Klask
« kaozeet »
Frazennoù kavet : 72
-
👂 🔗 e-barzh Trebeurden 'vezont ket kaozeet... 'vezont ket lâret en brezhoneg ken hañ !
[... txeˈbœꝛdən ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Krec'h Herve ! 'meus ket soñj ken deus aze... eh ! 'vez ket kaozeet kalz ken brezhoneg, gant-se !
[kɛꝛˈhɛꝛve - ... - ...]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivoñ ar Marreg, ganet e 1947 e Sant-Ke-Perroz, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Sant-Ke-Perroz / Perroz.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 amañ e vo kaozeet dit deus « ur gwai » eu... en ur... e gaozeez a bep sort eu... a-wechoù... a-wechoù e vo « ur gwai » eu... evel e vez « ur gwai », met a-wechoù e vo ur paotr... ur c'hwil pe ur gwai pe eu... kañfarded un tamm bihan
[...]
ici on te parlera d'un « chaud-lapin » euh... en... tu parles de toutes sortes euh... parfois... parfois « une oie » euh... c'est comme « une oie », mais parfois c'est un homme... un coco ou un chaud-lapin euh... des loustics un petit peu
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 Ha... e c'hoar a oa oc'h esa... Gant e... gant e c'hoar e oa o terc'hen menaj. Hag e c'hoar a oa aet da gerc'hat ur bannac'h chistr. Pa vije graet an afer e vije evet ur bannac'h chistr kwa, ha kaozeet un tamm, graet ur gontadenn, evet... ur bannac'h kafe, evel e vije kwa ! Hag aet da gerc'hat div voutailhad chistr. Hag e oa Soaig gant e varc'h, egile a oa o terc'hen e gazeg moarvat. Hag e oa... Hag e oa Soaig gant he div voutailhad chistr. « Ale ! Soaig ! Ale ! Ale ! Ale ! Tchiii ! Tchiii ! » emezi, ha « Tchiii ! » hag e derc'he da lâret da lakat ar marc'h da vont war-benn. « Tchiii ! » emezi. « Aet eo e-barzh ! »... torret he div voutailhad chistr !
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈtʃiː ˈtʃiː me̞j - a ˈtʃiː - ... - ... - ...]
Et... sa sœur essayait... avec sa... il tenait la ferme avec sa soeur. Et sa sœur était allée chercher du cidre. Quand on faisait affaire on buvait du cidre quoi, et on parlait un peu, on disait une histoire, on buvait... un café, comme c'était quoi ! Et elle était allée chercher deux bouteilles de cidre. Soaig était avec son étalon, l'autre tenait sa jument. Et elle était... Et Soaig [la sœur plutôt] avait les deux bouteilles de cidre. « Allez ! Soaig ! Allez ! Allez ! Allez ! Tchiii ! Tchiii ! » disait-elle, et « Tchiii ! », et elle continuait de dire pour que l'étalon monte dessus. « Tchiii ! » qu'elle disait. « Il est rentré ! »... elle avait cassé ses deux bouteilles de cidre !
Gant : Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vije... mor... mor bras, 'dant doan e vije bet an debarkamant, amañ, peogwir e oa bet kaozeet duzh ober debarkamant Normandi... amañ 'ba an Erv, hag e lakee an Almanted, obujoù, dindan aze, hag ur pezh mallozh doue kanon, war... war ar machin simant, prest da... ma... ma... ma arrife batimanchoù amerikan, da dostaat re da-gaout an Erv, dezhe da dennañ... warne
[ˈnɛwʁ]
quand il y avait... une grande... une grande marée, ils avaient peur que le débarquement ne se fasse, ici, puisqu'il avait été question de faire le débarquement de Normandie... ici à an Erv, et les Allemands mettaient, des obus, en dessous là, et un énorme canon, sur... sur le machin en ciment, prêt à... au cas où... au cas où... au cas où arriverait des navires américains, s'approchant trop de an Erv, afin qu'ils leur tirent... dessus
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Hag eu... ha 'dant pep a appareil evel-se, warne. Ha 'dant kaozeet, duzh an Enez Maodez. Met ni 'gomprenemp ket petra a lerent hañ ! Mann ebet. Ha... ha d'un... un eur ha kard, derc'h... derc'hel o soñj ordinal, un eur ha kard, e oa ar mo... ar mor e-krec'h. « Nous... aller... au bout là-bas, où est... où tombé l'avion, emezañ, euh... à la nage » « oh ! 'ma lâret dezhe, là il y a du courant ! » « ça fait... ça fait rien, qu'il me dit, an daou Amerikan, nous très bons nageurs. » Bouf !!! Hag en dour ! hag en dour, ar mor e-krec'h. Ar mor e-krec'h kompletamant. Kazi betek ar yeot war an enez.
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Et euh... et ils avaient chacun un appareil comme ça, sur eux. Et ils avaient parlé, de an Enez Maodez. Mais nous ne comprenions pas ce qu'ils disaient hein ! Rien du tout. Et... et à une... une heure et quart, cont... continuant encore avec leur idée première, une heure et quart, c'était mer... marée haute. « Nous... aller... au bout là-bas, où est... où tombé l'avion, dit-il, euh... à la nage » « oh ! que je leur avais dit, là il y a du courant ! » « ça fait... ça fait rien, qu'il me dit, les deux Américains, nous très bons nageurs. » Plouf !!! Et dans l'eau ! Et dans l'eau, marée haute. Marée haute complètement. Pratiquement jusque l'herbe sur l'île.
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 feiz, arri eo koazhet an dud da c'hoût brezhoneg hañ ! sur ! ah, ya 'vat ! evit eu... da gaozeal brezhoneg, kar goude, pase ni aze ac'hanta... betek aze e vije kaozeet brezhoneg, en-bihan kouda ! met eu... goude hañ !
[ˈnbiˑən]
ma foi, les gens qui savent le breton ont diminué hein ! sur ! ah, oui ! pour euh... pour parler breton, car après, après nous là eh bien... jusque-là on parlait breton, un peu quoi ! mais euh... après hein !
Favereau en-linenn « EZ [...] (& gw. T<GC en- : en-dihun hag en-kousket < pedennoù : au réveil et au coucher / ent-gwirion, end-eeun & en-eeun / ez-eeun & rag-eeun, war-eeun...) »
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 kurius eo se hañ ! bezañ zo parroujoù hag e vez kaozeet muioc'h brezhoneg evit darn all, hañ ! war ar maez muioc'h ya, ya, ya, ya ! oh, ya, ya !
[dɛɻˈnalˑ]
ça c'est curieux hein ! il y a des communes où l'on parle plus breton que d'autres, hein ! à la campagne plus oui, oui, oui, oui ! oh, oui, oui !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 eñ a anavez Moger, 'teus kaozeet douzh Moger, eñ... eñ a anavez se kwa ! ya
[... ˈmoˑgəɹ - ... ˈmoˑgəɹ - ...]
Kemper-Gwezhenneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jean-Claude Tomaz, ganet e 1935 e Kemper-Gwezenneg, o chom e Kemper-Gwezenneg, tud bet ganet e Kemper-Gwezenneg / Kemper-Gwezenneg.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 ah, Kervulgenn ! Ker... ha neuze, i o deus kavet da lâret, Kervulgenn zo... zo... a oa laket, hag i en em c'houll hag-eñ n'eo ket Kerhuel Gwenn eo, ah ben, ar re gozh a lâre Kervulgenn, kar an hini... zo deut da chom 'ba ar menaj aze, e komañsamant ar brezel, a oa o chom e Kervulgenn a-raok, hag... e vez kaozeet douzh Kervulgenn ordinal
[a - ke̞ʁˈvylgən - ... - ... - ... - ke̞ʁˈvylgən ... - ... - ... - ... ke̞ʁˌhyˑəlˈgwe̞n ... - ... ke̞ʁˈvylgən - ... - ... - ... - ... ke̞ʁˈvylgən ... - ... - ... ke̞ʁˈvylgən ...]
an Eviaz
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 aze e oa ur menaj mat gwechall ivez, Grañj ar C'hoad, Grañj ar C'hoad a vez lâret deus se, menaj Grañj ar C'hoad, hag e oa ur menaj mat xxx ( ?) deus klevet, e vije kaozeet douzh menaj Grañj ar C'hoad
[... - ˌgʁãˑʒˈhwat - ˌgʁãˑʒˈhwat ... - ... ˌgʁãˑʒˈhwat - ... - ... ˌgʁãˑʒˈhwat]
Ploueg-ar-Mor
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 ha int zo un enezenn, se a ra marteze eu... e vez... kaozeet muioc'h... Kors du-hont evit e vez kaozeet...
[a hiɲ zo neˈneːzən - ze ɹa maˈtehe ə ve - ko̞ˈzeˑd ˈmyˑɔx - kɔɹs ˈdyˑɔ̃n wid ve ko̞ˈzeˑd]
et eux ce sont une île, ça fait que peut-être euh... on... parle plus... corse là-bas qu'on ne parle... [breton]
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me, ma dud 'neuint ket jo... 'neuint ket james kaozeet brezhoneg diouzhin, james, me 'meus eu... deskiñ evel-s... me 'meus desket en ur... klevet anezhe
[ˈme - mə ˈdyd ˌnœɲ cə ʒo - ˌnœɲ cə ˈʒɑ̃məs koˈzeˑəd bɹe̞ˈzɔ̃ːnəg dəˈwĩ - ˈʒɑ̃məs - ˈme møs ə ˈdiskĩ viˌs - ˈme møz ˈdiskəd nɔ̃n ˈklɛwə ˌne̞ˑ]
moi, mes parents ne m'ont *jo... ils ne m'ont jamais parlé breton, jamais, moi j'ai euh... apprendre comme ç... moi j'ai appris en... les entendant
Gant : Ivoñ Brochen, ganet e 1952 e Berc'hed, o chom e Berc'hed, tud bet ganet e Prad / Berc'hed.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lec'h e vez kaozeet brezhoneg, an dud zo garz, añfin ! met, 'deus kalon !
[... - ... - ... - ... ˈkɑˑlɔ̃n]
là où on parle breton, les gens sont bêtes, enfin ! mais ils ont du cœur !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig ar Falc'her, ganet e 1940 e Rospez, o chom e Rospez, tud bet ganet e Rospez / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 (T. : ha 'ta kaozeet brezhoneg 'ba ar gêr ?) penn-da-benn ! ha pa oa aet d'ar skol neuze goude, e vijent tout o c'hoarzhin, o lakat anezhi da gaozeal brezhoneg
[ˌpe̞dəˈbe̞n - a pe wa ˌɛd də ˈskoːl ˌnœhe ˌguˑde - ˌviʃɛɲ ˌtut ˈhwɛɹzin - ˈlɑkə ˌne̞j də goˈzeˑəl bɹe̞ˈzɔ̃ːnək]
(T. : et tu avais parlé breton à la maison ?) totalement ! et quand elle [ma fille] était allée à l'école alors après, ils rigolaient tous, en lui faisant parler breton
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ac'hanta, hini ebet dioute 'neus bet gwech ebet kaozeet deus se, met n'eus ket nemeton ken da c'hoût se, ya
[ˌhɑ̃nta - ˈhini bet ˌtjɔ̃nte̞ nøz bed ˈgweʒeˌbet koˌzeˑɛt tœs se - mɛ ˌnøs kə ˈmɛɹtɔ̃ ken də ˈhuːt se - ja]
eh bien, aucun d'entre eux n'a jamais parlé de ça, mais il n'y a que moi à savoir ça, oui
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kement 'da aon 'mije lâret... 'ma ket mann ebet 'ba ar skol, me 'lâre mann ebet, kar a-wechoù darn kat da gaozeal ha me 'raen ket hañ, ah nann nann nann ! na pa oant aze e-fas din, 'ma ket lâret ur (mout ?) memes pa 'da goullet din « Madame... », 'ma laket ma biz evel-se, 'ma ket kaozeet
[ˈkemən da ˈo̞wən ˌmiʒə ˌlɑˑɹ - ˌma kə ˈmɑ̃n bet bah ˈskoːl - me ˌlɑˑɹe̞ ˈmɑ̃n bet - kaɹ ˌweˑʒo ˈdɑɹn ˌkɑt tə go̞ˈzeˑəl a me ˌɹɛŋ kəd ɑ̃ - a nɑ̃nɑ̃nɑ̃n - na pe wɑ̃ɲ ˌɑhe̞ ˌvɑs tĩ ˌma kə ˌlɑˑɹ ə ˈmut ˌmɛməs pe da ˌgulət ˌtĩn - maˌdam - ma ˌlɑkə mə ˈbiːs vəˈse̞ - ˌma kə ko̞ˈzeˑət]
ils avaient tellement peur que je dise... je n'avais rien à l'école, je ne disais rien, car parfois certains étaient capables de parler et moi je ne faisais pas hein, ah non non non ! même s'ils étaient en face de moi, je n'avais même pas dit (un mot ?) quand ils m'avaient demandé « Madame... », 'j'avais mis mon doigt comme ça, je n'avais pas parlé
???
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ingal zo, goude pa oan bras, pa 'ma gwelet anezhi 'ma diskwelet dezhi e oa fae ganin gwelet anezhi, « hennezh zo kaozeet diouzhit ha graet e vez un bourreau d'enfants emezon-me, daonet e vo ma ene ! »
[mɛ ˈiŋgal zo - ˌguˑde pə wɑ̃n ˈbɹɑːs - pa ma ˈgwe̞ˑlə ˈne̞j ma disˈkweːlə ˈde̞j wa ˈfɛˑ gəˌnĩ ˈgwe̞ˑləd ˌne̞j - ˈhẽˑs so koˈzeˑə diˌwit a ˌgwɛd ve - ... ˈmɔ̃me̞ ˌdɑ̃wnəd vo ma ˈɲeˑ]
mais peu importe, après quand j'étais grande, quand je l'avais vue je lui avais montrée que j'avais du dédain à la voir [ancienne institutrice violente], « ça c'est ce qui te décris et on dit un bourreau d'enfants dis-je, que mon âme soit damnée ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'meus kaozeet gant ma vamm eu... Doue d'he bardono gouez d'egile ha... ac'hanta e vije... e vije kaozeet eu... e vije kaozeet brezhoneg hañ !
[a møs ko̞ˈzeˑəd gɑ̃n mə ˈvɑ̃m - ə - ˈduˑe di baɹˈdɔ̃ːno gwes teˈgiːle a - ˌhɑ̃nta ˌviʒe ˌviʒe ko̞ˈzeˑəd ə - ˌviʒe ko̞ˈzeˑəd bɹe̞ˈzɔ̃ːnəg ɑ̃]
et j'ai parlé avec ma mère euh... paix à son âme comme dit l'autre et... eh bien on... on parlait euh... on parlait breton hein !
Gant : Ifig ar Blevenneg, ganet e 1939 e Pederneg, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg/Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag eu... un amezeg 'na, apeupre memes oad gantañ, memes oad gantañ, hag eu... alies-gwech pa vijent eu... pa vije kao... kaozeet asambles, ar ger diwezhañ a vije entreze « ni, a vevfomp en nesped dezhe »
et euh... il avait un voisin, à peu près du même âge que lui, du même âge que lui, et euh... souvent quand ils étaient euh... quand ils parl... parlaient ensemble, le dernier mot entre eux « nous, on vivra malgré eux » [l'existence se poursuivra malgré les critiques]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Joel ar Bonnieg, ganet e 1954 e Plounevez-Moedeg, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plûned / Plounevez.Dastumer : Tangi