Klask
« gred »
Frazennoù kavet : 14
-
👂 🔗 marv eo, (a gred din ?) an Tresoler
[... - ... - tɻeˈso̞ˑləʴ]
il est mort, (je crois ?) Le Trésoler
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-11)
-
👂 🔗 tout ! tout eo kat d'ober ! ya, ya ! ba ! ba ! ba ! ah nann ! tout ! tout ! den ebet 'h a warnañ gwelet a rez ! den ebet 'gred mont warnañ, hañ ? war se eo ar mestr
[ˈtut - ˈtut he̞ ˌkɑt ˈto̞ˑꝛ - ja ja - ba ba ba a ˈnɑ̃n - ˈtut - ˈtut - ˈden bed ha ˈwɑꝛnɑ̃ ˌgwe̞ˑs - ˈden bed ˈgɣeˑd mɔ̃n ˈwɑꝛnɑ̃ - hɑ̃ - waꝛ ˈze he̞ ˈme̞st]
tout ! il est capable de tout faire [Poutine] ! oui, oui ! bah ! bah ! bah ! ah non ! tout ! tout ! personne ne l'affronte ! personne n'ose l'affronter, hein ? sur ce plan c'est le maître
Gant : Herri Gaoudu, ganet e 1931 e Koadaskorn, o chom e Koadaskorn, tud bet ganet e Bear / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ya sur ! ya, ya, ya, me a gred ac'hanout 'vat, en em okupez (se ?) 'vat
[o ˌja zyɹ - ja ja ja - me ˌgɹeˑd ˈɑ̃ˑnut hat - nɔ̃n okypes se hat]
oh oui assurément ! oui, oui, oui, mais moi je te crois, tu t'occupes xxx ( ?)
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 (T. : ar vugale 'deus bet plijadur) ! oh ya me a gred !
[o ja me ˈgɾeːd]
(T. : les enfant ont pris du plaisir) oh oui je pense bien !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze dija eu... on... on maeronez deus ar c'hloc'h ya, bremañ 'meus... 'meus ur c'hloc'h ya met eu... ya, roet 'meus un tamm arc'hant ha neuze peneogwir, fidedoulle, 'meus eu... pep hini a gred 'ba ar sort a ra, met eu... ma zad a blije chapel Vre-se dezhañ... spontus kwa ya
[a ˌnœhe deˌʒɑ ə - hɔ̃ hɔ̃ mɛˈɹɔ̃ːnəs tœz ə ˈhlɔx ˌjɑ - ˌbo̞mɑ̃ møz møz ə ˈhlɔx ˌjɑ mɛd ə - ˈjɑ ˌɹoˑə møs tɑ̃m ˈɑɹhɑ̃n a ˌnœhe pynyˌgyˑr fidəˈdule møs ə - poˈpiːni ˌgɹeˑd bah ˌsɔɹd ə ɹa - mɛd ə mə ˈzɑˑd ˌbiˑʒe̞ ˌʃɑpəl ˈvɹeˑ ze ˌdeˑɑ̃ - ˈspɔ̃tys kwa ja]
et alors déjà euh... je suis... je suis marraine de la cloche oui, maintenant j'ai... j'ai une cloche oui mais euh... oui, j'ai donné un peu d'argent et alors puisque, bon sang, j'ai eu... chacun croit ce qu'il veut, mais euh... mon père appréciait cette chapelle de Bre-là... énormément quoi oui
Pederneg
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 te a gred ivez ?
[te gɹe:d 'iə]
tu crois aussi [en Dieu] ?
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'na ket a gred d'ober e-unan kwa, n'eo ket dre ma ne oa ket kap d'ober met...
[na kə gɾe:d 'do̞:bəʁ i'hy:n kwa nɛ kə dɾe wa kə kɑp 'do̞:bəɹ mɛt]
il n'osait pas faire tout seul quoi, ce n'est pas parce qu'il ne pouvait pas faire mais...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall-gozh 'na... an dud 'na muioc'h a gred evit... evit 'deus bremañ kwa
[gweʒal'go:z na ən dyd na 'my:ɔh gɾe:d wit wit dœz 'bomɑ̃ kwa]
autrefois ils avaient... les gens croyaient davantage [litt. avaient plus de croyance] que... qu'ils n'ont aujourd'hui quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'na ket gred d'ober e-unan kwa, n'eo ket dre ma ne oa ket kap d'ober met...
[na kə gɾe:d 'do̞:bəʁ i'hy:n kwa nɛ kə dɾe wa kə kɑp 'do̞:bəɹ mɛt]
il n'osait pas faire tout seul quoi, ce n'est pas parce qu'il ne pouvait pas faire mais...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aze zo bern reoù gozh hag a gred hañ
['ɑhɛ zo bɛrn rew go:z a gre:d ɑ̃]
là il y a plein de vieux qui croient hein
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met an hini a gred tout an traoù-se a deu da vezañ... 'nez aon
[mɛd 'ni:ni gred tun trɛw ze dø də 'veɑ̃ ne 'ɔwən]
mais celui qui croit tout ça il devient... il a peur
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 me a gred
[me gre:t]
je crois
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Yvonne a gred hañ
['ivon gre:d ɑ̃]
Yvonne est croyante hein
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne gred ket mont war-lerc'h ar c'hazh
[gre:t kə mɔ̃n war'lɛrh hɑ:s]
il n'ose pas aller après le chat [enfant]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi