Klask
« hanter »
Frazennoù kavet : 503
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26
-
👂 🔗 Feunteun al Lev, aze zo dou... aze e oa... bremañ, 'ver ket kalz ar feunteun ken, gwelet a rez, a-hervez e ver eu... ur filezenn vihan vihan vihan a-hervez, ha goude zo graet tier a-us hag a-bep-sort, met a-hervez a ver c'hoazh un tamm, met aze a-raok, bezañ zo... hanter-kant vloaz zo, a vije tud o kerc'hat dour aze
[ˌvœntənˈlɛˑw]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ya, Krec'h ar C'higer zo... pa gemerer an hent e-fas... da... Intermarché, evit mont d'ar Gavell, zo ur plasenn vihan aze, bremañ 'deus lakeet eu... traoù d'ar vugale, met... Krec'h ar C'higer aze, a oa... an hanter a oa da... Gomanant ar C'higer, hag an hanter all a oa d'ar menaj zo... pa antreez 'ba an hent... Intermarché aze, hent ar Gavell
[ja - ˌkxe̞haˈiˑge̞ꝛ zo - ... - ... - ... ˈgaˑve̞l - ... - ... - ... - ... - ˌkxe̞haˈhiˑge̞ꝛ ... - ... - ... - go̞ˌmɑ̃ˑnɑ̃naˈhiˑge̞ꝛ - ... - ... - ... - ˌhe̞nəˈgaˑve̞l]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Hamoulou ? eh, ya ! Hamoulou, eno e vije tud... hanter maboul ordin ! Hamoulou
[haˈmuˑlu - ... - haˈmuˑlu - ... - ... - haˈmuˑlu]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 re... reoù hanter maboul aze a vije o chom 'ba hennezh, Rojo al Leger-se, oh, ya !
[... - ... - ˌɻoˑʒoˈleˑgəɻ ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ar Veneg ya, ar Veneg... met ar Veneg zo... an hanter ar gomanant zo... 'meus aon al lojeiz... al lojeiz a oa kostez Sant-Ke hag an ti kostez Louaneg
[əˈveˑne̞k ja - əˈveˑne̞k - ... aˈveˑne̞k ... - ... - ... zɑ̃nˈke̞ˑ ... luˈɑ̃ˑnək]
Sant-Ke / Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 hag ar menaj Traou ar Prad a oa memes 'ba eu... 'ba eu... 'ba ar zone militaire, peogwir ma zad-kozh, ma zad, a gonte din se, a vije... evit mont 'ba... e-barzh... evit mont 'ba... betek an ti, un poste de garde a oa izeloc'h... hanter-hent apeupre da vont ar C'hroashent Perroz
[... ˌtʁɔwˈpʁ̥aˑd ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈhʁ̥wasən pɛˈʁoˑz]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 « Oh met se a depand deus pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ. Ma 'teus c'hoant da dimeziñ abred eu... da seizh beure 'vo... 'vo ket nemet hanter-kant lur kwa ! » « Ah... hanter-kant lur, met da seizh eur beure... oh ! se zo re abred memes tra evit ober un eured kwa ! » « Ha nav eur, nav eur e vo... e vo kant lur neuze kwa ! Ha... » « Ya, met me 'meus c'hoant da gaout un eured... kaer memes tra... » « Ya met ma... ma 'teus c'hoant e vije sonet ar c'hleier hag an harmonium ha kantikoù ha tout eu... Neuze e vo daou c'hant lur emezañ. » « Oh... mat eo ar jeu neuze ! 'na lâret d'ar person. Mat eo ar jeu ! Daou c'hant lur, mat ar jeu ! »
[...]
« Oh mais ça dépend de quand tu veux te marier. Si tu veux te marier de bonne heure euh... à sept heures du matin ce ne sera... ce ne sera que cinquante francs ! » « Ah... cinquante francs, mais à sept heures du matin... oh ! ça c'est trop tôt pour faire un mariage quand même quoi ! » « Et neuf heures, neuf heures ce sera... ce sera cent francs alors quoi ! Et... » « Oui, mais moi je veux un mariage... beau quand même... » « Oui mais si... si tu veux que les cloches soient sonnées et l'harmonium et des cantiques et tout euh... Alors ce sera deux cent francs, dit-il. » « Oh... marché conclu ! qu'il avait dit au curé. Marché conclu ! Deux cent francs, marché conclu ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag eñ o vont d'ar bourk kwa. O vont da bourk Langoad. Eñ oc'h arriout 'ba ar bourk. « Oh ! Ar bourk zo trankil amañ 'vat ! (e vije an deiz ?) met gwir eo n'eus ket kalz a dud, n'eus ket deut kalz a dud ». Hag eñ o vont d'an iliz. Den ebet 'ba an iliz ivez. Oh ! Eñ oc'h arriout e-tal da... e-tal d'an aotel aze. Hag e oa laket div gadoar, div gadoar d'arriout war an daoulin ha div gadoar da vont en e goaze. 'Wele ket den ebet ha 'wele... 'gave ket ar person. Ya met un tamm avañs 'na, 'oa ket dek eur hanter c'hoazh kwa ! E oa dek eur ugent pe dek eur... apeupre kwa.
[...]
Et il s'en était allé au bourg. Allant au bourg de Langoad. Il arriva au bourg. « Oh ! Mais le bourg est calme ici ! (C'était le jour ?) mais c'est vrai qu'il n'y a pas grand monde, pas grand monde n'est venu ». Et il s'en alla à l'église. Personne à l'église non plus. Oh ! Il arriva en face de... en face de l'autel là. Et on avait mis deux chaises, deux chaises pour se mettre à genou et deux chaises pour s'assoir. Il ne voyait personne et il ne voyait... il ne trouvait pas le curé. Oui mais il avait un peu d'avance, il n'était pas encore dix heures et demi quoi ! Il était dix heures vingt ou dix heures... à peu près quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Aze e oa... daou... ur c'houblad hag a oa... e komañsent... Oh ! 'oant ket kozh, hanter-kant vloaz bennak kwa ! Met e wreg 'na bet ur grizenn rumatisoù terripl kwa ! Ha n'halle ket ober he labour ken kwa, met gant... gant kombad d'ober he... he amann ha tout kwa ! Ha neuze Fañch a renke mont da gas eu... an amann d'ar bourk evit ar gomisionoù ha tout kwa. Hag aet Fañch d'ober e gomisionoù kwa, aet da...
[...]
Là il y avait... deux... un couple qui était... ils commençaient... Oh ! Ils n'étaient pas vieux, la cinquantaine quoi ! Mais sa femme avait eu une crise de rhumatisme terrible quoi ! Et elle ne pouvait plus faire son travail quoi, mais avec... avec des difficultés à faire son... son beurre et tout quoi ! Et alors Fañch devait aller envoyer euh... le beurre au bourg pour les commissions et tout quoi. Et Fañch était allé faire ses courses quoi, il était allé à...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 « Ya 'vat ! ya, eme an eskob, ya, kaer eo 'vat, ya, met... met bihan eo memes tra ! » « Ya met lâret 'meus dac'h, amañ zo ur barrouz vihan ha n'eus ket kalz monae kwa. » Ha 'h a d'an oferenn kwa met an iliz a oa lan memes tra, e oa tud 'ba an antre, tout an tiez... tout an dud 'h ae d'an oferenn d'ar c'houlz-se kwa ! Ar bloavezhioù hanter-kant c'hoazh, kar tout an dud 'h ae d'an oferenn pe dost.
[...]
Oui, certes ! oui, dit l'évêque, oui, elle est belle, oui, mais... mais elle est quand même petite ! Oui mais je vous ai dit, ici il y a une petite paroisse et il n'y a pas beaucoup d'argent quoi. » Et il alla à la messe quoi mais l'église était pleine quand même, il y avait des gens dans l'entrée, toutes les maisons... tous les gens allaient à la messe à cette époque-là quoi ! Encore dans les années cinquante quoi, car tous les gens ou presque allaient à la messe.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha pa oa arri 'ba ar gêr e oa... pe dost d'ar gêr e oa... ken mezv ha... ha skuizh kwa. Ha kouezhet 'ba an touflez kwa. 'Ba an touflez... a-dost... a-dost da ti e zud kwa. Ha douzh ar beure eu... e za... e dad a oa o vont d'an oferenn veure kwa. Ha kavet e vab aze... hanter-gousket 'ba an touflez aze kwa. Hag eñ o sikour anezhañ da sevel kwa.
[...]
Et quand il était rentré chez lui il était... ou plutôt près de chez lui il était... tellement ivre que... et fatigué quoi. Et il était tombé dans le fossé quoi. Dans le fossé, à proximité... à proximité de chez ses parents quoi. Et le matin euh... son père allait à la messe du matin quoi. Et il avait trouvé son fils là... à moitié endormi dans le fossé là quoi. Et il l'avait aidé à se relever quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Se a oa goude ar brezel, ar bloavezhioù... pemp ha daou-ugent aze, pemp ha daou-ugent, hanter-kant. Goude ar brezel aze e oa... an eskob Sant-Brieg aze a oa Monseigneur... Monseigneur Serrand. Me a oa bet koñfirmet gant hennezh 'ba Gwengamp aze kwa.
[zɑ̃mˈbʁiˑe̞g - ˈgwe̞mgɑ̃m]
Ca c'était après la guerre, dans les années... quarante-cinq là, quarante-cinq, cinquante. Après la guerre il y avait... l'évêque de Sant-Brieg là c'était Monseigneur... Monseigneur Serrand. Moi j'avais été confirmé par lui à Gwengamp quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 ya, Pont Kanada a oa pelloc'h, met eñ a oa bet bombardet e-pad ar brezel, hag an hanter anezhañ a oa koad
[ja - ˌpõnkaˈnaˑda ... - ... - ...]
Landreger
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 Kerfant ya ! met eñ a oa en hanter... hanter Landreger, la... ça c'est la rue de Verdun maintenant, c'est ça hein ? nann, nann ! Kerfant ya
[kɛꝛˈfɑ̃n ja - ... - ... lɑ̃nˈdɹeˑgəɹ - ... - ... - ... - kɛꝛˈfɑ̃n ja]
Landreger
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 ba limit Kamlez, peogwir e oa... n'onn petra... ur park a oa... a oa daouhanteret dre an hanter, hag an hanter anezhañ a oa... a oa e Perwenan, hag an hanter all a oa e Kamlez
[... kɑ̃mˈleˑs - ... - ... - ... - ... pɛꝛˈweˑn - ... kɑ̃mˈle̞ˑs - ja]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
🔗 bezañ hanter dorret
béan hanteur toreut
[beã hãntəʁ toʁət]
être à moitié cassé (être légèrement plié, pour biner par exemple)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 hanter digoret
anteur dioreut
[ãtəʁ djoʁət]
entrouvert
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 hanter diskuizhañ a ra
hanteur diskuizan ra.
[ãtəʁ diskyizã ʁa]
elle dort à moitié. (elle somnole)
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 hanter-gousket
anteur gouskeut
[ãtəʁ guskət]
à moitié endormie (mou)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 An hanter muioc'h.
Nanteur muc'h.
[nãtəʁ myx]
La moitié plus (le double).
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26