nøz gɔ̃'neəd i gɛrh]
il a gagné son travail [quand un cheval a bien travaillé]
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 liv 'meump ket gounezet dre 'meump graet mann ebet
[liw mœm kə gõ'neɛt dre mœm gwɛ mãn bet]
nous n'avons pas gagné [mérité] de couleur [pour le vin rouge ?] puisque nous n'avons rien fait
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 teir gwezh diouzhtu 'meus ket gounezet mann ebet
[tɛ:r gwe:ʒ dy'sty møs kə gɔ̃'neɛd mɑ̃n bet]
ça fait trois fois de suite que je ne gagne rien
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 liv 'meump ket gounezet dre 'meump graet mann ebet
[liw mœm kə gõ'neɛt dre mœm gwɛ mãn bet]
nous n'avons pas gagné [mérité] de couleur [pour le vin rouge ?] puisque nous n'avons rien fait
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ zo bet o loustañ kanetinier ivez... loustañ kanetinier ya, e veze graet un toull bihan, neuze 'tije d'ober skeiñ ur ganetenn e-barzh 'ba ar skol euh... zo bet loustet, « loustañ » a veze lâret se, feiz, 'neus bet gounezet deus ar reoù all, ne veze ket nemet reoù pri da gentañ, reoù gwer ne veze ket gwelet
[hẽ̞: zo be 'lustə ˌkɑ̃ne'tiɲər ije 'lustə ˌkɑ̃ne'tiɲər ja viʒe gwɛ ntul 'biən 'nœe 'tiʒe do:r sko ə gɑ̃'nɛtən bɑɾz ma sko:l ə: zo be 'lustət 'lustə viʒe 'lɑ:rə ze fe nøz be gɔ̃'neət kɑlz ˌgɑ̃ne'tiɲər dez ə rew al viʃe kə mɛ rew pɾi: də 'gentɑ̃ rew gwe:r viʃe kə 'gwɛ:lət]
il en a truander des billes aussi... truander des billes oui, on faisait un petit trou, alors il te fallait jeter la bille dedans à l'école euh... a été truandé, on disait « truander » de ça, en fait, il en a gagné des autres, il n'y en avait qu'en argile au début, on ne voyait pas celles en verre
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar re-se a vez derc'het da c'houlenn gant... e vez dispignet nemet deus e vez gounezet, ha keit e vo graet evel-se emezañ, n'ey ket... ne vo ket a voaien da lakat an traoù reizh
['ree ve 'dɛrhɛt tə hu:l gɑ̃n ve di'spiɲəd mɛd dəz ve gɔ̃'neət a kɛjt ə vo gwɛd və'se meɑ̃ nɛj kə vo kə 'vojən də 'lɑkə ntɾɛw re:s]
ceux-là on continue de leur demander... qu'on ne dépense qu'en fonction des recettes, et tant que l'on fera comme ça dit-il, cela n'ira pas... on ne pourra pas remettre de l'ordre [dans les finances publiques]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'da gounezet bernioù... bernioù arc'hant gant...
[pe da gɔ̃'neɛd 'bɛrɲo 'bɛrɲo 'ɑrhɑ̃n gɑ̃n]
quand ils avaient gagné beaucoup... beaucoup d'argent avec...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ar re o deus gounezet o sachañ war ar gordenn n'int ket anavezet
[re døz hɔ̃'neəd 'ʃɛʃɑ̃ 'gɔrdən niɲ cə hɑ̃n'veət]
ceux qui ont gagné le tir à la corde ne sont pas connus
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha gounezet warnañ c'hoazh
[a gɔ̃'neə warnɑ̃ hwɑs]
et [je] l'ai battu encore
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gounezet 'neus un toullad-mat a goursoù a-hent-all
[gɔ̃'neɛ nøs tulə'mɑt 'gurʃo hɛndal]
il a gagné un bon paquet de courses autrement
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ an hini 'na gounezet an Tour warlene
[hẽ: n:i na gɔ̃'neə ntu:r ar'lene]
c'est lui qui avait gagné le Tour l'an dernier
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 homañ emezon-me, 'deus arri gounezet he retred bepred emezon-me
[’homɑ̃ mɔ̃mɛ døz ɑj gɔ̃’neɛd i rœ’trɛt ’bopəd mɔ̃mɛ]
celle-ci dis-je, a gagné sa retraite toujours dis-je [ballon creuvé]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gounezet 'na Gwengamp an deiz all hañ
[gɔ̃'neəd na 'gwɛɲɔ̃m nde ɑl ɑ̃]
Gwengamp avait gagné l'autre jour hein
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 An daou-ugent kentañ 'meump gounezet ervat, bien, ar reoù war-lerc'h, ac'hanta, ne oa ket gounezet kalz tra, ha neuze 'meump graet unan all c'hoazh, ha ar re-se bepred 'meump ket gounezet tamm ebet
’N dow-ugen kéntañ meum gonéet vat, bieñ, réw war-lèrh, hanta, oa ke gonéet kales tra, a neuhé meum gwè ’n all hoas, a ré-sé bopet, meum ke gonéet tamm bét.
Les quarante premiers [porcs], nous avons bien gagné, bien, les suivants, eh bien, nous n'avons pas gagné grand chose, et alors nous avons encore fait un essai, et ceux-là, nous n'avons rien gagné.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal