Klask
« interamant »
Frazennoù kavet : 31
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 Aze e oa... e oa bet un interamant kwa, ur paotr a rae... a rae kalz a chistr mat kwa ! Ha (ha kontet eo, kontet ?) 'vije ket evet nemet chistr hag e gamaradoù ha tout an *bot... tout an dud a oare 'na ur vrud mat d'ober chistr mat kwa ! Ha neuze e lâre d'e gamaradoù : « Oh, un deiz... e arrio ganin... 'h in... 'h in d'ar bed all ivez kwa met... e vanko dac'h lakat un toullad boutailhoù chistr bouchet 'ba ma... 'ba ma bez, a gav dac'h pe... xxx ( ?) d'ar vered memes tra kwa ! ».
[...]
Là il y avait... il y avait eu un enterrement quoi, un homme qui faisait... qui faisait beaucoup de bon cidre quoi ! Et (il était réputé ?), on ne buvait que du cidre et ses amis et tous les gens... tous les gens savaient qu'il avait une bonne réputation pour faire du bon cidre quoi ! Et alors il disait à ses amis : « Oh, un jour... il m'arrivera... d'aller... d'aller dans l'autre monde quoi mais... il faudra que vous mettiez quelques bouteilles de cidre bouché dans mon... dans mon cercueil, croyez-vous ou... xxx ( ?) au cimetière quand même quoi ! ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha laket un toullad boutailhadoù chistr bouchet dezhañ 'ba e... e-kichen dezhañ aze. Ha i da... se a oa miz eu... fin miz Mae aze. An amzer a oa kaer hag orajuz a-walc'h an deiz an interamant ivez kwa. Ha kaset... Fransoa-Mari ma 'teus c'hoant, d'an iliz ivez kwa. Iñstallet e bez 'ba... a-dal d'an aotel aze. Ha... komañset eu... ar person d'ober... da lâret an oferenn ha tout.
[...]
Et on lui avait mis plusieurs bouteilles de cidre bouché dans son... à côté de lui là. Et ils avaient... ça c'était au mois euh... à la fin du mois de mai là. Le temps était beau et assez orageux le jour de l'enterrement aussi quoi. Et on avait amené... François-Marie si tu veux, à l'église quoi. Son cercueil [avait été] installé dans... en face de l'autel là. Et... le curé avait eu... commencé à faire... à dire la messe et tout.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 E oa un interamant c'hoazh kwa, hag e oa... unan evelton-me hag a oa... teñval-gleved ha... o komañs kemer... un tamm oad ivez kwa. Hag e oa 'ba eu... a oa evelton un tamm bihan, ur wech un amzer eu... e bartie ur bramm kazi kwa ! Met peogwir e oa teñval-gleved eu... 'gleve ket anezhañ bewech kwa !
[...]
Il y avait encore un enterrement quoi, et il y avait... quelqu'un comme moi qui était... sourd d'oreille et... qui commençait à... se faire vieux aussi quoi. Et il était dans euh... il était comme moi un petit peu aussi, une fois le temps euh... il lâchait presque un pet quoi ! Mais puisqu'il était sourd d'oreille euh... il ne l'entendait pas à chaque fois quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 oh, 'oa ket ur bern tud en interamant hañ ! dek pe evel-se ?
[...]
oh, il n'y avait pas beaucoup de monde à l'enterrement hein ! dix et quelques ?
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 herie on bet imosionet, peogwir 'ma renket mont d'an interamant, 'oan ket oblijet da vont
[ˌhɛje hɔ̃ ˌbed imoˈsjɔ̃ˑnəd ə - ... - ...]
aujourd'hui c'était émouvant pour moi, puisque j'ai dû aller à un enterrement, je n'étais pas obligé d'aller
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah, ya ! Gérard, bet e oan d'e interamant hañ !
[...]
ah, oui ! Gérard, j'avais été à son enterrement hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Marcelle al Louedeg, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Plouilio / Plouilio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet omp... aze, 'ba an interamant, Kermel
[... - ... - ke̞ꝛˈmeˑl]
Peurid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Perrot, ganet e 1933 e Peurid, o chom e Peurid, tud bet ganet e Peurid / Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un devezh e oa bet un interamant sivil 'ba... Kerantour aze, Kerantour c'est le...
[... - ˌke̞ɹɑ̃ˈtuˑɹ ... - ˌke̞ɹɑ̃ˈtuˑɹ ...]
Planiel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Pleuvihan (EHPAD).
dilojet da 6 vloaz da Bleuveur lec'h 'neus tremenet lodenn vrasañ e vuhezDastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. 'oa ket Kerdalo neuze 2. eñ 'oa ket Kerdalo (GH. : 'oa ket Kerdalo) 1. ar Verjez 3. c'est le Verger, de notre temps (GH. : Verger) 1. Louis an Du ar Verjez 2. an deiz all, justamant, ya 'vat ! e oa interamant Louise an Du ar Verjez
1. [... ke̞ꝛˈdɑˑlo ...] 2. [... ke̞ꝛˈdɑˑlo] 1. [ˈvœꝛʒe] 3. [... - ...] 1. [lwiˌndyˑ ˈvœꝛʒe] 2. [... - ... - ... lwizˌndyˑ ˈvœɹʒe] 3. [ja]
Tredarzeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ivoñ Segilhon, ganet e 1951 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Tredarzeg, tud bet ganet e Pleuveur / Pleuveur.
– Fernande ar Bever, ganet e 1935 e Kerborzh, o chom e Tredarzeg.
– Louis an Arzul, ganet e 1936 e Tredarzeg, o chom e Tredarzeg, tud bet ganet e Tredarzeg / Kerborzh.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kazi evel... ma vezez... te, ankoueet pe bet... pas bezañ... bet... kat... da vont d'an interamant bennak, aze goude, « en em... en em eskuzet 'meus abalamour 'oan ket bet », an daou dra en em lâr
[ˈkɑːʒe we̞l - ma veˑs - te ɑ̃ŋˈkweˑɛ pe bet - paz ˈbeˑɑˈ - bet - kat - də vɔ̃n də nĩntɛˈɹɑ̃mɑ̃m bəˈnɑˑk - ˈɑhe ˈguːde - nɔ̃n nɔ̃n ɛsˈkyːzə møs - bɑ̃m ˌwɑ̃ŋ kə bet - ən ˈdo̞w dɹa nɔ̃n ˈlɑːɹ]
presque comme... si tu es... toi, oublié ou ayant été... n'ayant pas... été... capable... d'aller à un enterrement quelconque, là après après, « je me suis excusé parce que je n'étais pas allé », les deux choses se disent
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, lâret 'meus dit 'h on bet 'ba interamant ur gintervez vihan din, Minic'hi Landreger, oh ! la... aze zo... zo ur person hañ ! n'anavezez ket anezhañ ?
[ja - ˌlɑˑɹ møz dit hɔ̃ bet bah intɛˈɹɑ̃mən ginˌtɛɹwəz ˈviˑən dĩ - miˈnihi lɑ̃nˈdɹeːgəɹ - o la - ˈɑhe zo - zo ˈpɛɹsɔ̃n ɑ̃ - nɑ̃veˈes kə ˌneˑɑ̃]
oui, je t'ai dit que j'ai été à l'enterrement d'une petite cousine à moi, à Minic'hi Landreger, oh ! la... là il y a... il y a un prêtre hein ! tu ne le connais pas ?
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arc'hoazh emañ an interamant
[aʁ’hwɑ:s mɑ̃ nĩntɛ'ʁɑ̃mɑ̃n]
l'enterrement est demain
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar meurzh, ah ya ! forzh pegement a labour a vo, ya ya ya ! nemet bezañ e vije un interamant a lâran dit
[də mœ:ʁz a ja fɔʁs pe’gemən ’lɑ:buʁ vo ja ja ja mɛt ’be:ɑ̃ viʃe nintɛ'ʁɑ̃mɑ̃n ’lɑ:ʁɑ̃ did ə]
le mardi, ah oui ! quelle que soit la quantité de travail, oui oui oui ! à moins qu'il n'y est un enterrement
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ac'hann disadorn pe dilun ne vo ket an interamant sur a-walc'h
[hɑ̃n de’sɑ:n pe de’ly:n vo kə ˌnintɛ’ramɑ̃n zyʁ ə’wɑh]
l'enterrement n'aura pas lieu d'ici samedi ou lundi certainement
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 interamant
i-ntéranmant
[intɛ'ʁãmãn]
enterrement
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Sur-mat e vo tud e-barzh an interamant barzh Louergad a-benn arc'hoazh ha ne vo ket plas dezhe-tout barzh an iliz. Koulskoude eo bras a-walc'h.
Zur mad vo tud bar i-ntéran-man bar Louèrgat bèn arwas a vo keut plas dè tout ba nilis. Kouskoudé è brazwac’h.
[zyʁ mad vo tyd baʁ intɛ'ʁãmãn baʁ luɛʁgat bɛn aʁwas a vo køt plas dɛ tut ba nilis] [kuskude œ bʁazwax]
Il y aura sûrement du monde à l'enterrement à Louergad demain et il n'y aura pas assez de place dans l'église. Pourtant elle est assez grande.
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 pa arri klianted kozh da... d'evañ ur chopinad aze e-skeud e vez fête amañ pe un interamant bennak euh...
[pe hɑj kli’jɑ̃tə’ko:s tə ’de:vɑ̃ ʃo̞’pi:nəd ’ɑe skœd ə ve fɛt ’ɑ̃mɑ̃ pe ˌnintɛ'ʁɑ̃mɑ̃n bə’nɑ:g ə]
quand des anciens clients viennent... boire un verre là sous le prétexte qu'il y a une fête ici ou un enterrement quelconque euh...
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ma d'ober mont d'an interamant... o soñjal ac'hann o soñjal aleshont
[ma do:r mɔ̃n də ˌnintɛ'rɑ̃mɑ̃n ’ʃɔ̃:ʒəl hɑ̃n ’ʃɔ̃:ʒəl ’lesɔ̃n]
je devais aller à l'enterrement... en pensant à ceci en pensant à cela
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eus ket nemet mont ha chom 'ba an interamant, me a oar petra
[nøs kə mɛ mɔ̃n a ʃɔm ba nĩntɛ'rɑmɑ̃n me wɑ:r pra]
il n'y a qu'à aller et rester à l'enterrement, et que sais-je d'autre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 fidedoue, pa oa fin an interamant, ni a oa antreet kwa, hag ar person a oa adkomañset da ganañ an oferenn interamant, ur seurez a oa aet da distrompañ anezhañ
[fidə’du:e pe wa fi:n nintɛ’ʁɑ̃mɑ̃n nim wa ɑ̃’tʁe:ət kwa - a ’pɛrsɔ̃n wa hatko’mɑ̃s tə ’gɑ̃:nɑ̃ no’vɛrn ˌintɛ’rɑ:mɑ̃n - ’sœ:rəz wa ɛt tə dis’trɔ̃mpɑ̃ ’neɑ̃]
bon sang, quand l'enterrement s'était terminé, nous étions entrés quoi, et le curé avait recommencé à chanter une messe d'enterrement, une bonne sœur était allée l'informer de sa méprise
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2