Klask
« kastennadoù »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 met... lakat a raen anezhe au piquet, tout gant barrennoù houarn, e oa manet chadennoù treto-karr ganin, ha chadennoù saout, hag e oa laket anezhe, goude... ha goude neuze laket un orjalenn eve... evel-se, tu-raok, hag aze... aze 'tije kastennadoù, ken e gouezhent war o revr, met evel-se e vije aezet, goude dont a-benn dioute
[... - ... - ... - ... ... ˌtiʃe ˌkasteˈnɑˑdo - ken ˈgweˑe̞ waʁ o ˈɣɛˑʁ - ...]
mais... je les mettais au piquet [génisses], toutes avec des barres de fer, ils me restaient des chaînes de tréteau de charrette, et des chaînes de vaches, et on les mettait, après... et après alors on mettait un fil de fer comm... comme ça, devant, et là... là tu avais des chutes, tellement qu'elles tombaient sur leur derrière, mais comme ça c'était facile, après, de les commander
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-wechoù e vije kastennadoù, de dieu, barrek da dorriñ da vrec'h
[’we:ʒo viʒe kaste’nɑ:do dœdjœ ’bɑʁɛg də ’dɔʁĩ də vɾex]
parfois il y avait des chutes, de dieu, capables de te casser un bras
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ya, kastennadoù a veze
[o ja ˌkasteˈnɑ:do viʒe]
oh oui, il y en avait des gamelles
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se e veze tev ar skorn hañ hag amañ e oa ur stasion hag a oa leun poulloù-dour ha ni ac'h ae da ruzikañ warne, evit torriñ momp (?), oh paotr-kaezh, me 'mije kastennadoù gant ar botoù-koad ha tachoù e-barzh, ken e vez tan dioute paotr
[də ’huls:e viʒe tew skɔrn ɑ̃ ag ’ɑ̃mɑ̃ wa sta’siɔ̃n a wa lœ:n ˌpulo’du:r a nim hɛ də ɹy’ʒicɑ̃ warnɛ wid ’dɔrĩ mɔ̃m ho pot’kɛ:z me miʒe ˌkaste’nɑ:do gɑ̃n ˌpoto’kwɑt a ’tɑʃo bɑrz ken ve tɑ̃:n djɔ̃tɛ pot]
à cette époque-là la glace était épaisse hein et ici il y avait une station qui était pleine de flaques d'eau et nous allions glisser dessus, pour casser xxx (?), oh mon gars, je me prenais des bûches avec les sabots et des clous dedans, tellement que du feu en jaillis mon gars
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 bet eo kastennadoù vil
[bed ɛ ˌkaste'nɑ:do vil]
il y a eu de mauvaises chutes
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi